Klask
« gregiñ »
Frazennoù kavet : 16
-
👂 🔗 en naontek ha c'hwezek ha... ha tri-ugent, a oa bet (ezhomm ?) da gerc'hat dour da... da lakat dour deus ar c'haol-fleur, ha 'ma prenet eu... oh ! 'oa ket... 'ma ket graet un dra abominapl, ar Razaved aze, ar mekanisian, 'nea laket din eu... ur pomp bihan, gant ur chasi kamion ha gant un donell warnañ, evel-se e oan kat da dennañ dour forzh pelec'h ! ha 'h aen da gerc'hat dour aze da... da lakat dour deus troad pep kaol-fleur, e laken... ur strinkadenn dour gant pep hini, un tamm douar warne, abalamour dezhe da gregiñ, an douar a oa ken sec'h 'te ! ma 'lakez ket ur bannac'h dour gante, ben e oant... e oant sur pas da gregiñ hañ !
[ʁaˈzɑˑvəd ... - ... - ...]
en dix-neuf [cent] soixante-... seize, il avait fallu aller chercher de l'eau pour... pour mettre sur les choux-fleurs, et j'avais acheté euh... oh ! ce n'était pas... je n'avais pas fait une chose extraordinaire, Le Razavet là, le mécanicien, m'avait mis euh... une petite pompe, avec un châssis de camion et avec une tonne dessus, ainsi je pouvais tirer de l'eau n'importe où ! et j'allais chercher de l'eau là pour... pour mettre de l'eau au pied de chaque chou-fleur, je mettais... une giclette d'eau sur chacun, un peu de terre dessus, afin qu'ils prennent, la terre était tellement sèche pardi ! si tu ne leur mets pas un peu d'eau, ben ils étaient... ils étaient sûrs de ne pas prendre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 war-dreid ! ya, ya ! pa... oa... ar mor izel kwa, a dremenes deus ar C'hastell, ha... ha... mont a reomp da glask meskl, e-barzh beg Miliev du-hont, aze e oa un... penaos eu... ur pasaj a oa... 'oa ket... gwall... ledan, met... dañjurus e oa peneogwir ar... ar reier a oa... e oant eeun, ma gouezhes 'ba an dour aze, 'pa mann da gregiñ e-barzh hag an dud a gouezhe aze a chome e-barzh hañ !
[... - ja ja - ... - ... - ... - ... aꝛˈhaste̞l – a – a - ... - ... ˈmiʎɛw ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 bremañ-souden e di da welet, me eo prest ma zan da gregiñ, 'grogin ket anezhañ herie, me zo vont d'ar jardin !
[...]
tout à l'heure tu viendras voir, moi mon feu est prêt à démarrer, je ne l'allumerai pas aujourd'hui, moi je vais au jardin !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 prest eo an tan da gregiñ
[...]
le feu est prêt à être démarré
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 a-wechoù 'h arries da gregiñ 'ba unan, paotr-kaezh ! e partie n'onn ket pet ganit, oblijet da adtapet anezhe unan-hag-unan hag e adlakes anezhe en o flas
['we:ʒo 'hajɛz də 'gɹi:gĩ bah yn pot'kɛ:s paɹ'ti:e nɔ̃ kə ped gɑ̃'nit o'bli:ʒəd də ha't:ɑpə nɛ yna'yn a had'lɑkɛz no vlɑs]
parfois tu arrivais à crocher dans un [carreau de carrelage de 2 cm par 2 cm], mon gars ! tu en enlevais je ne sais combien, obligé de la rattraper un par un et tu les remettais à leur place
Gant : Michel Bonno, ganet e 1939 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Prad / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e oan aet... 'ma derc'het da ruzañ ma foñs, « bremañ-souden e arrio... Benoit », ha pa oa arriet 'na goullet ganin oc'h ober petra e oan « met feizdedoue, n'on ket kat da sevel evel-se ! », hag eñ o lakat ac'hanon en em gwele, met neuze 'ma uzet talon ma zroad ha on bet... ur miz on bet en ospital, uzet talon ma zroad ha ma gar ha ma... e oa kignet-tout, oc'h esa sevel ! kregiñ a raen 'ba ar varrenn deus traoñ ar gwele aze, met peogwir 'oan ket kat da gregiñ, da sevel, « mallozh ma doue biskoaz... » e oan chomet evel-se tri devezh
[a ˌguˑde wɑ̃n ˌe̞t - ma ˈdɛhɛt tə ˈɣyˑzɑ̃ mə ˈvɔ̃ˑs - bəˈzɔ̃m ˌhɑjo ... - a pe wa ˈhɑjə na ˈgulə kɑ̃ˌnĩ ˌho̞ˑꝛ ˈpɣɑ wɑ̃n - mɛ fedəˈduˑe ˌnɔ̃ kə ˈkɑt tə ˈzewəl vəˌse - a ˌẽ ˈlɑkəd ˈɑ̃w nəm ˈgweˑle - mɛ ˌnœˑe ma ˈyˑzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑˑt a hɔ̃ ˌbet - ˈmiˑs hɔ̃ ˌbed nosˈpital - ˈyˑzət ˌtɑˑlɔ̃n mə ˈzwɑˑd a mə ˈgɑˑꝛ a mə - wa ˈkiɲət ˌtut - ˈhɛsa ˈzewəl - ˈkɣiˑgĩ ɣɛn bah ˌvɑɣən dəs tɣo̞w ˈgweˑle ˌɑhe - mɛ py ˌwɑ̃n kə ˈkɑt tə ˈgɾiˑgĩ - də ˈzewəl - ˌmaləz ma ˈduˑe ˈbiskwas - wɑ̃n ˈʃo̞mə vəˌse tɾi ˈdewəs]
et après j'étais allée... j'avais continué de trainer mon derrière, « tout à l'heure... Benoit arrivera », et quand il était arrivé il m'avait demandé ce que j'étais en train de faire « mais bon sang, je ne peux pas me lever comme ça ! », et il m'a mise dans mon lit, mais pour alors j'avais usé le talon de mon pied et j'ai été... j'ai été un mois à l'hôpital, j'ai usé le talon de mon pied et ma jambe et mon... c'était tout écorché, en essayant de me lever ! j'attrapais la barre du bas du lit là, mais puisque je ne pouvais pas attraper, me lever, « malédiction de dieu jamais... » j'étais restée comme ça trois jours
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo evit ober mas (?), war an houarn merglet, evit xxx (?) d'ar soudure da gregiñ, a-hend-all ne grogo ket
[hẽ̞: so wid o̞:ɹ mɑ:s waɹ ’nu:aɹn ’mɛlgət wit ? də su’dy:ɹ də ’gɾi:gĩ hɛn’dɑl gɾo’gokət]
celui-là c'est pour faire (du poids ?), sur le fer rouillé, pour xxx ( ?) que la soudure prenne, autrement elle ne prend pas
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 an deiz kentañ dezhañ da gregiñ 'ba an troñsoneuz
[de ’kentɑ̃ deɑ̃ də ’gʁi:gĩ ma tɾɔ̃sonøz]
le premier jour où il avait utilisé sa tronçonneuse
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 un ailhedenn da gregiñ 'ba un dra bennaket
[na'ʎe:dən də 'gʁi:gĩ ba ndʁɑ mə'nɑkət]
un anneau pour accrocher quelque chose
Le Du 2012, « e hrok ag en alédenn l’agrafe et la porte d’agrafe »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'out ket kat da gaout krog ebet kwa eu... ar rivedennoù kwa, ar rivedennoù 'ba ar stol kwa, te 'teus krog ebet, n'out ket kat da lakat mann ebet da gregiñ, eo ret dit mont dindan da stolenn da forsañ anezhi da... da... da... da dont
[nu kə kɑt tə gɑ:d kɾɔ:g bet kwa ə ɹive’deno kwa ɹive’deno bah sto:l kwa te tøz kɾɔ:g bet nu kə kɑt də ’lɑkəd mɑ̃n be də ’gɹi:gĩ he̞ ɹɛ tit mɔ̃n di’nɑ̃:n də ’sto:lən də ’vɔɹsɑ̃ nɛj də də də də dɔ̃n]
tu ne peux pas avoir aucune prise quoi euh... les rivets quoi, les rivets dans la tôle quoi, tu n'as pas de prise, tu ne peux avoir prise avec rien, tu dois aller dessous ta tôle pour la forcer à... à... à... à venir
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 prest da gregiñ ordin, ha da diskregiñ ivez !
[pʁe̞st tə ’gʁi:gĩ ɔʁ’di:n – a də dis’kʁi:gĩ ie]
prêt à s'y mettre [au travail] tout le temps, et à s'arrêter aussi !
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'out ket kat da gaout krog ebet kwa eu... ar rivedennoù kwa, ar rivedennoù 'ba ar stol kwa, te 'teus krog ebet, n'out ket kat da lakat mann ebet da gregiñ, eo ret dit mont dindan da stolenn da forsañ anezhi da... da... da... da dont
[nu kə kɑt tə gɑ:d kɾɔ:g bet kwa ə ɹive’deno kwa ɹive’deno bah sto:l kwa te tøz kɾɔ:g bet nu kə kɑt də ’lɑkəd mɑ̃n be də ’gɹi:gĩ he̞ ɹɛ tit mɔ̃n di’nɑ̃:n də ’sto:lən də ’vɔɹsɑ̃ nɛj də də də də dɔ̃n]
tu ne peux pas avoir aucune prise quoi euh... les rivets quoi, les rivets dans la tôle quoi, tu n'as pas de prise, tu ne peux avoir prise avec rien, tu dois aller dessous ta tôle pour la forcer à... à... à... à venir
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met arriet a raent da gregiñ bepred
[mɛd ɑj ə ɹɛɲ də ’gɾi:gĩ ’bopət]
mais ils arrivaient à prendre quand même [greffons]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... barrek an tan da gregiñ
[’bɑrɛk tɑ̃:n də ’gri:gĩ]
... le feu pouvait prendre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an tan ac'h a da gregiñ
[a ntɑ̃:n ha də 'gɾi:gĩ]
et le feu va prendre
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket nemet ur vrec'h da... da gregiñ e-barzh koura
[møs kə mɛd ə vre̞h tə də ’gri:gĩ bɑrs kya]
je n'ai qu'un bras pour... pour attraper quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi