Klask
« fourbilhet »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 a-benn eizhtez goude e oa kouezhet war e eu... gostez, torret e skoaz, ha eñ a oa xxx ( ?), eñ a oa fourbilhet ken e oa
[be̞n ˈɛjste ˈguːde wa ˌkweˑd waɹ i ə - ˈgɔste - ˈtɔɹəd i ˈskwɑˑ - a ˌhẽ wa ? - ˌhẽ wa fuɹˈbijət ken ə wa]
huit jours après il était tombé sur son euh... côté, il s'est cassé l'épaule, et il était xxx ( ?), il était complètement paniqué
Gant : Jermen Gwerniou, o chom e Louergad (Sant Eler).
Dastumer : Tangi
-
🔗 fourbilhet on o klevet kement-se a dud en-dro din
[fuʁ'bijəd ɔ̃ 'klɛwət ke'mese dyd ndʁo dĩ]
je suis étourdie d'entendre autant de gens autour de moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 xxx (?) fourbilhet amañ, gwelet kement-se a dud
[fuʁ'biʎəd 'ɑ̃mɑ̃ 'gwɛ:lət kemese dyt]
xxx (?) impressionnée ici, de voir tant que ça de monde
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi