Klask
« kalite »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 amañ, an douar... an douar 'te ! ma kerez zo... geo ! douar abred e oant da lakat pataz met a-hend-all ma kerez 'devoa ket douar a kalite evel e vije... 'oant ket douar gwinizh evel e vijent e kostez eu... ben... ar Gergozh aze, ma mamm 'da bet lâret din, aze e oa douar gwinizh abominapl, douar mat ! hag amañ 'oa ket, ha 'pije interest da... da reiñ... ordin da reiñ un dra bennak d'an douar, ordin, ordin, ordin, ordin, ordin ! ma 'roez ket mann ebet dezhe eu...
[aˌgɛꝛˈgoˑz ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 feiz, un devezh zo bet un emision 'ba... 'ba 5 aze pe la 6, diwar kalite an uoù, hag e oant lakeet eu... c'hwec'h rumm uoù, da... da debriñ ha...
[... - ... - ˈdiwaɹ ... - ... - ˈhwɛχ ɣym ˈyˑo - ...]
ma foi, un jour il y a eu une émission sur... sur la 5 là où la 6, au sujet de la qualité des oeufs, et ils avaient été mis euh... six catégories d'oeufs, à... à manger et...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a lâr ognon ar gêr hag ognon prenañ zo un diferañs kalite hañ ! ognon prenañ, blaz ebet, an deiz all 'ma prenet un andivenn, unan, blaz ebet
[me ˌlɑˑɹ ˌoɲɔ̃n ˈge̞ːɹ a ˌoɲɔ̃n ˈpɾeːnɑ̃n - zo diˈfeːɹɑ̃s kaˈlite ɑ̃ - ˌoɲɔ̃n ˈpɾeːnɑ̃ - ˈblɑːz bet - ˌdeˈɑl ma ˈpɾeːnə nɑ̃nˈdiːvən - ˈyn - ˈblɑːz bet]
moi je dis que les oignons de la maison et les ognons achetés, il y a une différence de qualité hein ! des ognons du commerce, aucun goût, l'autre jour j'avais acheté une endive, une, aucun goût
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma gouezhez war kalite, sufis dit... hemañ 'neus prenet deus Holland
[ma ’gwe:e̞z waɹ ka’lite ˌsyfis’tit ’hemɑ̃ nøs ’pɹe:nət dœs ho’lɑ̃d]
si tu tombes sur de la qualité, il te suffit... celui-ci a acheté de Hollande
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kalite vat eo
[ka'lite vɑ:d e̞]
c'est de la bonne qualité
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar maiz diwezhat-se a vo barrek da vezañ kaer, ne vo ket kalite kwa, ma 'nez ket lañs d'ober greun, 'ba ar greun emañ ar pep gwellañ, n'eo ket 'ba an dichet, kaer 'to kaout maiz daou vetr aze, ma emañ al laezh 'ba ar pennoù c'hoazh pe 'ba ar greun, pa vo kistion d'añsilañ, mat a c'houchad rev warnañ e vo rev, sell aze ur machin...
[maiz di’wɛ:t se vo ’bɑɹɛk tə ’ve:ɑ̃ kɛ:ɹ vo kə ka’lite kwa ma ne kə lɑ̃:s to̞:ɹ gɾœ:n bah gɾœ:n mɑ̃ pob ’gwɛlɑ̃ ne̞ kə ban ’diʃət kɛ:ɹ to kɑ:d ’mɑ:is do̞w vɛd ’ɑ:he ma mɑ̃ le̞:z bah ’pɛno hwɑs pe bah gɾœ:n pe vo kis’ti:ɔ̃n dɑ̃’si:lɑ̃ mɑ:d ə ’huʃə ɹew waɹnɑ̃ vo ɹew sɛl ’ɑ:he ’mɑʃin]
le maïs tardif-là est capable d'être beau, mais il ne sera pas de qualité quoi, s'il n'a pas le temps de faire des grains, c'est dans les grains que se trouve le meilleur, ce n'est pas dans les déchets, tu auras beau avoir du maïs de deux mètres là, si le lait est dans les têtes encore, ou dans les grains quand il sera question d'ensiler, plusieurs couches de gel dessus... il y aura du gel, voilà le machin...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar maiz diwezhat-se a vo barrek da vezañ kaer, ne vo ket kalite kwa, ma 'nez ket lañs d'ober greun, 'ba ar greun emañ ar pep gwellañ, n'eo ket 'ba an dichet, kaer 'to kaout maiz daou vetr aze, ma emañ al laezh 'ba ar pennoù c'hoazh pe 'ba ar greun, pa vo kistion d'añsilañ, mat a c'houchad rev warnañ e vo rev, sell aze ur machin...
[maiz di’wɛ:t se vo ’bɑɹɛk tə ’ve:ɑ̃ kɛ:ɹ vo kə ka’lite kwa ma ne kə lɑ̃:s to̞:ɹ gɾœ:n bah gɾœ:n mɑ̃ pob ’gwɛlɑ̃ ne̞ kə ban ’diʃət kɛ:ɹ to kɑ:d ’mɑ:is do̞w vɛd ’ɑ:he ma mɑ̃ le̞:z bah ’pɛno hwɑs pe bah gɾœ:n pe vo kis’ti:ɔ̃n dɑ̃’si:lɑ̃ mɑ:d ə ’huʃə ɹew waɹnɑ̃ vo ɹew sɛl ’ɑ:he ’mɑʃin]
lle maïs tardif-là est capable d'être beau, mais il ne sera pas de qualité quoi, s'il n'a pas le temps de faire des grains, c'est dans les grains que se trouve le meilleur, ce n'est pas dans les déchets, tu auras beau avoir du maïs de deux mètres là, si le lait est dans les épis encore, ou dans les grains quand il sera question d'ensiler, plusieurs couches de gel dessus... il y aura du gel, voilà le machin...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dam, sell aze 'meus dilhad dioutañ c'hoazh, « sell, a lâran dezhañ, te 'teus kalite vat 'vat »
[dɑ̃m sɛl ’ɑhe møz ’dijəd dɔ̃ntɑ̃ hwɑs sɛl ’lɑ:rɑ̃ deɑ̃ te tøz ga’lite vɑ:t ha]
dame, voilà j'ai des habits de lui encore, « regarde, lui dis-je, toi tu as de la bonne qualité »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi