Klask
« nadoez »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 Graou an Nadoez, ya, Graou an Nadoez zo dindan... zo 'ba ar penn douzh... ar penn eu... Est, douzh an Enez Maodez
[ˌgɣɔw ˈnɑˑdwe - ja - ˌgɣɔw ˈnɑˑdwe ... - ... - ... - ... ˌneˑnɛz ˈmoˑde]
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'onn ket penaos 'na bet graet c'hoazh, 'na renket eu... mont da gavout ar medesin da Bear aze, ha skoet un taol... taol... taol falz war kein e dorn aze, an daou viz-mañ, an daou-se a oa... a oa... a oa troc'het hag e gouezhent, hag e oant bet soudet, e welez, ar medesin 'na soudet anezhe kwa, gant un nadoez gwelet a rez anezhe kwa, stagañ an eil deus egile kwa, eñ a oa... eñ ne oa ket... eñ a oa kalet, ya, ya, en em gavet e oa goude, ya, ya
[nɔ̃ kə pə’nɔ̃:z na be gwɛt hwas na ’ɹɛŋkəd ə mɔ̃n tə gɑ:d mœ’dœsin də ’be:aɹ ’ɑ:he a ’sko:ət to:l to:l to:l vɑlz waɹ kɛɲ i dɔɹn ’ɑ:he ən do̞w ’vismɑ̃ ’ndo̞wze wa wa wa ’tɾɔ:hət a ’gwe:ɛɲ a wɑ̃ɲ be ’zu:dət ’we̞:le̞s mœ’dœsin na ’zu:dəd nɛ: kwa gɑ̃n ’nɑ:dwe gwe̞:l ə ɹez nɛ: kwa ’stɑ:gɑ̃ nɛj dəz e’gi:le kwa hẽ̞: wa hẽ̞: wa kə hẽ̞: wa ’kɑ:lət ja ja nɔ̃n gɑ:d wa ’gu:de ja ja]
je ne sais comment il avait fait encore, il avait du euh... aller trouver le médecin à Bear là, il avait donné un coup... coup... coup de faucille sur le dos de sa main là, ces deux doigts-ci, les deux-là étaient... étaient... étaient coupés et ils tombaient, et ils avaient été soudés, tu vois, le médecin les avaient soudés quoi, avec une aiguille tu vois quoi, attacher l'un à l'autre quoi, il était... il n'était pas... il était solide, oui, oui, ça s'était rétabli oui, oui
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 nadoez
['na:dwe]
aiguille
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « aze zo un nadoez-aer ! », ni a garzhe neuze ivez
['ɑ:he zo ˌnadwe'ɛ:ʁ nim 'gɑʁze 'nœ:he ie]
« là il y a une libellule ! », nous détalions alors aussi [pour écarter les enfants de l'eau]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un nadoez
nadoué
[ˈnaˑdwe]
une aiguille
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha bep div eur e vije graet ur bikadenn din ha me a lâr deoc'h, ne vije ket brav kaout ar pikadennoù-se, adalek ma vije plantet an nadoez 'ba ma fesennoù aze, a-benn daou vunut goude 'mije poan-benn euzhus, euzhus
[a bob ’dĩ:vər viʒe gwɛ bi’cɑ:dən dĩ a me lɑ:ʁ dɑx viʒe kə bʁɑw kɑ:t ˌpicɑ’deno ze ’dɑ:lɛg ma viʒe ’plɑ̃ntət ’nɑ:dwe bah ma fe’seno ’ɑe bɛn do̞w ’vy:nyd ’gu:de miʒe pwɑ̃n’bɛn ’œ:zys ’œ:zys]
et toutes les deux heures on me faisait une piqûre, moi je vous le dit, ce n'était pas agréable d'avoir ces piqûres-là, dès que l'aiguille était plantée dans mes fesses là, deux minutes après j'avais un mal de tête insoutenable, insoutenable
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 nadoez-aer
[nwa’deɛr]
libellule [anisoptère, plus grosse]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un nadoez
[ən 'nɑ:dwe]
une aiguille
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi