Klask
« c'hoaven »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 ah, ya met a-hont... goude e lake al laezh evel-se, ha goude e denne ar c'hoaven diwar al laezh, d'ober ur g... d'ober ur gwastell
[əˈgwaste̞l]
ah, oui mais là-bas... après elle mettait le lait comme ça, et après elle enlevait la crème du lait, pour faire un g... pour faire un gâteau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Hag al laezh ekremet ma kerez ne dalveze ket kalz tra quoi. Anfin, ne dalveze ket kalz tra, bepred a-wezhioù e vije graet semoule ha traoù evel se gantañ, met... ne oa ket kenkoulz ha laezh komplet, se zo fasil, peogwir e oa deut al laezh... e oa deut ar c'hoaven er-maez quoi a-benn neuze.
[a ’le̞ːz e’kʁɛmət ma’keəs ’daːle kə kals ’tʁaː kwa – ãfin ’daːle kə kals ’tʁaː – ’bɔpət ’we̞ːʒo viʒe ’gwɛt sø’mul a tʁɛw vəse ’gãntã mɛt – wa kə ’ke̞nkuls a le̞ːs’kõplɛt – ze zo ’vasil – pə’gyːʁ wa døt ’le̞ːs – wa døt ’hwavən ’mɛːs kwa bɛn ’nœhe]
Et le lait écrémé ne valait pas grand-chose. Enfin, il ne valait pas grand-chose, parfois on en faisait de la semoule et des choses comme ça, mais... il n'était pas aussi bon que le lait entier, c'est évident, puisque le lait... la crème en était sortie.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ar c'hoaven, heñ a vije laket ma kerez e-barzh ar pod, ha heñ a vije laosket eno ur pennad ha heñ ac'h arrue da vezañ tev, anezhañ e-unan. Ya. Eñ a devae quoi ma kerez
[’hwaːvən – hẽ viʒe ’lakət ma’keəs bah ’puːt – a hẽ viʒe ’lɔskəd ’eno ’pɛnət a hẽ ’haje de ’veã ’te̝w ’neã i’hun – ja – hẽ de’waːe kwa ma’keəs]
La crème, on la mettait dans le pot et on la laissait là un moment, et elle devenait épaisse toute seule. Oui. Elle s'épaississait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 gant ar c'hoaven e veze graet amann
[gɑ̃n 'hwɑ:vən viʒe gwɛd ɑ'mɑ̃n]
on faisait le beurre avec la crème
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lemel ar c'hoaven diwar al laezh
[’le̞mɛl ’hwɑ:vən diwar le̞:s]
enlever la crème du lait [écrémer]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. deus ar c'hoaven e vije lâret, un tamm koaven... e vije ur gramenn war... war al laezh ivez pa vije... 2. pa vez un tamm mat koaven war al laezh ivez
1. [dəs ˈhwɑːvən viʒe lɑːt - tɑ̃m ˈkwɑːvən - viʒe ˈgɹɑ̃mən waɹ - waɹ ˈle̞ːz ie pe viʒe] 2. [pe ve tɑ̃mˌmɑt ˈkwɑːvən waɹ ˈle̞ːz ie]
1. au sujet de la crème on disait ça aussi, un peu de crème... il y avait une pellicule sur... sur le lait aussi quand il y avait... 2. quand il y a beaucoup de crème sur le lait aussi
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
🔗 diskoaven, tennañ ar c'hoaven diwar-benn
[di’skwɑ:vən ’tɛnɑ̃ ’hwɑ:vən diwarbɛn]
écrémer, enlever la crème du dessus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ar c'hoaven a vije graet deus la crème.
Hoaven vijé gwèt deus la crême.
On appelait la crème ar c'hoaven.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa vije yen an amzer, neuze, neuze, sevel a vije lavaret, met n'eo ket sevel a rae avat met... ma kerez, tevaat quoi, ar c'hoaven.
Pa vijé yén ’n amzer, neuhé, neuhé, sével vijé laat, mè n’è ke sével rê hat, mèt... ma kées, téwaat quoi, hoaven.
Quand il faisait froid... On appelait ça « lever », mais ce n'est pas se lever qu'elle faisait, mais... épaissir, si tu veux, la crème...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ar c'hoaven eo an hini a ra an druz e-barzh, un tamm. Ya.
C'hoaven è 'n ni ra 'n dru bars, tamm. Ya.
C'est la crème qui fait qu'il est gras, un peu. Oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal