Klask
« kamaradez »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 ac'hanta, me a oa kamaradez dezhi pell zo ! hag am eus leun a f... feuilhinier amañ, graet ganti, ha... c'hoant 'ma xxx ( ?) o c'hortoz unan bennaket da gemer anezhe ganin
[fœˈjiɲɛꝛ]
eh bien, moi j'étais amie avec elle depuis longtemps ! et j'ai plein de f... feuilles ici, faites par elle, et... je voulais xxx ( ?) en attendant que quelqu'un me les prenne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 un devezh, me a oa o tont er-maez an Inter, ha hi a oa oc'h antren, ha feiz... 'da lâret din « tu veux ma photo ? emezi » « oui 'vat, emezon-me ! si tu l'as, emezon-me » ha 'ma lâret dezhi, « te emañ da blas aze, emezon-me, e-krec'hoc'h, emezon-me » ho ! e oa komañset da sodiñ, me 'ma bet doan deus honnezh hañ ! hoñ a oa sot ! ha kamaradez ebet ken, eñ 'na ket ivez, eñ a oa en em suisidet xxx ( ?)
[...]
un jour, moi je sortais de l'Inter, et elle entrait, et ma foi... elle m'avait dit « tu veux ma photo ? dit-elle » « mais oui, dis-je ! si tu l'as, dis-je » et je lui avais dit, « toi ta place est là, dis-je, plus haut [à l'hospice], dis-je » oh ! elle avait commencé à s'emporter, moi j'avais eu peur d'elle hein ! elle était folle ! et plus aucune amie, lui n'en avait pas non plus, lui s'était suicidé
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 hag e oa kamaradez Pask gant Job
[a wa ˌkɑ̃məˈɹɑːdəs ˈpɑsk kɑ̃n ˈʒo̞p]
et elle était une des camarades de Pâques de Joseph
Gant : Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, peñturiñ anezhe ! kamaradez ha me, hom-div, unan a oa o chom e-tal ar chapel moarvat, ar menaj e-kichen, hag e vijemp hom-div asambles, un devezh deuet da soñj dimp, xxx ( ?) (kavet a raen ?) e oant vil ivez, ha 'mamp la... graet peinture bleue, ha neuze e vo lakeet du rouge... oh ma doue !
[ˌfe - pɛ̃ˈtyːɹĩ ˈne̞ˑ - ˌkɑ̃məˈɹɑːdəz a ˈme - mɔ̃m ˈdiw - ˈyˑn wa ˌʃo̞m tal ˈʃɑpəl maˈhɑt - ˈmeːnəʃ ˈkiʃən - a viʒɛm mɔ̃m ˌdiw ˈsɑ̃ːbləs - an ˈdewəz ˌdœd də ˌʒɔ̃ˑʒ ˈdim - ? mɛ ˈkɑ ɹɛn wɑ̃ɲ ˈviːl ˌiˑe - a mɑ̃m la ˌgwɛt ... - a ˌnœhe vo laˈkeˑɛd ... - o ma ˈduˑe]
ma foi, les peindre [statues] ! une copine et moi, toutes les deux, une qui habitait à côté de la chapelle sans doute, la ferme à côté, et nous étions toutes les deux ensembles, un jour nous nous étions souvenus, xxx ( ?) (je trouvais ?) qu'elles étaient laides aussi, et nous avions m... fait de la peinture bleue, et aussi on mettra du rouge... oh mon dieu !
Gant : Josfin Kaboko, ganet e 1931 e Kawan, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e Kawan / Kemperven.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e wreg zo bet kamaradez din ur c'hrogad ivez
[i wʁeg zo be kɑ̃ma'ʁɑ:dəz dĩ ə 'hʁɔ:gəd ie]
sa femme a été ma petite amie un moment aussi
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag aze 'na ur gozh kamaradez, 'na tapet ad... adarri asambles ganti hag e oa dimezet hag e oa bet aet gantañ
[ag ’ɑ:he na gos ˌkɑ̃mə’ɹɑ:dəs na ’tɑpə hat ’hɑ:daj ’sɑ̃məz gɑ̃ti a wa di’me:ɛd a wa bed ɛt kɑ̃tɑ̃]
et là il avait une ancienne copine, il avait réussi à re... revenir avec elle et il s'était marié et elle était partie avec lui
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma vije bet kamaradez dezhi 'da telefonet pe deut da welet anezhi
[ma viʃe bet ˌkama'rɑ:dəz dɛj da tele'fɔ:nət pe dœd də wɛ:l nɛj]
si elle avait été une copine à elle elle aurait appelé ou (serait) venue la voir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vije bet kamaradez dezhi 'da telefonet pe deut da welet anezhi
[ma viʃe bet ˌkama'rɑ:dəz dɛj da tele'fɔ:nət pe dœd də wɛ:l nɛj]
si elle avait été une copine à elle elle aurait appelé ou [serait] venue la voir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi