Klask
« genaoueien »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 « ah ! fidedoue, Ujen ! 'meus ket tapet gomon peogwir... on bet argaset douzh... » « piv 'neus argaset ac'hanout emezañ ? », rak-kar eu... hennezh a oa Job (ar Roc'hell ?) ivez, « bremañ-souden 'h a da vezañ gwelet emezañ », pa oa arri war... e penn... e penn an Erv goude, e wel tout ar (genaoueien ?) aze, hag eñ o c'houll gant Romain Bonboni, « piv 'neus argaset Pierrot, emezañ, douzh... douzh (merkañ ?) gomon aze ? » « oh ! Ujen, ur c'harr-tout e oant prest, me 'h a da gargañ lec'h zo, emezañ » « oh, Ujen ! karg aze hardi ! », kemeret doan un tamm peogwir... goude e oan laosket trankil
[... - ... - ... - ... - ... - ... ˈnɛꝛw ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleuvihan - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bepred ma kerez e vez c'hoant da lâret e vez ezhomm ur bannac'h mat a dour a-benn lakat ur vilin da dreiñ, boñ, ar reoù gozh hañ, c'est pas... n'int ket bet genaoueien hañ, pell ac'hane
[’bopət ma ’ke:ʁes ve hwɑ̃n də lɑ:d ve e:m ə bɑ̃h mɑd du:ɹ bɛn ’lɑkə ’vi:lin də ’dʁɛĩ bɔ̃ ʁew’go:z ɑ̃ sɛ pa niɲ kə be geno̞ˈwɛjən ɑ̃ pɛl ə’hɑ̃:ne]
toujours est-il si tu veux qu'on est tenté de dire qu'il faut une grosse quantité d'eau pour faire tourner un moulin, bon, les anciens hein, c'est pas... ce n'étaient pas des imbéciles hein, loin de là
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ni a vije arri-mat gante met eu... digourdioc'h e oant evit genaoueien all eu... a esaee... a esaee dont a-benn deus tout an dud hag a-benn ar fin fidedoue e vije riñset tout o stal dezhe kwa
[a nim viʃe ɑj mɑ:d gɑ̃tɛ mɛd ə diguʁ’di:ɔh wɑ̃ɲ wid geno̞’wɛjən al ə hɛ’sɛ:ɛ hɛ’sɛ:ɛ dɔ̃n bɛn dəs tun dyt a bɛn’fi:n fidə’du:e viʃe ’ʁĩsət tud o stɑ:l dɛ: kwa]
et nous nous étions bien vus par ceux-là mais euh... ils étaient plus dégourdis que d'autres idiots là euh... qui essayaient... essayaient d'avoir le dessus sur tout le monde et finalement bon sang ils perdaient tout [pieds noirs qui payaient l'impôt aux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale, genaoueien !
[ale ˌgeno'wɛjɛn]
allez, les abrutis !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 genaoueien
[ˌgeno'wɛjən]
des imbéciles
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi