Klask
« blajenn »
Frazennoù kavet : 17
-
👂 🔗 ah, Porzh Rolland eo eu... aze zo eu... ur blajenn vihan hañ !
[a ˌpɔꝛzˈʁolɑ̃n ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha 'h aent... hag o labour a oa... e-kerzh an hañv 'h aent da gerc'hat dour 'ba eu... 'ba Feunteun ar Werc'hez zo o tisk... pa diskennez da... da blajenn ar Yeoded aze, hag e aoa ur feunteun, hag e-pad an deiz e vijent o-daou, e charreat dour evit an daou otel
[... - ... - ... - ... ˌfœntən a ˈwɛɹhɛs ... - ... - ... ə ˈjɛwdəd ... - ... - ... - ...]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If al Lae, ganet e 1936 e Ploulec'h, o chom e Lannuon (EHPAD), tud bet ganet e Lanvaeleg / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 Bet 'teus gwelet eu... ar pochoù 'na... 'na an Almanted aze 'ba... a lakeent evit an tankchoù 'ba an aod ? Machinoù... simant, gant... ha... hag a vije... tri evel-se, tri evel-se. Evel-se... evel-se. Ha goude e lakeent unan all da vont amañ, unan all da vont aze, hag unan all da vont aze. Ha... ha... ha gwiet eu... an organelloù houarn a oa 'ba ar pochoù, 'ba eu... gant... gant barrinier houarn. Gant an horzh. Hag evel-se ma voute ur char... ur char a... amerikan admettons, war ar blajenn, warnezhañ, e gouezhe en e sav ordinal, warnañ.
[...]
Tu as vu euh... les poteaux [tétraèdres] qu'avaient... que les Allemands avaient là dans... qu'ils mettaient pour les tanks sur la côte ? Des machins... en ciment, avec... et... et c'était... trois comme ça, trois comme ça. Comme ça... comme ça. Et après ils en mettaient un autre pour aller ici, un autre pour aller là, et un autre pour aller là. Et... et... et ils reliaient euh... les anneaux métalliques dans les poteaux, dans euh... avec... avec des tiges de fer. A la masse. Et comme ça si un char... un char a... américain admettons, sur la page, [arrivait] dessus, il tombait toujours debout, dessus.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Porzh Maeleg ? ya ! met eu... hennezh eo ar blajenn kwa ! an anv ar blajenn ya
[ˌpɔꝛzˈme̞ˑle̞k - ja - ... - ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand Koriou, ganet e 1946 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-05)
-
👂 🔗 da vont 'ba an Aod Vras, ar blajenn... lec'h emañ ar porzh eu... plaisance xxx ( ?)
[... ˌno̞ˑd ˈvɹɑˑs - ... - ... - ...]
Tredraezh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kiriou ya, Kirio an hini a vije lâret kwa ! hennezh eo ar blajenn ma kerez, stok e ar Montagn, ar Mo... kreiztre ar Montagn hag an Dourven kwa !
[ˈkiˑɾju ja - ˈkiˑɾjo ... - ... - ... - ... ˈmɔ̃ntaɲ - ... - ... ˈmɔ̃ntaɲ ag an ˈduɾvən kwa]
Tredraezh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Traou an Traezh ya, aze zo ur blajenn, aze out dindan ar Pont hañ !
[ˌtɹɔw ˈtɹe̞ˑz ja - ... - ... ˈpɔ̃n ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, Beg ar Sabl ya, Beg ar Sabl eu... aze zo... ur blajenn hag ur porzh, Beg ar Sabl goude, zo... 'mamp graet... e oa graet un hent da vont da... ha 'meump graet ur porzh kwa ma 'tez c'hoant kwa ! ha zo porzh bras Lanvaodez, porzh Beg ar Sabl
[ja - ˌbeg ˈsɑˑb ja - ˌbeg ˈsɑˑbl - ... - ... - ˌbeg ˈsɑˑb ... - ... - ... - ... - ... lɑ̃nˈvo̞ˑde - ˌpɔꝛz beg ˈsɑˑb]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha zo ur blajenn aze evel-se, ur blajenn bihan, ur blajenn ha... Beg Melar, aze e vez lâret Beg Melar
[... - ... - əː - ... - beg ˈmeˑlaꝛ - ... beg ˈmeˑlaꝛ]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'na graet plasennoù... da difenn ar c'hastell, ha 'na laket anezhe war an enez... Kastell ar yar, n'anavezez ket Kastell ar Yar ? Kastell ar Yar, pa arriez e Porzh Gion, e welez ur blajenn, e welez un enezenn bihan, tu-kleiz an enezenn bihan, hag a zo... bremañ n'eus ken nemet ur wezenn pe div eu... war... war an enezenn, met gwelet... gwelet e vez an enezenn pa arriez eu... e Porzh Gion
[... - ... - ˌkɑstəl ˈjɑˑꝛ - ... ˌkɑstəl ˈjɑˑꝛ - ˌkɑstəl ˈjɑˑꝛ - ... ˌpɔꝛz ˈgiˑɔ̃n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌpɔꝛz ˈgiˑɔ̃n]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kermagen, ah, ya ! met Kervajen zo ur blajenn aze, ya ! en aod, se a oa kostez an aod, Kervajen, ya 'vat !
[... - ... ke̞ꝛˈvɑˑʒən ... - ja - ... - ... - ke̞ꝛˈvɑˑʒən ...]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan o chom e Kerdrenken, me a deue d'ar blajenn du-hont
[... kɛꝛˈdɣɛkən - ...]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a lâr « ar blajenn » ha mat, ne glaskomp ket
[nim lɑ:r ’blɑ:ʒən a mɑ:t glas'kãm kət]
nous nous disons la plage et c'est bon [ça suffit], nous ne cherchons pas [plus loin]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me a rae foutr deus ar blajenn
[mɛ me rɛ fud dəz 'blɑ:ʒən]
mais moi je m'en foutais de la plage
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « un draezhenn » zo ur blajenn ivez, n'eo ket ?
[ən 'drɛ:zən zo ə 'blɑ:ʒən ije nɛ kət]
« une plage » c'est une plage aussi, n'est-ce pas ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. « an draezhenn », ya 2. 'h eo « plajenn » ? 1. ya, 'h eo « ar blajenn », « an draezhenn » eo
1. [ən ’drɛ:zən - ja] 2. [he̞ ’plɑ:ʒən] 1. [ja he̞ ’blɑ:ʒən - ən ’drɛ:zən e̞]
1. « la plage », oui 2. c'est la « plage » ? 1. oui, c'est « la plage », « la plage » que c'est
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 plajenn, ar blajenn
['plɑ:ʒən - 'blɑ:ʒən]
plage, la plage
Gant : Antwanet ar Bihan, ganet e 1953 e Bear, o chom e Pariz, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi