Klask
« lore »
Frazennoù kavet : 12
-
👂 🔗 lore
['lɔ:ɾe]
du laurier
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feuilhenn-lore a vije graet deus al loa-se
[ˌfœjən'lɔ:ɾe viʒe gwəd dəz 'lwɑ:ze]
feuille de laurier qu'on l'appelait cette truelle
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma bet laket lore aze hag eu... pin, arri eo bras-mat ar wezenn, oh ya ! un tamm mat uheloc'h evit aze, ha graet moaien da grignat ar bluskenn diwarni
[me ma be 'lɑkəd 'lɔ:ɹe 'ɑ:he ag ə pi:n ɑj ɛ bɹɑ:z mɑt 'we:ən o ja tɑ̃'mɑd y'e:lɔh wid 'ɑ:he a gwɛd 'mojən də 'gɹiɲə 'blyskən diwaɹni]
moi j'avais mis du laurier là et euh... du pin, l'arbre est arrivé très grand, oh oui ! bien plus haut que là, et [les souris ont] trouvé le moyen de grignoter l'écorce dessus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lore
['lo̞:re]
laurier
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bodoù lore
[ˌbu:ʒo'lo̞:ʁe]
des rameaux de laurier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa aet unan da c'houlenn euh... interiñ e dad 'ba an iliz, peogwir euh... e tremen tout se... d'ar c'houlz-se e veze graet xxx (?) sivil, hag euh... 'na c'hoant moarvat da gaout un tamm bihan lore « oh, ne vo ket graet emezañ 'na lâret ar person - petra zo kaoz ? - ho tad emezañ zo aet d'an ifern - c'hwi a oar se ? - ya emezañ », ha 'na diskwelet e dad dezhañ 'ba an ifern, me ne oaran ket penaos 'na graet, e dad e-mesk an tan
[wa ɛd yn də hu:l ə in'tɛĩ i dɑ:t ban 'i:lis py'gy:r ə 'tremɛn tud ze də 'huls:e viʒe gwɛd xxx si'vil ag ə na hwɑ̃n ma'hɑd də gɑ:d tɑ̃m'biən 'lɔ:re o vo kə gwɛd meɑ̃ na lɑr 'pɛrsɔ̃n prɑs'ko:s o tɑ:d meɑ̃ zo ɛd də 'ni:vɛrn hwi wɑ:r ze ja meɑ̃ a na di'skwɛ:ləd i dɑ:t teɑ̃ ba 'ni:vɛrn me 'wɑ:rɑ̃ kə pə'noz na gwɛt i dɑ:d mesk ən tɑ̃:n]
un était allé demandé euh... enterrer son père à l'église, puisque euh... tout ça se passe...à cette époque-là on faisait xxx (?) civil, et euh... il voulait sans doute avoir un petit éloge « oh, on ne fera pas dit-il, avait dit le curé - pourquoi ? - votre père est allé en enfer dit-il - vous savez ça ? - oui dit-il » et il lui avait montré, moi je ne sais comment il avait fait, son père dans les flammes
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deut eo al lore ganin neuze
[dœd ɛ ’lɔ:ɾe gə’nĩ ’nœhe]
je suis récompensé alors [avec le raisin apporté]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lakomp se a-wezhioù pa vez... ma 'h out 'ba ur pred bennaket, ma 'h out o kanañ pe un tamm bennaket 'ba da bred, 'ba an eured pe forzh petra, 'to kanet alies ha ganit e vo deut lore
['lɑkɔ̃m ze 'we:ʒo pe ve ma hut bah pre:d bə'nɑkə ma hut 'kɑ̃:nɑ̃ pe dɑ̃m mə'nɑkət bɑh tə pre:d bah 'nœ:rəd pe fɔrs prɑ to 'kɑ̃:nəd a'liɛs a gə'nit vo dœd 'lɔ:re]
admettons ça parfois quand il y a... si tu es dans un repas quelconque, si tu chantes ou autre à ton repas, au mariage ou n'importe quoi, tu auras chanté souvent et tu auras été complimentée
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ a deue lore ganti
[hɔ̃: dɛ 'lɔ:re gɑ̃nti]
elle était complimentée
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hi 'da bet lore... marteze o kanañ pe un dra bennaket ?
[hi da be 'lɔ:re ma'tehe 'kɑ̃:nɑ̃ pe dra bə'nɑkət]
elle avait eu des compliments... peut-être en chantant ou autre chose ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ 'devant lore eme ma dintin Môn
['ɑ̃mɑ̃ dɛɲ 'lɔ:ɾe me mə 'dintin mɔ̃:n]
ici ils avaient des compliments disait ma tante Môn
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lore eo...
['lɔ:re e̞]
du laurier c'est...
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi