Klask
« glevemp »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 goude, pa glevemp an tren oc'h en em gavout 'ba eu... Trogov, pa glevemp an tren, e hastemp-ni mont d'ar red, da dapout ar... ar barieroù, demp da welet an tren o paseal, Tro... Trogov, deus ac'hane e glevemp an tren, Tro... Trogov ya, ha c'hoazh e vijemp o respont an tren, hennezh a rae « touf ha touf ha... » evel a ouzez, hag e vije lâret « deus 'ta Janed, kluch da staotat ! kluch da staotat, deus 'ta Janed, kluch da staotat ! »
[... - ... - tɣoˈgoˑ - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - tɣoˈgoˑ - ... - tɣoˈgoˑ ja - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Plegad-Moezan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Herve, ganet e 1932 e Plounerin, o chom e Tremel, tud bet ganet e Plounerin / Plufur.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha kentañ se, kentañ se e oa... e oa an Almanted o tont duzh an Enez Koad, da Lanvaodez. Eu... Pevar bemp Alman. Gant o fuzuilhoù hag o zraoù. Ha 'dant gwelet eu... ar reoù all, 'ba ar porzh o kaozeal. Ha ma vreur ha me, a oa a-benn neuze deut... deut d'ar gêr. Deut d'ar gêr war hom... war hom zreidoù, war hom zreidoù. 'Mamp ket nemet treuziñ bourk Lanvaodez d'ober ha... ha dont d'ar C'hozh Ti, ti Pierrot Gwilhou aze. Ha petra 'namp graet eu... pa oamp arri er gêr eu... a-benn neuze e oa... war ar roud, a-raok e oamp arri er gêr e glevemp tennoù. E glevemp tennoù, met 'ouiemp ket pelec'h e oa... e oa an tennoù-se.
[ˌneˑnəs ˈkwɑt]
Et tout à coup, tout à coup il y avait... avait des Allemands venant d'an Enez Koad, de Lanvaodez. Euh... Quatre cinq Allemands. Avec leurs fusils et leur équipement. Et ils avaient vu euh... les autres, dans la cour en train de parler. Et mon frère et moi, étions pour alors revenus... revenus à la maison. Revenus à la maison à pied... à pied, à pied. Nous n'avions qu'à traverser le bourg de Lanvaodez à faire et... et venir à ar C'hozh Ti, chez Pierrot Gwilhou là. Et qu'avions-nous fait mais euh... quand nous arrivions à la maison euh... pour alors il y avait... sur la route, avant d'arriver à la maison nous entendions des tirs. Nous entendions des tirs, mais nous ne savions pas où c'était... étaient ces tirs-là.
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
🔗 hag ar saout a glevemp anezhe o vlejal en noz, « meuh meuh », o c'houlenn dour, o c'houlenn dour
[ag ə zɔwd 'glɛwɛm nɛ: o 'vlẽ̞:ʒəl ɛn nɔ̃:s mœ: mœ: 'hu:lə du:r hul du:r]
et les vaches nous les entendions beugler la nuit, « meuh meuh », en train de demander de l'eau, en train de demander de l'eau
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi