Klask
« artikl »
Frazennoù kavet : 6
-
🔗 Ha petra 'na graet nemet lakat ur varrik... ur... ur pezh varrikenn da lakat jistr. 'Na laket teir... teir barrikenn. Met honnezh, vid e oa. Ha 'h ae e-barzh deus an noz hag e dad a voute... ar varrikenn, ar penn... ar penn 'oa ket stouvet, a-harp ar voger. Hag ar boched pa dremenent... ar jistr kwa ! Hag o skeiñ warni, « vid ! vid ! vid ! » a vije lâret, galleg pe brezhoneg. Met nann ! Pa arrie da fouilhañ ! Hag e vije laket ba ar varrikenn, 'oa ket... 'oa ket un artikl fall !
[...]
Et qu'avait-il fait ? Mettre une barriq... une... une grosse barrique à cidre. Il avait mis trois... trois barriques. Met celle-là, elle était vide. Et il rentrait dedans la nuit et son père poussait... la barrique, le bout... le bout qui n'était pas bouché, contre le mur. Et les boches quand ils passaient... le cidre quoi ! Et en tapotant dessus, « vide ! vide ! vide ! » qu'on disait, en français ou en breton. Mais non ! Quand ils arrivaient fouiller ! Et on le mettait dans la barrique, ce n'était... ce n'était pas une mauvaise idée !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 an artikl a oa vil a-walc'h han-se
[naɹˌtig wa ˌvil əˈwɑx ɑ̃ˌse]
étant donné que l'article était assez vache
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 paotr Pailhardon Plûned aze 'na bet graet... 'na graet un artikl diwarni ya
[po̞t paˌjɑɹdɔ̃ ˈplyːnəd ˌɑhe na be ˌgɛt - na gɛd ən ˈɑɹtig diˈwaɹni ja]
le gars Paillardon de Plûned là avait fait... avait fait un article sur elle
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ en tu all aze, ar Prad Ledan aze, aze... se zo un artikl all, se n'anavezan ket kement
[... - pɹad ˈleˑdən ... - ... - ˈze zo ˌnɑɹtig ˈɑl - ...]
maintenant de l'autre côté là, ar Prad Ledan là, là... ça c'est une autre histoire [litt. un autre article], ça je ne connais pas autant
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Tudored, ganet e 1936 e Koatreven, o chom e Koatreven, tud bet ganet e Kamlez / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met neuze n'eo ket un artikl fall evit eu... tostaat an dud eu... evit adrekoñsiliañ an dud un tamm, ma kerez, ar jeu-se
[mɛ 'nœ:he ne̞ kə 'nɑʁtik fɑl wid ə tɔs'tɑ:d ən dyd ə wid ˌhadʁekɔ̃si'li:ɑ̃n ndyt tɑ̃m ma 'ke:ʁez 'ʒœ:ze]
mais alors ce n'est pas une mauvaise chose pour euh... rapprocher les gens euh... pour réconcilier un peu les gens, si tu veux, ce truc-là [pardon islamo-chrétien]
???
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, marvet e 2026, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 marteze ne oa ket un (artikl ?) re vat met bepred ne oa ket un (artikl ?) re fall reiñ da grediñ da... da... d'ar vugale un dra bennaket kwa e-kichen bremañ...
[ma'te:he wa kəd 'nɑɹtig ɹe mɑ:d mɛ 'bopə wa kə 'nɑɹtig ɹe vɑl ɹɛɲ də 'gɾe:dĩ də də də vy'gɑ:le ndɾɑ 'mnɑkət kwa 'kiʃən 'bomɑ̃]
peut-être que ce n'était pas un xxx (?) très bon mais toujours est-il que c'était un xxx (?) pas trop mauvais, faire croire aux enfants quelque chose quoi [croyances], alors que maintenant...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi