Klask
« leson »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 hag e oan o lâret dezhañ « 'oarez ket pet vloaz 'meus ? pevar-ugent vloaz », 'ma d'ar c'houlz-se, « pevar-ugent vloaz, eu... kavet a ra dit on kap da... da gonduiñ ma oto ? zo degaset din ? » « eu... emezañ, ret e vo gwelet ! met me zo kontant da... da... da dont da welet, ha da lakat ac'hanout en rout ganti eu... » voilà ! ha 'ma kemeret daou les.. div leson
[a wɑ̃n ˌlɑˑɹ ˈteˑɑ̃ - waˌɹes kə ˈped la møs - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ma də ˈhulsˑe - ˌpɛwaɹ yˈgœn la - ə - ˈkɑˑ ɹa ˌdit hɔ̃ ˌkɑb də - də gɔ̃nˈdyˑĩ ma ˈhoto - zo ˈdjɛsə ˌtĩ - ə ˌmeˑɑ̃ - ˌɹɛ vo ˈgwe̞ːlɛt - mɛd ˌme zo ˈkɔ̃ntɑ̃n də də - də ˌdɔ̃n tə ˈwe̞ːlɛt - a də ˈlɑkəd o̞wd ɛn ˈɹut ˌkɑ̃nti ə - ... - a ma keˈmeːɹəd do̞w ˈløs - diw ˈløsɔ̃n]
et je lui disais « tu ne sais pas quel âge que j'ai ? quatre-vingts ans », que j'avais à cette époque-là, « quatre-vingts ans, euh... tu penses que je suis capable de... de conduire ma voiture ? qu'on m'a apportée ? » « euh... dit-il, il faut voir ! mais moi je veux bien venir... venir voir, et te faire rouler avec elle euh... » voilà ! et j'avais pris deux leç... deux leçons
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Sevel he dorn deus ar skolaerez da lâret dezhi 'meus ket komprenet he leson.
Zéveul i dorn deus skoléreus de lareut dèy meus ket kompreneut de leson-n.
[zevəl i doʁn døs skoleʁəs də laʁət dɛj møs køt kõpʁenət də lesõn]
Lever la main à la maîtresse pour lui dire que je n'ai pas compris la leçon.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Disket neus e leson ya.
[ˈdiskə nøs i ˈləsɔ̃n ja]
Il a [bien] apprit sa leçon oui. [d'un commercial ayant débité tout son baratin]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 te zo o teskiñ da leson ?
[te zo ’tiski də ’løsõn]
tu es en train d'apprendre ta leçon ? [m'étant adressé lorsque je parcourais mes notes]
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oc'h ober ul leson e vezer
['ho:bər lə'sɔ̃ vɛ:r]
on est en train de faire une leçon
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha ne vez ket graet leson deoc'h tamm ebet war ar brezhoneg ?
[a ve kə gɛt 'løsõn dah tãm bed war bre'zõ:nək]
et on ne vous donne pas du tout de leçon sur le breton ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te zo o teskiñ da leson ?
[te zo 'tiski də 'løsõn]
tu es en train d'apprendre ta leçon ?
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi