Klask
« droc'hez »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 peogwir... eu... eo sañset dichaosañ anezhe zo... goût a ouzout ? goût a ouzout ? evit plantañ ? sell ! lakeomp eu... 'tez c'hoant... 'tez c'hoant d'ober... d'ober ur blantenn, ma dr... ma droc'hez anezhi gant ar gontell, ne grogo ket, ne grogo ket, e renkez dichaosañ anezhi evel-se aze, dichaosañ anezhi, gwelet a rez, dichaosañ, ha tennañ ar brankoù sec'h a vez, ha plantañ anezhi betek an hanter aze, apeupre, ya !
[...]
parce que... euh... c'est arracher qu'il faut faite en principe... tu le sais ? tu le sais ? pour planter ? regarde ! admettons euh... tu veux... tu veux faire... fait un plant, si tu cou... si tu le coupes avec un couteau, il ne prendra pas, il ne prendra pas, tu dois l'arracher comme ça là, l'arracher, tu vois, arracher, et retirer les branches sèches qu'il y a, et les planter jusqu'à la moitié là, à peu près, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Kerjakob zo... just en ur arriet e beg ar c'hra pa... pa 'h ez... e-plas tapet an hent da vont d'an noblañs aze peogwir e droc'hez aze
[kɛɹˈʒɑkɔp so - ˌʒys bah - nɔ̃n ˌɑjə bah ˌbeg ˈhɹɑˑ pe - pe hes - ˌplɑs ˈtɑpə ˈnɛn də ˌvɔ̃n də ˈnoːblɑ̃z ˌɑhe pyˌgyˑɹ ˌdɾo̞he̞z ˌɑhe]
Kerjakob est... juste en arrivant en haut de la côte quand... quand tu vas... à la place de prendre la route pour aller au château là parce que tu coupes là
Beurleudi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen un tamm rost pa droc'hez anezhañ n'eus ket kalz elvaj e-barzh, n'eus ket nemet ar c'hoteletennoù ha... oh ! geo, 'ba... 'ba ar chaousis ivez, aze... aze e vez malet (?) kre... krec'hen (?) ivez
[’kiʃən tɑ̃m ɾɔst pa ’dɾohɛz neɑ̃ nøs kə kalz ’ɛwleʒ bɑrs nøs kə mɛ ˌhɔtəle’teno a o gɛw ma ma ’ʃɔwsiz ije ’ɑe ’ɑe ve ’vɑ:lə krɛ ’krɛhɛn ije]
alors qu'un morceau de rôti, quand tu le coupes, il n'y a pas beaucoup de nerfs dedans, il n'y a que les côtelettes et... oh si, dans... dans les saucisses aussi, là... là on broie (?) les pe... les peaux (?)
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koulskoude n'eo ket diaes da euh... troc'hañ anezhe met ret eo dit euh... dirañsañ (?) anezhe, aze ma ne droc'hez ket nemet a-rez ar wezenn 'teus ezhomm da dennañ anezhi gant an trañch peotramant n'a ket deus an douar, ha neuze 'tez peoc'h, neuze an iliavenn ne sava ket war ar wezenn
[kus’ku:de nɛ kə ’diɛs tə ə: ’trohə nɛ: mɛ rɛd ɛ did ə di’rɑsə nɛ: ’ɑe ma ’drohɛs kə mɛ ə rɛz ’weən tøz e:m da dɛn nɛj gɑ̃n ən tɾɛ̃jʃ pe’tɑ̃mɑ̃n nɑ kəd dez ən ’duar a ’nœe te pœh ’nœhe ni’ʎɛwən ’zɑ:va kəd war ’werən]
pourtant ce n'est pas difficile de euh... les couper mais tu dois euh... les arracher (?), là si tu ne fais que les couper au ras du sol, il te faut les arracher avec la houe ou sinon elle ne part pas de la terre, et alors tu as la paix, alors le lierre ne monte pas sur l'arbre
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi