Klask
« induet »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 du-mañ e oa bet adgraet an ti-se hag e oa induet eu... justamant, un indu nevez gant... gant pri... gant pri ha kalaj eu...
[ˈdymɑ̃ wa ˌbe hadˌgwɛ ˈntiˑze a wa inˈdyˑəd ə - ʒysˈtɑ̃mɑ̃n ˌnindy ˈnewe gɑ̃n gɑ̃n ˈpɣiˑ - gɑ̃n ˈpɣiˑ a ˈkɑːlaʃ ə]
chez moi on avait refait cette maison-là et elle avait été enduite euh... justement, un nouvel enduit avec... avec de l'argile... avec de l'argile et de la chènevotte euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Damani, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kamlez / Berc'hed.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Penn ar C'hrec'h, eñ a oa ur menaj... eñ a oa un tamm kastell ivez, un tamm manoir, met... xxx ( ?) 'deuint graet, n'out ket bet aze james ? maluruz e vijes evel 'h anavezan ac'hanout, aze e oa 'ba Penn ar C'hrec'h un ti, manoir ma kerez, 'neva ur fasadenn vrav, ar vein... ar vein tailh-tout, ha 'deuint bet eu... graet simant warni 2. induet eu... 1. induet... induet tout, n'eo ket... spontus eo ! ha n'eo ket delc'het bremañ ken, hag emañ an traoù tout o kouezhañ
1. [ˌpe̞nˈhɹe̞x - ˌhẽ wa ə ˈmeːnəʃ - ˌhẽ wa tɑ̃m ˈkɑstəl ˌiˑe - tɑ̃m ... - mɛ - ? dœɲ gwɛt - ˌnu kə bed ˈɑhe ˈʒɑ̃məs - maˈlyːɹys viʃe̞s we̞l hɑ̃nˈveˑɑ̃ o̞wt - ˌɑhe wa ba ˌpe̞nˈhɹe̞x ən ˈtiː - ... ma ˈkeːɹe̞s - neva əɹ vaˌsɑˑdən ˈvɹɑw - ˌvɛjn ˌvɛjn ˈtɑj tut - a dœɲ bed ə gwɛd ˈzimən ˌwaɹni] 2. [inˈdyˑəd ə] 1. [inˈdyˑəd inˈdyˑə tut - ˌne̞ kə - ˈspɔ̃ntyz e̞ - a ˌne̞ kə ˈdɛlxəd ˈbɹemɑ̃ ken - a mɑ̃ ˈntɾɛw tut ˈkweˑɑ̃]
1. Penn ar C'hrec'h, c'était une ferme... c'était un petit château aussi, un petit manoir, mais... xxx ( ?) qu'ils ont fait, tu n'es jamais allé là ? tu serais malheureux comme je te connais, là il y a avait à Penn ar C'hrec'h une maison, manoir si tu veux, qui avait une belle façade, les pierres... toutes les pierres de taille, et ils ont euh... fait du ciment dessus 2. enduit euh... 1. enduit... tout enduit, ce n'est pas... c'est atroce ! et ce n'est plus entretenu maintenant, et tout est en train de tomber en ruine
Plûned
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
– Odil Gotie, o chom e Plûned.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e vije induet gant pri kwa, 'ma... lemet anezhe tout, karzhet anezhe tout a-raok
[gweˈʒal viʒe in’dy:əd gɑ̃n pɹi: kwa ma ’le̞mə nɛ: tut ’kɑɹzə nɛ: tud ɹo:g]
autrefois on enduisait à l'argile quoi, j'avais... tout enlevé, tout viré [l'enduit]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-hend-all, priotañ eo stagañ... lakat anezhe da stagañ kwa, stagañ anezhañ pe induiñ anezhañ kwa, gwechall e veze induet evel e vez induet eu... an tiez, en diabarzh eo pri e vezent al lodenn vrasañ anezhe kwa, met eñ a oa labour, pri evel-se zo diaes da... da... da venajiñ, eñ zo start
[hɛn'dɑl pɹi'otɑ̃ hɛ 'stɑ:gɑ̃ 'lɑkə nɛ: də 'stɑ:gɑ̃ kwa 'stɑ:gɑ̃ neɑ̃ pe in'dy:ĩ neɑ̃ kwa gwe'ʒɑl viʒe in'dy:əd wɛl ve in'dy:əd ə ən 'ti:e dia'bɑɹs hɛ pɹi: viʒɛɲ lo:n 'vɾɑsɑ̃ nɛ: kwa mɛ hẽ̞: wa 'lɑ:buʁ pɹi: və'se zo 'di:ɛs tə də də ve'nɑ:ʒĩ hẽ̞: zo stɑʁt]
autrement, enduire d'argile c'est coller... les faire coller quoi, le coller ou l'enduire quoi, autrefois on enduisait comme on enduit euh... les maisons, à l'intérieur c'est en argile qu'elles étaient la majeure partie d'entre elles quoi, mais ça c'était du travail, l'argile comme ça est difficile à... à... à pétrir, elle est difficile
Le Du 2012 p.364 « menajiñ [...] pétrir »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwezhall e vije induet gant pri
[gwe’ʒɑl viʒe in’dyəd gɑ̃n pri:]
autrefois c'était enduit en argile [intérieur des maisons]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 evel e vez induet an diavaez ha tout ar stal bremañ
[wɛl ve in'dyəd diɑ'vɛ:s ɑ tut stɑ:l 'bomɑ̃]
comment on enduit l'extérieur maintenant
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi