Klask
« c'hoarzhe »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 met sapristi ! un devezh e oa savet jeu etre hom breur ha neuze ma c'hoar ha me, hag e oa o c'halompat war-hom-lerc'h, met sapristi ! ur bern teil a oa, peogwir e vije ur bern teil 'ba ar porzh, ha ni a oa aet da c'hoari en-dro d'ar bern teil, hag e-kichen ar bern teil e oa un tamm toull, hag eñ a oa leun a purin, hag eñ evit... evit eu... evit esa tapet ac'hanomp, 'na troc'het berr, ha lampet just 'ba ar c'hreiz, oh ! me a lâr dit-te ! ni... ni a c'hoarzhe met eñ 'rae ket sell ! ha penaos e oa pa oa savet alese, e c'hallez krediñ ! ma doue ! purin-tout te ! ya, dour-hañvouez
[... - ... - ... - ... - na ˈtɾo̞həd ˈbɛꝛ - ... - ... - ... - ... - ˌduˑꝛ ˈhɑwe]
mais sapristi ! un jour une dispute avait éclaté entre notre frère et aussi ma sœur et moi, et il courait après nous, mais sapristi ! il y avait un tas de fumier, puisqu'il y avait un tas de fumier dans la cour, et nous étions allés jouer autour du tas de fumier, et à côté du tas de fumier il y avait un petit trou, et il était rempli de purin, et lui pour... pour euh... pour essayer de nous attraper, il avait coupé court, et sauté juste au milieu, oh ! moi je te dis ! nous... nous rigolions mais lui ne le faisait pas ! et comment il était quand il était sorti de là, tu peux me croire ! mon dieu ! du purin partout pardi ! oui, du purin
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mann nemet gwelet anezhe e c'hoarzhe an dud gante
[mɑ̃n mɛ 'gwɛ:lə nɛ: 'hwɛʁzɛ dyd gɑ̃tɛ]
rien qu'à les voir, ils faisaient rire les gens
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a c'hoarzhe, me 'ma plijadur gante
[me 'hwɛrzɛ me ma pli'ʒɑ:dyr gɑ̃ntɛ]
je riais, j'avais du plaisir avec eux
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a c'hoarzhe da vihannañ
[nim 'hwɛrzɛ də vi'ɑ̃nɑ̃]
au moins nour rigolions
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a c'hoarzhe gante
[nim 'hwɛrzɛ gɑ̃tɛ]
ils nous faisaient rire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 me a c'hoarzhe gante
[me 'hwɛrzɛ gɑ̃ntɛ]
ils me faisaient rire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi