Klask
« berje »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 ah ! ar verje ar prespitor, ah ! nemet ha ar Verje... e bord an hent da vont etrezek ar gar, non ? aze e oa ur verje ivez, n'eus ket berje ebet ken met... aze zo ul lotisamant bremañ met... pa oan krennard 'meus soñj da welet ur verje, ar verje aze a vije graet ar Verje dioutañ ivez, eu... hag ar prespitor 'na un tamm douar ha zo... ben... zo graet tier e-barzh bremañ ha 'na ur verje ivez, boñ, an eil pe an all, forzh penaos n'eus ket a bell etreze
[a - ˌvœɹʒe pɹɛsˈpitɔɹ - a mɛt a ˈvœɹʒe - ˌbɔɹ ˈne̞n də ˌvɔ̃n ˈtɹœsəg ˈgɑːɹ nɔ̃ - ˌɑhe wa ˈvœɹʒe ˌiˑe - ˌnøs kə ˈbœɹʒe be ˌkeˑn mɛ - ˌɑhe zo ˌlotiˈsɑ̃mɑ̃n ˈbɹœmɑ̃ mɛ - pe wɑ̃n ˈkɹɛnaɹd møs ˌʃɔ̃ˑʃ tə ˈwe̞ˑlə ˈvœɹʒe - ˈvœɹʒe ˌɑhe ˌviʒe ˌgwɛ ˈvœɹʒe ˌdɔ̃tɑ̃ ˌiˑe - ə - a pɹɛsˈpitɔɹ na tɑ̃m ˈduˑaɹ a zo - bɛ̃ - zo ˌgwɛt ˈtiˑəɹ ˌbaɹz ˈbɹœmɑ̃ a na ˈvœɹʒe ˌiˑe - bɔ̃ - ˈne̞j pe ˈnɑl - ˌfɔɹs pəˌnɔ̃ˑz ˈnøs kə ˈbɛl ˌtɹeˑe̞]
ah ! le verger du presbytère, ah ! à moins que ar Verje... au bord de la route en allant vers la gare, non ? là il y avait un verger aussi, il n'y a plus aucun verger mais... là il y a un lotissement maintenant mais... quand j'étais adolescent je me souviens de voir un verger, le verger là on l'appelait ar Verje aussi, euh... et le presbytère avait un petit terrain et on a... ben... on a fait des maison dedans maintenant et il avait un verger aussi, bon, l'un ou l'autre, n'importe comment ils ne sont pas très éloignés
Ploueg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e oa un tamm mat berje
['ɑhe wa 'tɑ̃mɑd 'bœrʒe]
là il y avait un verger important
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba berje Dollo emañ o chom
[ba 'bœrʒe 'dolo mɑ̃ ʃɔm]
il habite dans le verger de Dollo
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi