Klask
« gari »
Frazennoù kavet : 17
-
👂 🔗 Eñ oc'h arriout er porzh mor aze. Oh ! Dour, kalz a dour... hag e oa ur pesketaer aze, o tresiñ e fileioù a-raok mont da besketa. « Oh ! Gallet 'mije-me kaout ur bannac'h dour mor ? » « Oh, ya ! Ar pezh a gari 'vat ! Me 'h a da sikour ac'hanout da... da gargañ anezhi kwa ! »
[...]
Il arriva au port. Oh ! De l'eau, beaucoup d'eau... et il y avait un pêcheur là, qui réparait ses filets avant d'aller pêcher. « Oh ! Aurais-je pu avoir un peu d'eau ? » « Oh, oui ! Tout ce que tu voudras ! Je vais t'aider... à la charger quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 ar pezh a gari
péz garé
[pez gaʁe]
ce que tu veux
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ar pezh a gari 'to.
Péz garé to.
[pez gaʁe to]
Tu auras ce que tu veux.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Pa gari e deui da welet ac'hanon.
Pa gari di de wéleut dan.
[pa gaʁi di də welət dã]
Quand tu aura envie de venir me voir.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Deus pa gari.
Deus pa gari.
[døs pa gaʁi]
Viens quand tu voudras.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Marie a oa o c'houll ganit, portrejoù ha traoù, deus an amzer gozh, « hag e rin... », « nann, nann ! sell dionte amañ ar pezh a gari, met ne gasi ket anezhe ganit », daon ! goude 'deuont ket en-dro !
[pɔɹˈtxeˑʒo]
Marie te demandait, des photos et tout, de l'ancien temps, « et je ferai... », « non, non ! regarde-les autant que tu veux ici, mais tu ne les emporteras pas », dame ! après ils ne reviennent pas !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 mann normal ebet, gwelet a rez ? ha na deue ket er-maez, 'na an droed da gaout pikadennoù na mann ebet, 'na droed da gousket, kriz-ha-kriz eo se, me 'meus bet d'ober, hag If 'na lâret din eu... a-raok... a-raok mervel-se 'na lâret din, « grez evel e gari Anne, emezañ, evel e vi kap, 'to ket bet chañs ganimp hom-daou, emezañ, met un dra a lâran... a lâran dit emezañ : mir anezhañ, 'kasez ket hennezh neblec'h ebet emezañ »
[mɑ̃n nɔɹˈmɑl bet - ˌgwe̞s - a na ˌde kə ˈme̞ːs - na ˈdwɛt tə ˌgɑˑt picaˈdeno na ˈmɑ̃n bet - na ˈdwɛt tə ˈguskət - ˌkɾiaˈkɾiˑ e̞ ˌse - ˌme møz ˌbe ˈdo̞ˑɹ - a ˈiːv na ˌlɑɹt ˈtĩ ə - ˌɹo̞ˑg ˌɹo̞ˑg ˈmeɹwəl ze na ˌlɑɹt ˈtĩ - ˈgwe̞z we̞l ˈgɑːɾi ˈɑn ˌmeˑɑ̃ - we̞l vi ˌkɑp - ˌto kə ˌbe ˈʃɑ̃ːs kəˌnim ɔ̃mˈdo̞w ˌmeˑɑ̃ - mɛ ˈndɾɑ ˌlɑˑɹɑ̃ - ˌlɑˑɹɑ̃ ˈdid ˌmeˑɑ̃ - ˈmiˑɾ ˌneˑɑ̃ - kaˌses kə ˌhẽˑz niˈble̞x bed ˌmeˑɑ̃]
rien de normal, tu vois ? et il ne sortait pas, il avait le droit d'avoir des piqûres et rien d'autre, il avait le droit de dormir, ça c'est cruel, moi j'ai eu du mal, et Yves m'avait dit euh... avant... avant de mourir il m'avait dit « fait comme tu veux Anne, dit-il, comme tu pourras, tu n'auras pas eu de chance avec nous-deux, dit-il, mais je te dis... te dis une chose : garde-le, ne l'envoie nulle part dit-il »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Deus da gaozeal brezhoneg pa gari.
Viens parler breton quand tu voudras.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 e lakin dit ar sort a gari
['lɑkin dit sɔrt 'kɑ:ri]
je te mettrai ce que tu voudras
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Kemer ar sort a gari deus ar sort zo.
Kémèr sort gari deus sort zo.
['kemɛʁ soʁt 'ga:ʁi døs soʁt zo]
Prends ce que tu veux de ce qu'il y a.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 e lâri ar sort a gari
['lɑ:ri sɔrd 'gɑ:ri]
tu diras ce que tu voudras
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa gari e deui
[pe ’gɑ:ri di]
tu viendras quand tu voudras
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa gari
[pa 'gɑ:ri]
quand tu voudras
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya, ken ar wech all, gall a ri dont pa gari.
[ja ken wej’aːl] [’gal ə ʁi ’dõn pa ’gaːʁi]
Oui, à la prochaine fois, tu pourras venir quand tu voudras.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 da dad da vamm ac'h enori, un Doue hepken ac'h adori, dreist-holl a gari
[də dɑ:d də vɑ̃m he'no:ri 'due hep'ken hɑ'do:ri drɛjs'tol a 'gɑ:ɾi]
ton père ta mère tu honoreras, un seul Dieu tu adoreras, par-dessus tout tu l'aimeras
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « grez wik-ha-wak ar pezh a gari, paeet out ha debret a vi... paeet out ha debret e vi, ya 'vat ! »
[gwɛz wikə’wɑk pe:z ə ’gɑ:ri ’pɛɛd ut a ’dɛ:bəd ə vi ’pɛɛd ud a ’dɛ:bəd ə vi jɑ vɑt]
« fais croac croac autant que tu veux, je t'ai payé et tu seras mangé... je t'ai payé et tu seras mangé, oui dame ! » [personne malvoyante ayant attrapé un crapaud en lieu et place de son casse-croûte]
Gant : Jañ-Batist Perrin, ganet e 1928 e Plouyann, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear / Bulien.
N'eo ket kat da gaozeal ken, met soñj 'neus deus rimastelloù ha krennlavarioù klevet gant a-bep-sort tudDastumer : Tangi
-
👂 🔗 C'hwec'h eur pemp. Ya. N'emañ ket kont ac'hann seizh eur. Pa gari 'h i hañ. Ma 'teus fin bremañ.
Hwèh eur pèm. Ya. Mañ ke kon hann sèiz eur. Pé gari ’h i añ. Ma teus fin brœmañ.
Six heures cinq. Oui. Il n'est pas encore sept heures. Tu partiras quand tu voudras. Si tu as fini maintenant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal