Klask
« harzhal »
Frazennoù kavet : 7
-
🔗 harzhal
harzeul
[haʁzəl]
aboyer
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 bremañ zo kalz, pa vez labouret, e vez re start warne, ha pa ne vez ket, a vez xxx ( ?) ordin ! hag evel-se, amañ zo arri ur bern tud, hag a vez o harzhal ordin
[...]
maintenant il y en a beaucoup, quand on travaille, c'est trop dur pour eux, et quand on ne travaille pas, c'est toujours xxx ( ?) ! et ainsi, beaucoup de gens sont arrivés ici, qui (se plaignent ?) tout le temps
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kasadenn ar c'hi*... ar c'hi, pa 'no... pa 'no ar c'hwezh eu... darn anezhe zo... e vez lâret a vez tomm kwa, hag a gaso primoc'h kwa ha pa 'no ar c'hwezh neuze e gomañso evel e vez lâret kas war an tres, met bezañ zo reoù all ha na lâront mann ebet, neuze e harzho kwa, evel e vez lâre, met pa vez evel-se ne vez ket lâret harzhal, eo kas kwa
[ka’sɑ:n ə hi:k hi: pe no pe no hwe:z ə dɑɹn nɛ: zo ve ’lɑ:ɹə ve to̞m kwa a ’gɑso ’pɾymɔh kwa a pe no hwe:z ’nœ:he go’mɑ̃so wɛl ve lɑ:t kɑs waɹ ntɾɛs mɛ be zo ɹew al na ’lɑ:ɹɑ̃ɲ mɑ̃n bet ’nœ:he ’hɑɹzo kwa wɛl ve lɑ:t mɛ pe ve və’se ve kə lɑ:ɹ ’hɑɹzal he̞ kɑs kwa]
un aboiement de chien, quand il a... quand il a l'odeur euh... certains d'entre eux sont... comme on dit « chauds » quoi et ils mèneront plus vite quoi et quand il a l'odeur alors il commencera comme on dit à mener sur la piste, mais il y en a d'autres qui ne disent rien, alors il mène quoi comme on dit, mais quand c'est comme ça on ne dit pas « aboyer » quoi, c'est « mener »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel pa vefe en umor fall kwa, hag eu... ne rey ket... e-plas harzhal ha mann ebet e vo o you... youc'hal pe oc'h ober un dra bennaket kwa, gwelet a rez ? eñ a vo yezhoù fall evel e vez lâret kwa
[wɛl pe vefe ’nymɔɹ vɑl kwa ag ə ɹɛj cə plɑs ’hɑɹzəl a mɑ̃n bet vo ju ’ju:əl pe o̞:ɹ ndɹɑ ’mnɑkət kwa gwe̞:l ə ɹe̞s hẽ̞ vo ’je:ʒo vɑl wɛl ve lɑ:t kwa]
comme s'il était de mauvaise humeur quoi, et euh... il ne fera pas... au lieu d'aboyer ni rien il sera en train de hur... hurler ou faire quelque chose quoi, tu vois ? ça ce sont « des bruits bizarres » comme on dit quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket klevet chas o harzhal na mann ebet
[møs kə ’klɛwət ʃɑs ’hɑrzəl na mɑ̃n bet]
je n'ai pas entendu de chiens aboyer ni rien
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. harzhal 2. harzhal 1. harzhal, eñ a harzh 2. eñ a harzh 3. harzhal 1. ya, harzhal, 2 harzhal 3. « harzhal » eo
1. [’harzəl] 2. [’harzəl] 1. [’harzəl - hẽ̞: hɑʁs] 2. [hẽ̞: hɑʁs] 3. [’harzəl] 1. [ja ’harzəl] 2. [’harzəl] 3. [’harzəl e̞]
1. aboyer 2. aboyer 1. aboyer, il aboie 2. il aboie 3 aboyer 1. oui, aboyer 2 aboyer 3 c'est « aboyer »
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Antwanet ar Bihan, ganet e 1953 e Bear, o chom e Pariz, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
🔗 kazi ordin da debriñ ar restajoù ha da harzhal pa 'h arrue tud
[kaʒi ’ɔrdin də ’di:bi res’tɑ:ʒo a də ’hɑrzəl pə ’hɑjɛ tyt]
presque tout le temps à manger les restes et aboyer quand des gens arrivaient
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi