Klask
« divontañ »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 ah ya, ma grog 'ba hennezh ha darc'hañ anezhañ en traoñ ec'h a da divontañ 'vat
[ma grɔg bah nẽ:s a ’dɑʁhɑ̃ neɑ̃ ntʁo̞w ha di ’vɔ̃ntɑ̃ ha]
ah oui, s'il attrape celui-là et le jette par terre il va le démonter [jouet]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ a oa kat da divontañ an horloj din diouzhtu
[hẽ̞: wa kɑt di'vɔ̃ntɑ̃ 'nɔrlɔʒ dĩn dy'sty]
il était capable de me démonter l'horloge tout de suite
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa lakeont o euh... o penn... penn a-raok a-drek... a-drek... lakat anezhañ eeun ha neuze adeeuniñ anezhañ a reont hañ, divontañ a reont anezhañ, lakat war-o-lerc'h a-wechoù
[pa 'lɑkɛɲ o ə o pɛn pɛnə'rog drek drek 'lɑkə neɑ̃ 'ɛwn a nœhe ha'dɛwnĩ neɑ̃ rɛɲ ɑ̃ di'vɔ̃tɑ̃ rɛɲ neɑ̃ 'lɑkə war o lɛrh 'we:ʒo]
quand ils mettent leur euh... leur... dev... leur devant derrière [barres de coupe]... le mettre droit et alors ils le redressent hein, ils le démontent, parfois le mettent à l'arrière [en remorque]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 deskiñ montañ ha divontañ anezhe memes
['diski 'mõntɑ̃ a di'vɔ̃ntɑ̃ nɛ: 'moməs]
même apprendre à les monter et les démonter
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi