Klask
« flu »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 pa... pa vije fachet ma vamm, « te 'h a da gaout bremañ-souden war da revr sell ! » evel-se e vije lâret hañ, « te 'h a da gaout bremañ-souden war da revr sell ! », met ni a haste buan, krapat ur wezenn, « deus war-lerc'h 'ta ! » a vije lâret d'an hini gozh c'hoazh, hañ ?! hañ ?! c'hoazh e vez lâret ! hag on... on bet betek tremen... tremen un eur en em c'hoaze war ur bod koad, da... kuit dimp da dont en traoñ, peotramant 'mijemp flu te ! allez pan ! met an hini gozh a vije o c'hortoz en traoñ, oh ! hoñ 'loupe ket he zaol ivez hañ !
[pe - pe ˌviʒe ˌvɑʃə mə ˈvɑ̃m - ˈte ha da ˌgɑˑd bɔ̃mˌzɔ̃m waɹ də ˈɹɛːɹ sɛl - viˌse̞ viʒe ˌlɑˑd ɑ̃ - ˌte ha da ˌgɑˑd bəˌzɔ̃m waɹ də ˈɹɛːɹ sɛl - mɛ nim ˌhɑste ˈbyˑən - ˈkɹɑpad ə ˈweˑən - dø waɹˈlɛɹx ta ˌviʒe ˈlɑˑɹ tə ˌnˑi ˈgoːs ˌhwɑs - ɑ̃ - ɑ̃ - ˌhwɑz ve ˈlɑˑt - a hɔ̃ hɔ̃ ˌbet ˈbekət ˈtɹeme̞n ˈtɹeme̞n ˈnœːɹ mɔ̃m ˈhwɑːze waɹ ˌbuˑt ˈkwɑt - də - ˌkwit tim də ˌdɔ̃n ˈtɹo̞w - peˈtɑ̃mɑ̃n ˌmiʒɛm ˈflyˑ te - ˌɑle ˈpɑ̃ - mɛ ˌnˑi ˈgoːz viʒe ˈhɔto̞s ˈtɹo̞w - ˈoː - ˌhɔ̃ luˌpe kəd i ˈzoːl ˌiˑe ɑ̃]
quand... quand ma mère était fâchée, « toi tu vas prendre tout à l'heure sur le derrière tiens ! » c'est comme ça qu'on disait hein, « toi tu vas prendre tout à l'heure sur le derrière tiens ! », mais nous nous dépêchions, de grimper dans un arbre, « viens nous attraper donc ! » qu'on disait à la vieille encore, hein ?! hein ?! qu'on disait encore ! et j'ai... j'ai été jusqu'à passer... passer une heure assise sur une branche de bois, pour... pour ne pas descendre en bas, ou sinon j'aurais eu une raclée tiens ! allez pan ! mais la vieille attendait en bas, oh ! elle ne ratait pas son coup non plus hein !
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 diwall peotramant ec'h ez da gaout flu ganin !
['diwal pə'tɑ̃mɑ̃n hɛz də gɑ:d fly: gə'nĩ]
attention sinon tu va te prendre une rouste avec moi [à un enfant] !
Gant : Rene ar Sec'h, o chom e Bear, marvet e 2019.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad hag ar re-mañ 'na graet brezel hag e oant kat c'hoazh da... reiñ flu dezhe
[mə dɑ:d a ʁemɑ̃ na gwɛd 'bʁe:zəl a wɑ̃ɲ kɑt hwɑs tə ʁɛɲ fly: dɛ:]
mon père et ceux-ci avaient fait la guerre et ils étaient capables encore de... leur mettre une raclée
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet eo flummet kwa, bet 'neus ur flu
[bed ɛ 'flymət kwa bed nøz ə fly:]
il a été rossé, il a eu une raclée
Vallée 2014 p.228 « fluman unan bennag = pilat anean […] Roet ‘n euz eur fluman (ou eur flu) da Bipi = il a donné une roulée à Pierre »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 flu, bet 'neus ur flu a veze lâret kwa, pa 'nije bet ur pred
[fly: bed nøz fly: viʒe lɑ:r kwa pe niʒe bed ə pret]
une raclée, il a pris une raclée qu'on disait quoi, quand on avait eu une tournée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi