Klask
« gerzhet »
Frazennoù kavet : 15
-
👂 🔗 Ha Maivon a eve ur werennad dour... dour mor deus ar beure. Ur werennad all kreiz... da greistez. Hag unan all douzh an noz kwa. Hag a-benn un toullad... Pemzekteiz pe teir sizhun goude, oh ! Maivon 'na ket... un tamm mat welloc'h kwa. Ha gwelet Maivon oc'h arriout 'ba bourk Pañvrid, gant he amann ha tout ! Hag an dud xxx ( ?) : « Sell 'ta ! Piv zo arri amañ ! Maivon ! Ha hi 'oa ket kap da gerzhet pemzekteiz zo aze, ha bremañ e welez anezhi penaos eu... 'h a a-raok adarre ! » « Ah, ya ! »
[...]
Et Maryvonne buvait un verre d'eau... d'eau de mer le matin. Un autre verre mid... à midi. Et un autre le soir quoi. Et quelques... Quinze jours ou trois semaines plus tard, oh ! Maryvonne allait... beaucoup mieux quoi. Et on vit Maryvonne venir dans le bourg de Pañvrid, avec son beurre et tout ! Et les gens xxx ( ?) : « Tiens donc ! Qui est-ce ! Maryvonne ! Et elle ne pouvait pas marcher il y a quinze jours de ça, et maintenant tu la vois comment euh... elle avance de nouveau ! » « Ah, oui ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 me a oa... me a oa bet, di... disadorn, o welet unan, 'ba eu... an EHPAD 'ba Landreger, hag emañ 'ba ur fauteuil-roulant, met 'deus ket toutafet kollet he fenn c'hoazh, met 'gerzha ket ken ! « ha me 'h ey da bardon Sant Erwan evit ar bloaz, 'ba ar fauteuil-roulant, ha goude ec'h in da Bariz, ha posupl 'rin ket nemet bale, emezi, gwelet tiez a rin bepred, emezi ! », ma ! ret eo kaout kouraj memes tra ! n'eo ket kat da gerzhet hañ ! ha ma sav, e ruilh
[a ˌguˑde ewĩ də ˈbaˑɾis]
moi j'étais... moi j'étais allée, sam... samedi, voir une, à euh... l'EHPAD à Landreger, et elle est en fauteuil-roulant, mais elle n'a pas encore perdu totalement la tête, mais elle ne marche plus ! « et moi j'irai au pardon de Sant Erwan cette année, en fauteuil-roulant, et après j'irai à Paris, même si je ne fais que me promener, dit-elle, je verrai toujours des maisons, dit-elle ! », bien ! il faut avoir du courage quand même ! elle ne peut pas marcher hein ! et si elle se lève, elle tombe
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ur vin, ur vin da... ur vin da vont da... da gerzhet !
[...]
un chemin, un chemin pour... un chemin pour aller... marcher !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jean-Claude Tomaz, ganet e 1935 e Kemper-Gwezenneg, o chom e Kemper-Gwezenneg, tud bet ganet e Kemper-Gwezenneg / Kemper-Gwezenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... ha... hag ar verjez a oa e-fas d'an ti, ha peogwir e oa lâret dezhañ eu... kerzhet kouda, ha feiz, 'h ae d'ar verjez da gerzhet, ha 'na graet une piste 'ba ar verjez evel-se, oh ya ! hir 'vat ! ya lufr ! evel an daol amañ e oa dre forzh kerzhet, hag aze e oa kat da gerzhet peneogwir, a-greiz-tout, e gomañse partiañ, partiañ... ha neuze 'h ae harp deus ur wezenn, met ma 'nije ket ur wezenn da... da vont harp e gouezhe, ha goude 'vije ket kat da sevel adarre te ! ya ! ya 'vat ! hañ ya 'vat ! han-se eo bet maluruz, sur !
[a a a ˈvœɹʒe wa ˌvɑs tən ˈtiˑ - a pyˌgyˑɹ wa ˈlɑːɹət ˌteˑɑ̃ ə - ˈkɛɹzət ˌkuˑda - a fe ˌhe də ˈvœɹʒe də ˈgɛɹzət - a na ˌgɛd ... bah ˈvœɹʒe vəˈse - o ˌjɑ ˈhiːɹ hat - ja ˈlyf - we̞l ən ˈdoːl ˌɑ̃mɑ̃ wa dɾe ˌvɔɹs ˈkɛɹzət - ag ˌɑhe̞ wa ˌkɑt tə ˈgɛɹzət pynyˈgyˑɹ gɹɛjsˈtut goˌmɑ̃se paɹˈtiˑɑ̃ paɹˈtiˑɑ̃ - a ˌnœhe he ˈhɑɹp dœz ə ˈweˑən - mɛ ma niˌʒe kə ˈweˑən də də ˌvɔ̃n ˈhɑɹp ˌgweˑe - a ˌguˑde viˌʒe kə ˌkɑt tə ˈzewəl ˌɑɹe te - ja - ˌja ha - ɑ̃ ˌja ha - ɑ̃nˌse he̞ ˌbe maˈlyːɹys - ˌzyˑr]
et... et... et le verger était en face de la maison, et puisqu'on lui avait dit de euh... marcher quoi, et ma foi, il allait au verger pour marcher, et il avait fait une piste dans le verger comme ça, oh oui ! mais longue ! oui lisse ! elle était comme la table ici à force de marcher, et là il était capable de marcher puisque, soudainement, il commençait à partir, à partir... et alors il prenait appui sur un arbre, mais s'il n'avait pas un arbre pour... pour prendre appui il tombait, et après il ne pouvait pas se relever pardi ! oui ! mais oui ! hein mais oui ! donc il a été malheureux, assurément !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kammañ a rae ivez pa 'na komañset da gerzhet ha ne oa ket bet heu... heu, geo, kamm... kerzhet a rae ma kerez met kamm sañset e oa tamm quoi.
Il boitait quand il avait commencé à marcher, et il n'était pas... heu, si, boiteux... Il marchait, si tu veux, mais il était un peu boiteux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ober a ran moaien da dremen ma amzer un tamm partout. Ha da gerzhet ec'h an ivez a-wechoù. Se a ra vad hañ.
Je fais en sorte de passer le temps un peu partout. Et je vais parfois marcher aussi. Ça fait du bien.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 brevet da gerzhet ya, ya, graet e oa (faoutiñ ?) en ennañ ya
['bɾɛwəd də 'gɛɹzəd ja ja gwɛd wa 'fo̞wtĩ nenɑ̃ ja]
brisé pour marcher oui [handicapé], oui, on avait fait xxx (?) en lui
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri eo dare da... da gerzhet kwa
[ɑj e̞ 'dɑ:ɹe də də 'gɛɹzət kwa]
il est prêt à... à marcher quoi [enfant]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da gerzhet aze e vije ur penn-bazh gante
[də ’gɛrzəd ’ɑhe viʒe pɛn’bɑ:s kɑ̃tɛ]
pour marcher là ils avaient un gourdin
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. hag e oac'h aet gant an oto da gerzhet ? 2. ne oamp ket
1. [a wah ɛt gãn 'noto də 'gɛrzət] 2. [wãm kət]
1. et vous étiez allés en voiture marcher 2. non ?
Gant :
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
– Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
🔗 ezhomm 'na da gerzhet
[e:m na də 'gɛrzət]
elle avait besoin de marcher
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da gerzhet
[də 'gɛrzət]
pour marcher
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oamp aet adarre eu... betek ar Beljik adarre, war droad kwa, 'ta ket... me 'ma graet le nombre de... prim te ! 'ma renket tennañ ma votoù peogwir e oant... digor tout o genoù, ha ma dreid a oa... ampoulennoù 'ma dindan ma dreid te ! 'oan kat ken da gerzhet, me 'ma mizer mab-kaezh !
[a wɑ̃m ɛd ae ə: - ’betɛg bɛl’ʒik ae waɹ’dwɑ:t kwa - ’tɑkət - me ma gɛd lə nɔ̃mbʁ də - pɾym te ma ’ɹɛŋkə ’tɛnã mə ’voto py wɛɲ - ’di:ɔɹ tud o ’ge:no - a mə dɾɛjd wa - ɑ̃mpu’leno ma di’nɑ̃:n mə dɾɛjt te - wɑ̃n kɑt ken də ’gɛɹzət - me ma ’mi:zəɹ mapkɛ:s - ɑ̃mpu’leno deɑ̃]
et nous étions allés de nouveau euh... jusqu'en Belgique de nouveau, à pied quoi, tu n'avais pas... moi j'avais fait le nombre de... rapidement j'avais dû enlever mes chaussures parce qu'elles étaient... grande ouvertes devant [litt. avaient la bouche ouverte], et mes pieds étaient... j'avais des ampoules sous les pieds pardi ! je ne pouvais plus marcher, j'avais souffert mon pauvre gars !
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 nann, evel-se 'oant ket re drouk, nann nann nann ! nann nann nann ! nann nann nann ! ar pezh a oa... e oas... le malheur 'h eo pa oamp... pa oa... an hini 'oa ket kat ken da gerzhet te !
[nɑ̃n və’se wɑ̃ɲ cə ɹe dɾuk - nɑ̃n nɑ̃n nɑ̃n - nɑ̃n nɑ̃n nɑ̃n - nɑ̃n nɑ̃n nɑ̃n - pe:z wa - was - lə maləɹ he̞ pe wɑ̃m pe wa - ’ni:ni wa kə kɑt ken də ’gɛɹzət te]
non, comme ça ils n'étaient pas trop méchants, non non non ! non non non ! non non non ! le problème c'était... tu étais... le malheur c'est quand nous étions... quand c'était... celui qui ne pouvait plus marcher pardi !
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket kat... n'onn ket penaos e gerzhi gant da botoù-koad, n'int... n'int ket aezet da gerzhet hañ
[nɔ̃ kə kɑt tə - nɔ̃ kə pə'nɔ̃:z 'gɛʁzi gɑ̃n tə ˌboto'kwɑt - niɲ niɲ cəd 'ɛ:zɛd də 'gɛʁzəd ɑ̃]
je ne suis pas capable de... je ne sais pas comment tu marcheras avec tes sabots, ils ne sont pas faciles pour marcher hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi