Klask
« kac'het »
Frazennoù kavet : 12
-
👂 🔗 ac'hanta, un devezh... a oa... 'na lâret eu... ur paotr bihan a oa gant e vamm evel-se, 'na lâret evel-se, « kac'het 'meus 'ba ma bragoù » emezañ, « paotr bihan ! 'vez ket lâret se ! se n'eo ket brav ! lâr#... welloc'h eo lâret 'rampet eo ma lein 'ba ma bragoù' »
[...]
eh bien, un jour... c'était... il avait dit euh... un petit gars qui était avec sa mère comme ça, il avait dit comme ça, « j'ai chié dans ma culotte » qu'il dit, « petit gars ! ça ne se dit pas ! ça n'est pas beau ! on di#... il vaut mieux dire 'mon déjeuner a glissé dans ma culotte' »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Katou, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Peurid / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 hemañ 'neus kac'het en e vragoù
['hemɑ̃ nøs 'kɑ:həd ni 'vʁɑ:go]
il a fait une boulette [litt. il a chié dans son pantalon]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kokokokokog, n'eo ket savet Job ? nann, kac'het 'neus en e wele, ne savo ket herie !
[kokokokokok nɛ kə 'zɑ:və ʒop nɑ̃n 'kɑhɛ nøz ni 'we:le nə 'zɑ:vo kə 'hɛje]
cocorico, Job n'est pas levé ? non, il a chié dans son lit, il ne se lèvera pas aujourd'hui !
Gant : Jañ-Batist Perrin, ganet e 1928 e Plouyann, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear / Bulien.
N'eo ket kat da gaozeal ken, met soñj 'neus deus rimastelloù ha krennlavarioù klevet gant a-bep-sort tudDastumer : Tangi
-
🔗 Kaoc'h ki du kac'het gant ur c'hi gwenn !
[koh ki dy ˈkahət gɑ̃n hi gwɛn]
Merde de chien noir chiée par un chien blanc !
Du coq à l’âne Le chasse-Marée / ArMen Daniel Giraudon (P.194) : Kaoc’h ki, kaoc’h ki du, kac’het gant ur c’hi gwenn, merde de chien, merde de chien noir, chiée par un chien blanc
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Kac'het gwe !
[ˈkahət gwe]
Chié de travers !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 kac'het 'teus en ez pragoù ?
['kɑhɛ tøz nəs 'prɑ:go]
tu as chié dans ton pantalon ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oaran ket, n'eo ket aezet goût petra a vez deus revr ar c'hi a-raok 'nez kac'het
['wɑ:rɑ̃ kət nɛ kə 'ɛ:zəd gu:d prɑ ve døz rɛ:r ə hi: ro:g ne 'kɑhət]
je ne sais pas, ce n'est facile de savoir ce qu'il y a au cul du chien avant qu'il n'est chié [réponse humoristique quand on ne peut répondre à une question]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi

🔗 te a oar petra zo deus revr ar c'hi a-raok 'nez kac'het
[te wɑ:r prɑ: zo dəz rɛ:r hi: rog ne 'kɑhət]
tu sais ce qu'il y a au cul du chien avant qu'il n'ait chié [pour se moquer d'une prédiction]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ 'neus kac'het karaj
[hẽ: nøs 'kɑhət 'kɑ:raʃ]
il a chié du résidu de chènevotte [casse-couille]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Baodour, ganet e 1932 e Pleuzal, o chom e Bear, marvet e 2023, tud bet ganet e Pleuzal / Pleuzal.
O chom 'ba Bear abaoe pellDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur paotr yaouank eveltout 'neus ket kac'het en e vragoù
[pod'jɔwɑ̃ŋk wɛltut nøs kə 'kɑhəd ni 'vrɑ:go]
un jeune homme comme toi n'a pas chié dans son pantalon [à un jeune enfant de deux ans]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peotramant 'neus kac'het en e vragoù
[pə'tɑ̃m nøs 'kɑhə ni 'vrɑ:go]
ou alors il a chié dans son pantalon
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi