Klask
« faoutet »
Frazennoù kavet : 6
-
🔗 Faoutet eo.
Fowteut è.
[fowtət ɛ]
C'est fendu.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ha pa oa aet ar mor en traoñ, e oant aet da welet pelec'h 'ma splujet. « Oh ! » Keit-se... 'oan ket ugent santimetr duzh ar garreg. Ma... ma 'mije splujet un tamm bihan pelloc'h, 'mije faoutet ma benn war ar garreg. Ha 'ma splujet re sonn. Kle a rajen bezañ splujet eu... muioc'h... muioc'h a-blaen, gwelet a rez ?
[...]
Et quand la mer avait baissé, j'étais allé voir où j'avais plongé. « Oh ! » A cette distance... j'étais à à peine vingt centimètres d'un rocher. Si... si j'avais plongé un petit peu plus loin, je me serais fendu la tête sur le rocher. Et j'avais plongé trop verticalement. J'aurais dû avoir plongé euh... plus... plus à l'horizontale, tu vois ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 me 'meus faoutet koad
[me møs 'fɔwtə kwɑt]
moi j'ai fendu du bois
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ya peogwir 'ma faoutet ur wezenn
[ja py ma 'fɑwtə 'weən]
oui puisque j'avais fendu un arbre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war-droad evel-just, botoù-koad ha tout, kelc'hiet gant euh... un orjalenn aze hag... pa veze an nen o c'hoari fout gant ur volotenn mous aze kwa hein, ar botoioù-koad ac'h ae d'an aer hag e vezent faoutet
[waʁ’dwɑ:d wɛl’ʒyst ˌbo̞to’kwɑd a tut ’klɛjɛd gɑ̃n ə nɔr’ʒɑ:lən ’ɑhe ag pe viʒe ne:n hwɑj fut gɑ̃n vo̞’lo̞tən mus ’ɑhe kwa ɛ̃ ˌbo̞to̞jo’kwɑt hɛ də nɛ:ʁ a’liɛs ag ə viʒeɲ fo̞wtət]
à pied bien sûr, en sabot et tout, entourer par euh... un fil de fer là et... quand on jouait au foot avec une balle en mousse là quoi hein, les sabots allaient en l'air et ils étaient fendus
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 pa 'tez faoutet pennoù da vizied aze
[pe te 'fowtət 'pɛno də vi'ziəd 'ɑhɛ]
quand tu as les bouts des doigts fendus [par le froid]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi