Klask
« gwechoù »
Frazennoù kavet : 4
-
🔗 geus, tremenet 'meus... tremenet 'meus e-barzh sta-se gwechoù met... 'anavezan ket eu... nann, Sant-Divi ya, Sant-Divi a oa er penn all kwa, war an hent Pañvrid Lannon
[... - ... - ... - ... - ... - ˌzɑ̃nˈdiˑvi ja - zɑ̃nˈdiˑvi ... - ... ˈpɑ̃ˑvʁid ˈlɑ̃ˑnõn]
Goudelin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
🔗 me zo... met ganet on ba en Tresigne ! Tresigne, anavezout a rit eu... Pier ar Mezeg ? e oa ganin ba ar skol, bet on gantañ, en brezhoneg 'ta, gwech-ha-gwech pe... un toullad gwechoù kwa !
[... - ... ˈtxœziˌɲe - ˈtxœziˌɲe - ... - ... mœzœk - ... - ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e EHPAD Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
🔗 gwechoù all
[gwe'ɑ:ʒo al]
d'autres fois
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar gwechoù diwezhañ on bet aretet evit lâret bonjour da glianted kozh e-giz-se, kamaradoù kozh
[’we:ʒo di’weɑ̃ hɔ̃ bed a’retəd wid ’lɑ:ʁə bɔ̃’ʒu:ʁ də kli’ɑ̃tə ko:s gis:e ˌkɑ̃mə’ʁɑ:do ko:s]
les dernières fois que je me suis arrêté pour dire bonjour à d'anciens clients comme ça, des vieux amis
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi