Klask
« divontet »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 Ha ni a oa bet gant kezeg-tred, ha 'mamp divontet eu... ar machinoù alman-se, a-greiz an noz. Hag e oa... e oa leun hed-ha-hed, hed-ha-hed... Krec'h ar C'hoader aze. Un... unan bep... bep... bep pevar bemp metr. Lec'h e oa kap un tank da dremen, gwelet a rez ?
[kxeˈhwɑˑdəʴ]
Et nous avions été avec des chevaux de trait, et nous avions démonté euh... ces machin allemands-là, au milieu de la nuit. Et il y en avait... il y en avait plein tout du long, tout du long... à Krec'h ar C'hoader là. Un... un tous les... tous les... tous les quatre cinq mètres. Là où un char était capable de passer, tu vois ?
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 unan a oa, unan... 'ba ar Gerized e oa unan, a-raok, eo bet divontet
[... - ... ge̞ˈɹiːzəd ... - ... - ...]
Koadaskorn
Gant : Jañ ar Brigand, ganet e 1939 e Bear, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Treglañviz / Plouizi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa deut ar jañdarmed, fidedoue ! 'nant furchet un tamm bihan muioc'h, hag e oa divontet ar velo ha laket anezhi dindan ur vatelasenn
[pe wa ˌdœ ʒɑ̃ˈdɑɹmət - ˌfidəˈduˑe nɑ̃ɲ ˈfyɹʃət tɑ̃m ˈbiˑən ˈmyˑɔx - a wa diˈvɔ̃tə ˈveːlo a ˈlɑkə ˈne̞j diˌnɑ̃ˑn vatˈlɑsən]
quand les gendarmes étaient venus, bon sang ! ils avaient cherché un petit peu plus, et le vélo était démonté et mis sous un matelas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e vije divontet an timon
[a 'nœ:he viʃe di'vɔ̃ntəd ən 'timɔ̃n]
et alors on démontait le timon [de la lieuse]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'mamp divontet anezhe peogwir me a vez tud o c'houlenn traoù kozh evel-se ganin
[a mɑm di’vɔ̃tə nɛ: py’gy:ʁ me ve tyt hu:l tʁɛw ko:z visɛ gə’nĩ]
et nous les avions démontés puisqu'il y a des gens qui me demandent des vieilles choses comme ça
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oant ket chomet pell hañ parce que... divontet e oa o barakennoù, me n'onn ket pelec'h e oant bet aet
[wɑ̃ɲ cə ’ʃomə pɛl ɑ̃ pɑskœ di’vɔ̃tə wa o ˌbara’keno me nɔ̃ kə ple̞ wɑ̃ɲ bed ɛt]
ils n'étaient pas restés longtemps hein parce que... leurs baraques avaient été démontées, je ne sais pas où ils étaient allés
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi