Klask
« distouvet »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 Ha... ha 'na ur marc'h ! E oa ur marc'h e-barzh. Ha d'ar c'houlz-se e vije graet, peogwir e oamp o komz deus chistr, e vije graet kalz a chistr. Ha 'oa ket gwin d'ar c'houlz-se kalz ivez hañ ! Ma arrie unan bennaket e vije distouvet ur voutailhad chistr. Ha Soaig a oa o terc'hen menaj 'ba... neuze 'na materiel da dornañ. Ur vapeur 'na d'ar c'houlz-se.
[a na ə ˈmɑꝛx - wa ˈmɑꝛχ baꝛs - ... - ... - ... - ... - ...]
Et... et il avait un étalon ! Il y avait un étalon. Et à cette époque-là on faisait, puisque nous parlions de cidre, on faisait du cidre. Et il n'y avait pas beaucoup de vin à cette époque-là non plus hein ! Si quelqu'un arrivait on débouchait une bouteille de cidre. Et Soaig tenait la ferme... il avait aussi du matériel pour le battage. Il avait une batteuse à cette époque.
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze zo ar piteoz, ar piteoz ya, ha hennezh... ti Joseph du-hont 'ba Plouilio du-hont e oa... oh, un tamm bennak, e oa ur piteoz, ha Joseph a lake tammoù bara ha traoù... « ha stouvet 'meus an toull ! a lâre emezon-me », hag eu... a-benn tri devezh 'na... 'na distouvet an toull adarre, met eñ a oa ur piteoz hag e deue... e derc'h d'ober va-et-vient, dindan an douar, dont-ha... ya ! dont-ha-mont !
[ˌnœhe zo ˈpitɛws - ˈpitɛwz ja - a ˈhẽˑz - ti ... ˈdyˑɔ̃n ma ma pluˈiju ˈdyˑɔ̃n ə wa - o ˌdɑ̃ məˈnɑˑk - wa ˈpitɛws - a ... ˈlɑke̞ ˌtɑ̃mo ˈbɑˑɣa a ˈtɣɛw - a ˈstuˑvɛ møs ˈtul ˈlɑˑɣe̞ ˌmɔ̃me̞ - ag ə ˌbe̞n tɣi ˈdewəz na - na diˈstuˑvə ˈntul ˌdɑɣe - mɛ ˈhẽ wa ˈpitɛws a de̞ - dɛh ˈdo̞ˑꝛ ... - diˌnɑ̃ˑn ˈduˑaꝛ - ˌdɔ̃na - ja - ˌdɔ̃naˈmɔ̃n]
alors il y a le putois, le putois oui, et ça... chez Joseph là-bas à Plouilio là-bas il y avait... oh, il y a quelque temps, il y avait un putois, et Joseph mettait des morceaux de pain et tout... « et j'ai bouché le trou ! qu'il disait », et euh... après trois jours il avait... il avait débouché le trou de nouveau, mais ça c'était un putois et il venait... il continue de faire des va-et-vients, sous la terre, va-et... oui ! va-et-vient !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo o tebriñ koñfitur pechez an deizioù-mañ, herie beure 'meus distouvet unan
[ˈme zo ˈtiːbĩ kɔ̃ˌfytyɹ ˈpeʃəs ˈdejo mɑ̃ - ˌhɛje ˈbœːɹe møz diˈstuːvəd ˈyˑn]
moi je mange de la confiture de pêche ces jours-ci, ce matin j'en ai débouché un
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale, pehini eo ar gwellañ dit ? goude, evel gwin... ne vefont ket distouvet o-div, geo ?
['ɑ:le 'pi:ni he̞ 'gwɛlɑ̃ dit 'gu:de wɛl gwi:n vɔ̃ɲ kə di'stu:vəd o'diw ge̞w]
allez, laquelle tu préfères ? après, comme vin... on ne va pas les déboucher toutes les deux, si ?
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 distouvet
[di'stu:vət]
débouchée [bouteille ouverte]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket bet distouvet gwezh ebet
[wa kə be di'stu:vəd gwe:ʒ e'bet]
elle n'avait jamais été ouverte, débouchée
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi