Klask
« malouer »
Frazennoù kavet : 3
-
🔗 kraoñennoù ar malouer
[kʁo̞'weno ma'lu:əʁ]
les dents du moulin [à pommes]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Joel ar Bonnieg, ganet e 1954 e Plounevez-Moedeg, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plûned / Plounevez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 poazhat boued d'ar moc'h... a veze be... d'ober raskañ beterabez da gentañ, hag irvin... ya, hag irvin surtout pa... pa vez tremenet goañv, ha patatez a veze lakeet war-grec'h, ha pa veze arri berv e-krec'h e veze... « oh, arri eo poazh ar patatez, mat eo ar jeu, poazh eo, poazh eo ar chaodourenn », ha goude e veze d'ober frikañ gant euh... gant ur ma... malouer, e veze friket ar beterabez ha friket irvin ha patatez
[’pwɑχə bwet tə moχ viʒe be do:r ’rɑskə be’trɑ:bəs də ’gentɑ̃ ag ’irvin ja ag ’irvin syr’tut pe pe ve tre’me:nə ’guɑ̃ a pa’tɑtəz viʒe la’keə war’gweχ a pa viʒe ɑj bɛrw kweχ viʒe ɔ ɑj ɛ pwɑh ə pa’tɑtəs mɑ:d ɛ ʒœ: pwɑχ hɛ pwɑχ hɛ ʃu’du:rən pwɑχ ɛ pez zo baχ ʃu’du:rən a ’gu:de viʒe do:r ’fricɑ̃ gɑ̃n ə gɑ̃n ə ma maˈluər viʒe ’fricəd be’trɑ:bəz a ’fricət ’irvin a pa’tɑtəs]
cuire la nourriture aux cochons... on faisait... il fallait racler des betteraves d'abord, et des navets... oui, et des navets surtout quand... quand l'hiver est passé, et on mettait des patates au-dessus, et quand ça commençait à bouillonner en haut on faisait... « oh, voilà que les patates sont cuites, impeccable ! c'est cuit, le chaudron est cuit », et après il fallait écraser avec euh... avec un mou... moulin, on écrasait les betteraves et écrasait les navets et les patates
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh met ne vije ket skoet kalz dour, daou... daou gelorniad dour a vije skoet du-mañ da walc'hiñ ar malouer
[o mɛ viʃe kə ’skoət kɑlz du:r dɔw dɔw ge’lɔrɲəd du:r viʃe ’skoə ’dymɑ̃ də ’wɑlhĩ ə ma’luər]
oh mais on ne jetait [mettait] pas beaucoup d'eau, deux... deux seaux d'eau qu'on mettait chez moi pour laver le moulin
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi