Klask
« kanet »
Frazennoù kavet : 13
-
👂 🔗 hoñ 'deus bet kanet hañ ! noz-deiz !
[hɔ̃ døz be ˈkɑ̃ːnəd ɑ̃ - ˌnɔ̃ˑz ˈdeː]
elle a eu chanté hein [tourterelle] ! nuit et jour !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh non ! 'meus ket kan... (T. : se zo evit kaout soñj goude) evit kaout soñj diouzhin ? (T. : deus an ton ivez) a ya ! kan te anezhi ! te zo kat d'ober (T. : 'ma ket an ton, n'eo ket ar memes ton 'meus kanet bremañ-souden) 'teus ket kanet bremañ-souden (T. : geo, er penn-kentañ 'meus graet met 'oa ket memes ton evel da hini) met peogwir 'teus ket memes vouezh evel ma hini !
[o nɔ̃ møs kə 'kɑ̃: - wit kɑ:d ʒɔ̃:s di'wĩ - a ja kɑ̃:n te nɛj - te zo kɑd do̞:ʁ - tøs kə 'kɑ̃:nə bə'zɔ̃m - mɛ pə'gu:ʁ tøs kə 'mɔ̃məz vwez wɛl mə 'i:ni]
oh non ! je n'ai pas chant... (T. : c'est pour se souvenir après) pour se souvenir de moi ? (T. : de l'air aussi) ah oui ! chante-la toi ! tu es capable de faire (T. : je n'avais pas l'air, ce n'est pas le même air) tu n'as pas chanté tout à l'heure ! (T. : si au début j'ai fait, mais ce n'était pas le même air que le tien) mais puisque tu n'as pas la même voix que la mienne !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hoazh e vije kanet « arri eo gisti Pouldouran gant o begoù sukret »
[hwaz viʒe ’kɑ̃:nət ɑj e̞ ’gisti pul’du:ɹən gɑ̃n o ’be:go ’sykət]
encore on chantait « voilà les putes de Pouldouran avec leur bouche sucrée »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
🔗 Herie zo pardon Sant Erwan, herie zo kanet ar c'hantik-se 'ba Landreger evit ar prosesion : « Nan eus ket e Breizh / nan eus ket unan / nan eus ket ur sant evel Sant Erwan / nan eus ket ur sant evel Sant Erwan »
Héyé zo pardon-n zant Erwan. Héyé zo kan-neut hantik sé bar landreger wit prosesio-n : "Nan-n neus keut e Breizh / Nan-n neus keut du-n nan-n / Nan-n neus keut deur zant / évèl zant Erwan. / Nan-n neus keut doer zant / évèl zant Erwan."
[ˈheje zo ˈpaʁdɔ̃n zɑ̃nd ɛʁˈwɑ̃n] [ˈheje zo ˈkɑ̃nət ˈhɑ̃tik se baʁ lɑ̃nˈdʁegɛʁ wit pʁoseˈsiɔ̃n] [nɑ̃n ˈnəs kəd ən bʁɛːjz] [nɑ̃n ˈnəs kəd yˈnɑ̃ːn] [nɑ̃n ˈnəs kəd ə zɑ̃n evɛl zɑ̃nd eʁˈwɑ̃n] [nɑ̃n ˈnəs kəd ə zɑ̃n evɛl zɑ̃ːnd eːʁˈwɑ̃ːn]
Aujourd'hui c'est le pardon de Sant Erwan. Aujourd'hui on chante ça à Landreger pour la procession : "Il n'y a pas en Bretagne / Il n'y en a pas un / Non il n'y a pas un saint / Comme saint Yves. / Non il n'y a pas de saints / Comme saint Yves."
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 unan all an hini 'na kanet ya
[yn ɑl n:i na 'kɑ̃:nəd ja]
c'est un autre qui a chanté oui
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kantik Sant Erwan a veze kanet
['kɑ̃tig zɑ̃d 'erwən viʒe 'kɑ̃:nət]
on chantait le cantique de Sant Erwan
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze kanet 'ba... brezhoneg euh... en ofernioù, pateroù, hag e veze graet...
[viʒe 'kɑ̃:nə ba brɛ'zɔ̃:nəg ə nɔ'vɛrɲo pa'te:ro a viʒe gwɛt]
on chantait dans... en breton euh... aux messes, les paters, et on faisait...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « kanet ma jeu din », kanet ma jeu din ya hañ, kanet ma jeu, kanet ma skas han-se
['kɑ̃:nə mə ʒœ: dĩ - 'kɑ̃:nə mə ʒœ: dĩ ja ɑ̃ - 'kɑ̃:nə mə ʒœ: - 'kɑ̃:nə mə ɑ̃'se]
« m'ayant grondé », m'ayant grondé oui hein, engueulé, grondé par conséquent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pe « 'neus graet trouz din », trouz din, 'neus kanet... 'neus kanet ma skas din, 'neus kanet ma skas din
[pe nøz gwɛt tʁu:s tĩ - tʁu:s tĩ - nøs 'kɑ̃:nət nøs 'kɑ̃:nət mə skas tĩ - nøs 'kɑ̃:nət mə skas tĩ]
ou « il m'a grondé », « grondé », il m'a... m'a enguirlandé, il m'a engueulé
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lakomp se a-wezhioù pa vez... ma 'h out 'ba ur pred bennaket, ma 'h out o kanañ pe un tamm bennaket 'ba da bred, 'ba an eured pe forzh petra, 'to kanet alies ha ganit e vo deut lore
['lɑkɔ̃m ze 'we:ʒo pe ve ma hut bah pre:d bə'nɑkə ma hut 'kɑ̃:nɑ̃ pe dɑ̃m mə'nɑkət bɑh tə pre:d bah 'nœ:rəd pe fɔrs prɑ to 'kɑ̃:nəd a'liɛs a gə'nit vo dœd 'lɔ:re]
admettons ça parfois quand il y a... si tu es dans un repas quelconque, si tu chantes ou autre à ton repas, au mariage ou n'importe quoi, tu auras chanté souvent et tu auras été complimentée
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag an deiz-se 'da ket gallet dont, a-hent-all e vije deut hag e dije kanet da-heul evel-just
[a ’nde:se da kə ’gɑlə dɔ̃n ’hɛndal viʒe dø:t a diʒe ’kɑ̃:nəd da œ:l vɛl’ʒyst]
et ce jour-là elle n'avait pas pu venir, autrement elle serait venue et elle aurait chanté en même temps [que les autres] bien sûr
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa veze kanet d'ar vugale
[pe viʒe 'kɑ̃:nət tə vy'gɑ:le]
quand on chantait aux enfants
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a gane kanaouennoù a veze kanet gwechall, ur ganaouenn gwechall
[nim 'gɑ̃:nɛ ˌkɑ̃nu'eno viʒe 'kɑ̃:nəd gwe'ʒɑl ə gɑ̃'nuən gwe'ʒɑl kwa]
nous chantions des chansons qui étaient chantées autrefois, une chanson d'autrefois
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi