Klask
« bezhin »
Frazennoù kavet : 13
-
👂 🔗 hag eu... ma zad-kozh a oa o chom du-hont e... e Krec'h Bizien, a-us da... a-us da Borzh ar Gored, hag a-wechoù e deue da lâret d'hom zad evel-se « arri zo bezhin e Porzh ar Gored », amañ... n'out ket pegoulz e vije gwelet e vije bezhin e Porzh ar Gored ? un dra fentus !
[... - e ˌkɛxpiˈʁiˑe̞n - ... - ... ˌbɔꝛzaˈgoˑe̞t - ... - ... ˌpɔꝛzaˈgoˑe̞t - ... - ... ˌpɔꝛzaˈgoˑe̞t - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha me, pa 'h aen da... d'an aod ha da gerc'hat bezhin da Borzh ar Gored, pa oa re... pa 'oa ket re a sirkulasion en Perroz, me a diskenne bud aze, ken (a-benn aze ?) goude e droen a-gleiz, hag e arrien diouzhtu e Porzh ar Gored en traoñ du-hont, da gerc'hat bezhin
[... - ... - ... ˌbɔꝛzaˈgoˑe̞t - ... - ... - ... - ... - ... ˌpɔꝛzaˈgoˑe̞d ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 hag a-wechoù... e stagen ma c'hezeg... da vont da divorañ... bezhin... des... de l'algue, 'ba ar Jaudy
[diˈvoˑɹɑ̃]
et parfois... j'attachais mes chevaux... pour aller sortir de mer... des algues... des... de l'algue, dans le Jaudy
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel ar Boulc'h, ganet e 1925 e Gwennrann (Bro-Naoned), o chom e Tredarzeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ??? / Plufur.
Bet o chom e Plufur hag e Kervaria a-raok dont da Dredarzeg da 15 vloaz.Dastumer : Tangi (2021-07-15)
-
👂 🔗 hag ar moc'h... moc'h ! peogwir e vije laezh... laezh bihan ! e vije... vije roet dezhe, d'ar moc'h, hag e vevemp anezhe... gant goemon ! ya, bezhin ya ! bezhin, bezhin a vije lâret... ya... goemon a vez lâret met n'eo ket se... en brezhoneg mat eo bezhin-tre, bezhin... -tre ! tre ya, bezhin-tre... (tous les ans ?) ar bezhin-se... 'h a ar mor diwarnañ, e-pad... ar mor 'h a war-draoñ, hag e deu war-grec'h, ha douzh se e vez lâret « tre », pa vez aet ar mor e-traoñ, tre eo ar mor, tre eo... eo... ya
[ˈbihin ja - ˈbiˑʒin - ˈbihin - ˌbiˑʒinˈtɾe - ˈbiˑʒin ˈtɾe - ˌbiˑinˈtɾe - ˈbiˑʒin]
et les cochons... les cochons ! puisqu'il y avait du lait... un peu de lait ! on... on leur en donnait, aux cochons, et nous les nourrissions... avec du goémon ! oui, des algues oui ! des algues, des algues qu'on disait... oui... on dit goémon mais ce n'est pas ça... en bon breton c'est des algues de basse-mer, des algues... de basse-mer ! basse-mer oui, des algues de basse-mer... (tous les ans ?) ces algues-là... sont découvertes par la mer, pendant... la mer descend, et elle monte, et on appelle ça « basse-mer », quand la mer est basse, la mer est basse, elle est... est basse... oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 gant bezhin, bezhin ! gant bezhin-tre ya
[ˈbiˑʒin - ˈbihin - ˌbiˑinˈtɾe]
avec des algues, des algues ! avec des algues de basse-mer oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 un tamm kanod 'na, ha 'h ae d'an dosenn-se da droc'hañ goemon, da droc'hañ bezhin
[ˈkɑ̃ˑnɔd]
il avait un petit canot, et il allait sur cette butte-là pour couper du goémon, pour couper des algues
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 gwechall e vije... pa vije morajoù bras, e vijent war... war... ar baodre, 'ba traoñ ar mor, war ar baodre, ar baodre, les laminaires quoi hein ! c'est les... ar re zo... ar bao... ar bao... gomon... ar bezhin hir aze, met ne deuont ket er-maez douzh... douzh an dour, met pa vez arri morajoù bras, ha pa vije an heol war... war... war ar baodre evel a ouzout, ar chevred ac'h ae da... da (xxx ?) evel-se, hag e arries a-dreñv dindan, hag e skoes da avanell dindan eno, hag e lampent tout 'ba... 'ba an avanell !
[... - ... moˌɣɑˑʒo ˈbɹɑˑs - ... - ˈbo̞ˑdɣe - ... - waꝛ ˈbo̞ˑdɣe - ˈbo̞ˑdɣe - ... - ... - ...]
autrefois on... quand il y avait de grandes marées, elles étaient sur... sur... les laminaires, au fond de la mer, sur les laminaires, les laminaires, les laminaires quoi hein ! c'est les... celles qui sont... les lam... les lam... le goémon... les longues algues là, mais elles ne sortent pas de... de l'eau, sauf quand il y a les grandes marées, et quand il y avait le soleil sur... sur... sur les laminaires comme tu sais, les crevettes allaient... (xxx ?) comme ça, et tu arrivais derrière par en-dessous, et tu lançais ton épuisette en-dessous, et elles sautaient toutes... dans l'épuisette [l'haveneau] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Toull Enez, aze... dre aze... 'h aen da droc'hañ, n'eo ket gomon, bezhin gwechall, bezhin traezh, bezhin ya ! e vez lâret... bremañ e vez lâret gomon, gomon troc'h, hag a-hent-all, pa vez... gomon kostez an aod, eo gomon torr, gomon torr
[ˌtuˈleˑnəs - ... - ... - ... - ...]
Toull Enez, là... par là... j'allais couper, ce n'est pas du goémon, des algues autrefois, des algues de sable, des algues oui ! on dit... maintenant on dit du goémon, du goémon de coupe, et autrement, quand on... du goémon du côté de la côte, c'est du goémon cassé, du goémon cassé
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
🔗 bezhin
bizeun
[bizən]
goémon
Herve Seubil : bezhin ['bi:zin] : goémon
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ya, (apeupre e vezont ?) gant bezhin, (apeupre e vezont ?) gant bezhin, gant... gant rezin amañ, apeupre memes ment
[jɑ: prɛ vɛɲ gɑ̃n ’bi:ʒin prɛ vɛɲ gɑ̃n ’bi:ʒin gɑ̃n gɑ̃n ’re:zin ’ɑ̃mɑ̃ apə’prɛ ’moməz mɛn]
oui, à peu près de la même taille que les algues, à peu près comme les algues, comme... comme le raisin ici, à peu près la même taille
??? E vezont / a-vent
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « bezhin » a vez graet deus ar goemon
['bi:ʒin ve gwɛd dəz 'gwɛmɔ̃n]
on dit « algue » pour le goémon
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar bezhin eo...
['bi:ʒin ɛ]
les algues c'est...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar bezhin
['bi:ʒin]
le goémon
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi