Klask
« ledanaat »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 ar Groaz Dibenn, n'eo ket ? eh, ha soñj ganit, ar groaz-se, pa oa... oa dreset carrefour, me n'onn ket petra a oa graet abalamour... n'onn ket petra... abalamour da betra e oa... o ledanaat an hent amañ e renke bezañ, hag eu... e oa Pierrot o vont da... d'ar bourk, hag e oant oc'h ambarkiñ anezhi !
[ˌgwɣazˈdiˑbe̞n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Mantallod
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Margerid ar C'hampion, ganet e 1938 e Peurid, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Kervaria / Prad.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 « met... Prosper, 'h an da lâret un dra dit bremañ, lez anezhañ, bremañ, war ma gont, ha 'h ez da welet, me a lako anezhañ-tout, met ret e vo ledanaat anezhañ pe hiraat anezhañ », met, pa oa fin ar bern plouz, ma zad 'na graet an (tog-bison ?) dezhañ, peogwir ma zad a oare... (krizenniñ ?) hag ober... partout e vije klasket
[... - ˌle̞z ˈneˑɑ̃ - ... - ... - ... - ... - kʁiˈzenĩ - ...]
« mais... Prosper, je vais te dire quelque chose maintenant, laisse-le [matériel de battage], maintenant, à ma charge, et tu vas voir, je le mettrais entièrement, mais il va falloir l'élargir ou le rallonger [entrée] », mais, quand le tas de paille fut fini, mon père lui avait fait un xxx ( ?), puisque mon père savait... xxx ( ?) et faire... il était recherché partout
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e vije dit ledanaat da doull-karr
['ɑ:he viʃe dit ˌledɑ̃'ne:əd də dul'kɑʁ]
là tu devais élargir ton entrée de champ
??? prononciation curieuse
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa un espes... penaos a lârfen me, un espes kroc'honenn warnañ evel... evel war al laezh pa vez bervet aze, hennezh a chom... ha goude, bep ma vez... peogwir gwechall e vije tennet ar chistr gant ur voutailh pe gant eu... n'onn sort, ur brok pe un tamm bennak e-lec'h e vije un toullad-mat a dud kwa, hennezh, bep ma 'h ae war-draoñ ac'h etale, a digore e-unan kwa peogwir xxx ( ?) ar pezh zo ront kwa, bep ma ac'h a ar chistr war-draoñ e terc'h da... ec'h a war ledanaat kwa, hag aze e tigore moarvat, e vije tevoc'h kwa 'ba... 'ba krec'h a-benn ma c'halle etaliñ evit chom (harz ?) eu...
[ze wa ’nespəs pə’nɔ̃:z lɑʁfɛn me ’nespəz gɹɔ’hɔ̃:nən waɹnɑ̃ wɛl wɛl waʁ le̞:s pe ve ’bɛɹwəd ’ɑ:he hẽ̞:s ʃo̞m a ’gu:de boptə ve py’gy:ɹ gwe’ʒɑl viʒe ’tɛnə ʒist gɑ̃n ə ’vutaʎ pe gɑ̃n ə nɔ̃m sɔɹd bɹɔk pe dɑ̃m mə’nɑ:g le̞h viʒe tulə’mɑd dyt kwa hẽ̞:z boptə he waɹ’dɾo̞w he’ta:le ’djo:ɹe i’hy:n kwa py’gy:ʁ ? pe:s so ɹɔ̃n kwa boptə ha ʒist waɹ’dɾo̞w dɛʁh tə ha waɹ ledɑ̃’nɑ:t kwa ag ’ɑ:he ’djo:ɹe ma’hɑɑd viʒe ’tewɔx kwa bah bah kwex bɛn ’hɑle e’tɑ:lĩ wi ʃo̞m hɑrz ə]
ça [chapeau du cidre] c'était une espèce de... comme te dirais-je, une espèce de pellicule dessus comme... comme le lait quand on le bout là, celui-là reste... et après, à mesure que... puisque autrefois on tirait le cidre avec une bouteille ou euh.... je ne sais quoi, un pichet ou quelque chose où il y a pas mal de monde quoi, celui-là, à mesure qu'il descendait, il s'étalait, il s'élargissait tout seul quoi puisque xxx ( ?) la pièce [barrique] est ronde quoi, à mesure que le cidre descend il continue de... il s'étend quoi quoi, et là il s'élargit certainement, il était plus épais quoi en... en haut pour qu'il puisse s'étaler afin de rester xxx ( ?) euh...
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met war ar fin diwezhañ 'h ae... da dispenn, da ledanaat an toull-karr
[mɛ war fi:n di’weɑ̃ hɛ: də ’dispɛn da ˌledɑ̃’nɑ:t tul’kɑr]
mais à la toute fin, il allait... raser, élargir les entrées de champ
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude neuze e oa bet deut euh... ur c'hrogad ha neuze e oant o ledanaat an hentoù kar da gentañ ne oant ket ledan hañ
['gu:de 'nœe wa be død ə 'hrɔ:gəd a 'nœhe wɑ̃ɲ ledɑ̃'nɑ:d 'nĩʃo kar də 'gentɑ̃ wɑɲ̃ cə 'le:dən ɑ̃]
après alors est venue une période, et alors ils élargissaient les routes car au début elles n'étaient pas larges hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ret e vo ledanaat an norejoù c'hoazh !
[ʁɛt vo leˈdɑ̃nɑːd noˈʁeːʒo hwɑs]
Il faudra encore élargir les portes !
[humoristique, dit suite au fait qu'une petite à la démarche mal assurée ait buté contre le cadre, malgré le fait que les portes eurent déjà été élargies]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien