Klask
« goachañ »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 hag e vreur a oa aet da goachañ 'ba ar c'hraou saout, a-hervez, Roje, met eñ a oa xxx ( ?), ur pezh (bontenn ?) pe 'ba ur pezh... nann, pas ur pezh (bontenn ?), ur pezh (lukenn ?) hag eñ ne oa ket kavet, anez da se e vije bet fuzuilhet ivez
[a i vʁœ:ʁ wa ɛt tə gwɑʃ ma hʁo̞w’zo̞wt ’hɛʁwe ʁo’ʒe mɛ hẽ̞: wa ? ? ? ə pez ’bɔ̃ntən pe ma pez nɑ̃n pas pez ’bɔ̃ntən ə pez ’lykən a hẽ̞: wa kə kɑ:d nɛs tə ze viʒe bed ə fy’zyjəd ie]
et son frère était allé se cacher dans l'étable, à ce qu'il parait, Roger, mais il était xxx ( ?), une grosse (barrique ?) ou dans une grosse... non, pas une grosse (barrique ?), une grosse (lucarne ?) et il n'avait pas été trouvé, sans ça il aurait été fusillé aussi
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 'ta skiant da goachañ diouzhin
[tɑ 'skiən də gwɑʃ 'tiwĩ]
tu avais conscience de te cacher de moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ret e oa din en em goachañ ha gwelet bepred
[rɛd wa dĩ nɔ̃n gwɑʃ a 'gwɛ:lə 'bopət]
il fallait que je me cache [camoufle] et toujours voir
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'neuint ket desket en em goachañ
[nœɲ kə 'diskəd nɔ̃n gwɑʃ]
ils n'ont pas appris à camouffler
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi