Klask
« goro »
Frazennoù kavet : 20
-
👂 🔗 herie beure on bet o goro ar givri
[...]
ce matin j'ai été traire les chèvres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Nikol Riwal (ar C'hinio), ganet e 1942 e Pleuveur-Bodou, o chom e Tregastell, tud bet ganet e Kawan / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
🔗 goro gant an daouarn
goro gan-n doworn.
[goʁo gãn dowoʁn]
traire à la main
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 goro, goroet
goro / goroeut
[goʁo] / [goʁoət]
traire, trait
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 1. ma 'pije gwelet... ma 'vije o labourat 'ba ar park betek dek eur pe... eñ 'vije ket (xxx ?) da repoziñ, se zo mat un tamm bihan kwa ! 2. toujust ma n'eo ket da goro ar saout c'hoazh pa vije er gêr, hein ? 1. ya, a-walc'h, « ur went... ur wenterez » kwa ! ordin o redek
[ə wɛnˈteːɹɛs]
1. si vous aviez vu... s'il travaillait au champ jusqu'à dix heures ou... il n'était pas (xxx ?) se reposer, ça c'est bon un petit peu quoi ! 2. tout juste s'il n'allait pas traire les vaches encore quand il était à la maison, hein ? 1. oui, sans doute, « une girou... une girouette » quoi ! toujours à courir
Favereau en-linenn « Paoul Ku /L<MM ur gwenter personne ne tenant pas en place & mil wenteres »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jermen Raoul (Konan), ganet e 1931 e Plouared, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni, ni hom-daou, 'meump dispennet unan, ha... hag e oa lann ha drez ken uhel hag amañ, ha... ha peogwir 'oa ket kat ar rotovator da vont e-barzh da... da... da frikañ eu... anezhe koura, nann, hag eu... fidedoue ! 'na... 'na lâret hennezh « daon ! n'on ket kat emezañ, ret e vo din ober un dra bennaket dezhañ 'vat emezañ », « daon ! emezon-me, penaos e vo graet neuze ? », ha fidedoun, deut da soñj dimp neuze da dapet bodoù lann, ha... ha da vale gant ar bodoù lann, c'hwezhet an tan en enne, ha 'meump devet anezhe tout, ya, ha goude pa... an devezh e oamp oc'h ober se, 'meump tapet tomm, sur dit 'meump tapet tomm ! 'meump hastet buan goro, ha mont d'ar Menez Bre da welet Sant Herve c'hoazh, peogwir... hag e vije graet Sant Herve, e vije graet tantadoù te ! ha ni war bisikled d'ar Menez Bre c'hoazh, « oh daonet e vo ! emezon-me », pa vez yaouank an nen hañ !
[nym - nym ɔ̃mˈdo̞w - mœm diˈspe̞ne̞d ˈyˑn - a a wa ˈlɑ̃n a ˈdɾeːs ken ˌyˑəl a ˈɑ̃mɑ̃ - a a py ˌwa kə ˈkɑt ʁotovaˈtɔɹ də ˌvɔ̃n ˈbɑɹz də də də ˈfɹicɑ̃ ə - ˌne̞ˑ ˌkuˑɾa - nɑ̃n - ag ə - fidəˈdue na na ˌlɑˑɹ ˈhẽˑz - dɑ̃w ˌnɔ̃ kə ˈkɑt ˌmeˑɑ̃ - ˈɹɛ vo ˌdĩ hoˑɹ ˌdɾɑ ˈmnɑkəd ˌdeˑɑ̃ hat ˌmeˑɑ̃ - dɑ̃w ˈmɔ̃me̞ pəˈnɔ̃ vo ˌgwɛd ˈnœhe - a fidəˈdun - ˌdœt tə ˌʒɔ̃ˑʃ ˈtym ˌnœhe də ˌdɑpə ˌbuˑdo ˈlɑ̃n - a a də ˈvɑːle gɑ̃n ˌbuˑdo ˈlɑ̃n - ˌhweˑə ˈntɑ̃ːn ˌnene̞ - a mœm ˈdɛwə ˌne̞ tut - ja - a ˌguˑde pe - ˈndewəz wɑ̃m ˈhoːbəɹ ze - mœm ˌtɑpə ˈto̞m - ˌzyˑɹ dit mœm ˌtɑpə ˈto̞m - mœm ˌhɑstə ˈbyˑən ˈgoːɾo - a ˌmɔ̃n də ˌmeˑne ˈbɾeˑ də ˌwe̞ˑlə zɑ̃n ˈhɛɹve ˌhwɑs - pyˌgyˑɹ a viʒe ˌgwɛ zɑ̃n ˈhɛɹve - ˌviʒe ˌgɛd tɑ̃nˈtɑɲo te - a ˌnym waɹ bisiˈklɛd də ˌmeˑne ˈbɾeˑ ˌhwɑs - o ˈdɑ̃wnəd ə vo ˈmɔ̃me̞ - pe ve ˌjo̞wɑ̃ŋ ˈneːn ɑ̃]
nous, nous deux, nous en avons défriché une [lande] , et... et il y avait des ajoncs et des ronces aussi haut qu'ici, et... et puisque le rotovator ne pouvait pas aller dedans pour... pour... pour écraser euh... les écraser quoi, non, et euh... bon sang ! il avait... il avait dit « dame ! je ne peux pas, dit-il, mais il faudra que je lui fasse quelque chose, dit-il », « dame ! dis-je, comment va-t-on faire alors ? », et bon sang, nous nous sommes rappelés alors de prendre des branches d'ajonc, et... et de marcher avec les branches d'ajonc, enflammées, et nous les avons tous brûlés, oui, et après quand... le jour que nous étions à faire ça, nous avons eu chaud, je t'assure que nous avons eu chaud ! nous nous sommes dépêchés de traire, et d'aller au Menez Bre pour voir Saint Hervé aussi, puisque... et on faisait la Saint Hervé, on faisait des feux de joie pardi ! et nous à bicyclette au Menez Bre aussi, « oh damnation ! dis-je », quand on est jeune hein !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet a rez, me 'meus bet eu... dastumet laezh, hein ! ha pa arrien... war bord ar mor... e vije... gortoz ! « mare beure », « mare noz », hein ! amañ e vije... « goro beure », « goro noz », ha pa arrien 'ba en Kallag, e vije « pred beure » ha « pred noz », evit lâret ar memes tra, ya, hag amañ eo « goro beure », « goro noz »
[ˌgwe̞ˑz - ˈme møz ˌbed ə - dasˈtymə ˈle̞ːs - hɛ̃ - a pe ˈhɑjɛn - waɹ bɔʁd ˈmoːʁ - ˌviʒe - ˈgo̞to̞ - ˌmɑˑʁe ˈbœːʁe ˌmɑˑʁe ˈnɔ̃ːs - ɛ̃ - ˈɑ̃mɑ̃ ˌviʒe - ˌgoˑʁo ˈbœːʁe ˌgoˑʁo ˈnɔ̃ːs - a pe ˈhɑjɛn ban ˈkɑlak - ˌviʒe ˌpʁed ˈbœːʁe a ˌpʁed ˈnɔ̃ːs - vid ˈlɑːʁə mɔ̃sˈtʁɑˑ - ˌjɑ - a ˈɑ̃mɑ̃ he̞ ˌgoˑʁo ˈbœːʁe ˌgoˑʁo ˈnɔ̃ːs]
tu vois, moi j'ai euh... fait la collecte de lait, hein ! et quand j'arrivais... en bord de mer... c'était... attends ! « la traite du matin », « la traite du soir », hein ! ici c'était... « la traite du matin », « la traite du soir », et quand j'arrivais à Kallag, c'était « la traite du matin » et « la traite du soir », pour dire la même chose, oui, et ici c'est « traite du matin », « traite du soir »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel Merdi, ganet e 1935 e Gras, o chom e Plouizi, tud bet ganet e Plouizi / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze ret lakat an deizioù kentañ, lakat al leue war ar vuoc'h, da... da gomañs goro anezhi, da gomañs sachal
[viʒe ʁɛd 'lɑkə 'ndɛjo 'kentɑ̃ 'lɑkə 'lu:e waʁ vyx də də 'go̞mɑ̃z 'go̞:ʁo̞ nɛj də 'gomɑ̃s 'ʃɛʃəl]
il fallait mettre les premiers jours, mettre un veau à [téter] sa mère, pour... pour commencer à la traire, pour commencer à tirer
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h e oa din, reiñ boued d'ar moc'h ha goro
['wɛlɔh wa dĩ ‘rɛĩ bwed də moh a 'go:ro]
je préférais donner à manger aux cochons et traire
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gwelloc'h oa din goro
['wɛlɔh wa dĩn 'go:ro]
je préférais traire
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 saout 'teus d'ober goro ?
[zɔwt tøz do:r 'go:ro]
tu as les vaches à traire ? [quand quelqu'un tient absolument à partir]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'mijemp d'ober goro ar saout pe sikour ober, peder gwech kwa hein, div wech deus ar beure, div wech deus an noz
[miʒɛm do̞:ʁ ’go̞:ʁo̞ ’zo̞wt pe ’ʒikur ’o:bər ˌpeˑde̞ꝛˈgweʃ kwa ɛ̃ diw weʃ təz ’bœ:ʁe diw weʃ təz nɔ̃:s]
nous devions traire les vaches ou aider à faire, quatre fois quoi hein, deux fois le matin et deux fois le soir
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya, mare ar beure ha mare an noz, ah ya, se... deus an noz... deus ar beure ha deus an noz e veze d'ober goro ar saout
[a ja 'mɑ:re 'bœ:re a 'mɑ:re nɔ̃:s a ja ze dyz nɔ̃:z dyz 'bœ:re a dyz nɔ̃:s viʒe do:r 'go:ro zɔwt]
ah oui, la traite du matin et la traite du soir, ah oui, ça... le soir... le matin et le soir il fallait traire les vaches
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goro ar saout a veze gant an dorn ivez
['go:ro zɔwd viʒe gɑ̃n dɔrn 'ije]
la traite des vaches se faisait à la main aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 goro ar saout
['go:ro zowt]
traire les vaches
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha neuze da sikour goro, ha da c'horo, pa ne vijent ket libr-i d'ober, me a rae quoi.
A neuhé de jikour goro, a de horo, pé vijént ke lib i d’or, mé rê quoi.
Et alors d'aider à traire. Quand ils n'étaient pas libres pour traire, c'est moi qui le faisait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Al loened eo ret pleal dionte ar pezh a vez d'ober dezhe tout, feiz, n'eus ket a voaien d'ober... Oh bac'h ! me 'h a d'ober un devezh... Goro herie hag arc'hoazh e rin un devezh ober traoù all, met neuze aze n'eus ket a voaien d'ober se heñ.
Loèned è rét pléel donté péz vé d'or dè tout, fé, n'eus ke vwoien d'or... O ba ! Mé 'h a d'or 'n déwes... Goro héié hag arhoas rin 'n déwez or trèw all, mè neuhé ahé n'eus ke vwoien d'or zé eñ.
Il faut s'occuper des bêtes en faisant ce qu'il faut, ce n'est pas possible de faire... Oh bah, je vais faire une journée de traite aujourd'hui, et demain je ferai une journée d'autre chose, mais ce n'est pas possible de faire ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma 'mije d'ober mont en tu bennaket, ac'hanta e renken mont d'ar gêr da c'horo bepred, ma vije d'ober retorn e vije retornet goude, met goro saout a vije d'ober bepred hañ.
Ma mijé d’or mon tu bénnaket, hanta rènkèn mon te gêr de horo bopet, ma vijé d’or rétorn vijé rétornet goudé, mè goro zowt vijé d’or boped añ.
Quand je devais aller quelque part, eh bien il fallait que j'aille à la maison traire en tout cas, s'il fallait que je revienne ensuite, je revenais, mais en tout cas il fallait traire les vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha n'eo ket a-walc'h goro. Kas al laezh en ti a vije d'ober goude peogwir an écrémeuse a oa e-barzh an ti.
A n’ê ked wah goro. Kas lêz èn ti vijé d’or goudé pegur ’n écrémeuse oa ba ’n ti.
Et ce n'est pas tout de traire. Il fallait ensuite apporter le lait dans la maison, parce que l'écrémeuse était dans la maison.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.
Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.
À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Goro ar saout, reiñ boued d'ar moc'h, karzhañ dindane. 2. Ya. Kas ar saout er-maez. 1. Kas ar saout er-maez. 2. Kerc'hat anezhe. 1. Ya. Kerc'hat anezhe, ya.
1. Goro zowt, reiñ bouet te moh, karzañ dinane. 2. Ya. Kas zowt mês. Kèrhet nè. 1. Ya. Kèrhet nè, ya.
1. Traire les vaches, nourrir les porcs, nettoyer sous eux. 2. Oui. Sortir les vaches [les emmener au champ]. Aller les chercher. 1. Oui, aller les chercher.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal