Klask
« lipet »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 ha 'na lipet eu... tout eu... n'eo ket « lipet ar babouz deus dindan ma fri » met...
[... - ... - ... ˈbɑˑbuz nøz diˌnɑ̃ˑn mə ˈvɣiˑ ...]
et il s'était euh... tout euh... attribué [le mérite ; litt. avait léché la bave de dessous mon nez] mais...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me... me 'meus unan, n'onn ket petra eo deut hennezh da vezañ, pe eo bet lipet din gant unan bennak da gemer... tapet anezhañ din deus eu... ma estajerennoù ha...
[...]
moi... moi j'en ai un [livre], je ne sais pas ce qu'il est devenu, ou bien il m'a été piqué par quelqu'un pour prendre... me l'a pris de euh... mes étagères et...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
🔗 lipet an arc'hant
['lipəd 'nɑʁhɑ̃n]
l'argent dilapidé
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo evel an hini gozh ivez pa leske ur bramm e lâre, « pemp gwenneg lipet diwar ar medesin »
[ze zo wɛl n:i go:z ie pe ’lɛske bɾo̞m ’lɑ:ɹe pɛm’kwɛnɛk ’lipəd diwaɹ mœ’dœsin]
c'est comme la vieille aussi quand elle lâchait un pet, « cinq sous gagnés au détriment du médecin »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e vez lipet (?) da sakochenn dit
[ve 'lipə də sa'koʃən dit]
... on te pique (?) ta sacoche
???
Gant : Louis Aofred, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 a-benn neuze e vez lipet tout ar stal dit
[bɛn 'nœhe ve 'li:pət tud ə stɑ:l dit]
pour alors, il a mangé toute ta boutique [le chat a mangé tout sur la table]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lipet eo
['lipəd ɛ]
il est léché
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lipet 'teus ?
['lipɛ tøs]
tu as léché [fini ton biscuit] ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi