Klask
« chomen »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 pa 'h aen d'an Enez Maodez, pa chomen... pa chomen du-hont, ur sizhunvezh pe evel-se, 'h aen da gentañ... 'h aen... 'h aen ar mare a-raok, da Borzh ar Chadenn aze, gant... gant... gant ur sac'h, da dibab eu... brini... brinig, brinig machin evel-se, hag e digogen anezhe, 'ba an Enez Maodez war... war an daol, ha goude war... war ham... hamesonioù... bras evel-se, gant... gant... ur machin da dont en-dro war-benn aze, goût a ouzout, lec'h e lakeez da... da... da linenn, e lakeen teir brinigenn evel-se war an hameçon, ha out sur 'tije silioù... an deiz war-lerc'h, war da hameç... war da li... war da linenn, war da linenn hañ !
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - bɔꝛˈʃɑˑdən - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde] Pleuvihan
quand j'allais à an Enez Maodez, quand je restais... quand je restais là-bas, une semaine et quelque, j'allais au début... j'allais... j'allais à la marée d'avant, à Porzh ar Chadenn là, avec... avec... avec un sac, pour ramasser euh... des berni... des berniques, des berniques machins comme ça, et je les défaisais, à an Enez Maodez sur... sur la table, et après sur... sur des ham... hameçons... grands comme ça, avec... avec... un machin pour revenir en haut comme ça, tu sais, là où tu mets ta... ta... ta ligne, je mettais trois berniques comme ça sur l'hameçon, et tu sûr que tu avais des congres... le lendemain, sur ton hameç... sur ta li... sur ta ligne, sur ta ligne hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 pa oan yaouank, e vije stad din-me o vont du-hont, hag e chomen da gousket, e dremenen un nozvezh
[pa wɑ̃n ˈjo̞wɑ̃ŋg - viʒe ˈstɑːd ˌdĩme ˈfɔ̃n ˈdyːɔ̃n - a ˈʃo̞me̞n də ˈguskət - dʁeˈmeːne̞n ˈnɔ̃ːzəs]
quand j'étais jeune, j'étais contente d'aller là-bas [chez eux], et je restais dormir, je passais une nuit
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oan aet d'ar skol, e oa stardet ma brec'h din, gant eu... ur wask, une pince à linge quoi, dre an avani eu... e oan eu... kleñchard, e oan kleñchard, ha goude, feiz, en em welet a ran c'hoazh war ma... skabell bihan eno, ar bank vihan, ne greden ket sevel da vont da... eu... rekreasion, hag e ren... hag e chomen eno, abaf evel-just
[pe wɑ̃n ˌɛt tə ˈskoːl - wa ˈstɑꝛdə mə ˈbɣex ˌtĩ - gɑ̃n ə - ə ˈwɑsk - ... - aˌvɑ̃j ə wɑ̃n ə - ˈklẽʃaꝛt - wɑ̃n ˈklẽʃaꝛt - a ˈguːde - ˈfeˑ - nɔ̃n ˈwe̞ˑl ə ꝛɑ̃ ˌhwɑz waꝛ mə - ˌskɑˑbəl ˈbiˑən ˌeˑno - ˌbɑ̃ŋˤ ˈviˑən - nə gɣeˈde̞ŋ kə ˈzewəl də ˌvɔ̃n tə - ə - ɣekɣeaˈsiˑɔ̃n - a ɣɛŋ - a ˈʃo̞me̞n ˈeˑno - ˈɑːbov vɛlˌʒyst]
quand j'étais allée à l'école, on m'avait serré le bras, avec euh... une pince, une pince à linge quoi, puisque euh... j'étais euh... gauchère, j'étais gauchère, et après, ma foi, je me vois encore sur mon... petit tabouret là, le petit banc, je n'osais pas me lever pour aller... euh... en récréation, et je dev... et je restais là, timide bien sûr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Deniz Petibon, ganet e 1933 e Planiel, o chom e Pleuzal, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuzal / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o ! If a rae trouz din hañ, pa chomen da c'hoari tamm bihan gant vugale, « da betra chom a rez da c'hoari gant ar vugale ? kement a labour evel zo d'ober ! »
[ɔ - i:f ʁɛ tru:s tĩ ɑ̃ - pa 'ʃo̞mɛn də hwɑj tɑ̃m 'bi:ən gɑ̃n vy'gɑ:le - də bʁɑ ʒo̞m ə ʁe̞z da hwɑj gɑ̃n vy'gɑ:le - 'kemən 'lɑ:buʁ wɛl zo do̞:ʁ]
oh ! Yves m'engueulait, quand je restais jouer un peu avec les enfants, « pourquoi tu restes jouer avec les enfants ? il y a tant de travail à faire ! »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me ne chomen ket da sellet deus ar reoù all o vasonat pa veze d'ober darbar dezhe ha tremen mein dezhe, ha fidedoue tout ar pezh a veze d'ober a-hent-all kwa, met met ne veze ket sellet dioute
[me 'ʒomɛŋ kət tə zɛl dəz rew ɑl va'sɔ̃:nət pe viʒe do:r 'dɑrbə dɛ: a 'tremɛn mɛɲ dɛ: a fidə'due tut pez viʒe do:r hɛn'dɑl kwa mɛd viʒe kə viʒe kə 'sɛlɛt tjɔ̃tɛ]
moi je ne restais pas à regarder les autres en train de maçonner, quand il fallait les approvisionner et leur passer des pierres, et nom de dieu, tout ce qu'il fallait faire autrement quoi, mais on ne les regardait pas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an dro all ac'hanta eu... bremañ zo daou vloaz 'ma graet c'hoazh ivez, « mais vous avez eu la grippe ! » 'na lâr... e oan aet goude, da welet anezhañ peogwir e chomen skuizh skuizh
[ənˌdʁo'ɑl ˌhɑ̃nta ə - 'bœmɑ̃ zo 'do̞wla ma gwe̞d hwaz 'ie - ... na lɑ:ʁ wɑ̃n ɛd 'gu:de də 'we̞:l 'neɑ̃ pə'gu:ʁ 'ʃo̞mɛn skwi:s skwi:s]
une autre fois eh bien euh... ça fait deux ans j'en avais fait encore aussi, « mais vous avez eu la grippe ! » qu'il m'avait di... j'étais allée le voir après parce que je restais très fatiguée
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne chomen ket em sav ken
['ʃomɛn kə mə zɑ: ken]
je ne tenais plus debout
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi