Klask
« ebeulez »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 hag e oa bet un eal bihan ! ya, hag an eal bihan, gwelet a rit, a oa... un ebeulez vihan, met... e-plas eu... pa oa ket trakteur ebet, da vont da c'hoari, 'h aemp da c'hoari gant an eal bihan kwa !
[... ˌneˑal ˈbiˑən]
et il y avait eu un petit poulain ! oui, et le petit poulain, voyez-vous, était... une petite pouliche, mais... à la place euh... puisqu'il n'y avait pas de tracteur, pour aller travailler, nous allions jouer avec le petit poulain quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Pleuvihan (EHPAD).
dilojet da 6 vloaz da Bleuveur lec'h 'neus tremenet lodenn vrasañ e vuhezDastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! an hini gozh a oa un ebeulez ivez, oh paotr kaezh ! ar re-se a oa kañfarded
[ho n:i’go:z wa nœ’bœ:ləz ie o pot’kɛ:s ʁee wa kɑ̃’fɑʁdət]
oh ! la vieille était une drôlesse aussi oh ! mon gars, ceux-là c'étaient des loustics
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ebeulez
noeboeleus
[nœbœləs]
pouliche
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag ur wech, ne oa ket graet a hent, hag e oa... un ebeulez yaouank a oa, ne oa ket bet staget, ar bloaz kentañ dezhi da vezañ staget hag e oa... e oa laket en tu-diavaez justamant, ha peogwir ma mamm d'ar c'houlz-se a oa addimezet, 'na lâret ma lez-tad din « te a derc'ho mat da Cibelle, eh oc'h ober tro diavaez evel-se e chomo », ya met pa... pa raes an tro diavaez 'ta drez ha traoù hag un tamm a bep sort, ha 'ta ket botchoù, ha 'ma graet an tro diavaez
[a weʃ wa kə gwɛ hɛn a wa nœ’bœ:ləz ’jɔwɑ̃ŋg wa wa kə be ’stɑ:gəd ə blɑ: ’kentɑ̃ wa dɛj də ’veɑ̃ ’stɑ:gət a wa wa ’lɑkət ty dia’ve̞:z ʒys’tɑ̃mɑ̃n a py’gy:r mə vɑ̃m də ’hul:se wa ˌhad:i’me̞:ɛt na lɑ:t mə ’lestɑd dĩ te ’dɛrχo mɑt tə si’bɛl ɛ o tro dia’ve̞:z vi’sɛ ’ʃomo ja mɛ pa pa rɛs tro dia’ve̞:s ta dre:z a trɛw a tɑ̃m bop’sɔrt a ta kə ’bɔtʃo a ma gwɛ ntro dia’ve̞:s]
et une fois, on n'avait pas fait de chemin, et il y avait... une jeune pouliche, elle n'avait pas été attachée, c'était la première année qu'elle était attachée, on l'avait à droite justement, et puisque ma mère s'était remariée à cette époque, mon beau-père m'avait dit « tu tiendras bien Cibelle, en faisant le tour côté droit elle restera », oui mais quend... quand tu faisais le tour par la droite tu avais des ronces et des choses et toutes sortes de choses et tu n'avais pas de bottes, et j'avais fait le tour à droite
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma veze un ebeulez e veze... e deue ordin un tamm bihan a-raok, hag ur marc'h bihan a vez pelloc'h un tamm
[ma viʒe nœ’bœ:ləz viʒe dɛ ɔr’di:n tɑ̃m ’biən rok a mɑrh ’biən ve ’pɛlɔh tɑ̃m]
si c'était une pouliche... elle venait tout le temps un petit peu avant, et le poulain un peu plus longtemps
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un ebeulez eo
[nœ'bœ:ləz ɛ]
c'est une pouliche
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ a oa un ebeulez 'vat paotr
[hɔ̃: wa nə'bœ:ləs ha pot]
c'était une femme spéciale [fofolle] mon gars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi