Klask
« gousk »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 me 'ma plantet ar blantenn-se, kavet... kavet 'ba... 'ba... 'ba eu... 'ba ul lanneg 'ba... Lezardrev, ha 'oa ket brasoc'h evit evel-se, ha 'ma plantet anezhi aze, sell peseurt gwezenn 'da graet ! met hoñ 'na graet brankoù, ha... ha peogwir ma mab eu... a gousk amañ, an hini zo... an hini zo ganin c'hoazh, 'neus... 'neus e gambr amañ a-dreñv, 'h a betek ar foñs... ar foñs du-hont, eu... 'wele ken tele ebet !
[ˌlezaɹˈdʁẽˑõ]
moi j'avais planté ce plant-là, trouvé... trouvé dans... dans... dans euh... dans une lande à... Lezardrev, et il n'était pas plus grand que ça, et je l'avais planté là, regarde quel arbre qu'il a fait ! mais il a fait des branches, et... et puisque mon fils euh... dors ici, celui qui est... celui qui est encore avec moi, il a... il a sa chambre derrière, ça va jusqu'au fond... au fond là-bas, euh... il ne voyait plus de télé [de chaînes] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 hag eñ moarvat ac'h ae d'ober e gousk da greistez d'e wele 'ba ar gambr kwa
[hẽ: ma'hɑt hɛ do:r e gusk də 'grɛste di 'we:le bah gɑ̃m kwa]
et lui sans doute allait faire sa sieste dans son lit dans sa chambre quoi
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 he den a oa aet d'ober e gousk da greistez d'ar gambr
[i 'de:n wa ɛd do:r i gusk tə grɛjs'te də 'gɑ̃m]
son mari avait été faire sa sieste à midi dans la chambre
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hemañ 'neus arri graet e gousk da greistez peonegwir eo arri peder eur.
Hém deus ay gwèt i gousk deus grèz té punugur ay pédeur.
[hem døs aj gwɛt i gusk døs gʁɛz te pynygyʁ aj pedəʁ]
Il a fait sa sieste puisqu'il est quatre heures.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me a gousk war-lerc'h kafe peogwir n'evañ ket nemet deus ar beure
[me gusk warlɛrh 'kɑfe py'gy:r 'he:vã kə mɛt tøz 'bœ:re]
moi je dors après le café puisque je n'en bois pas que le matin
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a gousk war-lerc'h kafe peogwir n'evan ket nemet deus ar beure
[me gusk warlɛrh ’kɑfe py’gy:r ’he:vã kə mɛt tøz ’bœ:re]
moi je dors après le café puisque je n'en bois pas que le matin
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi