Klask
« paouroc'h »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 ar reoù ar Rouz a vije o vaesa an hent alies hañ ! ar re-seoù a oa paour ivez, ar re-seoù a oa paouroc'h evitomp c'hoazh
[ˌɹew ˈɹuːz ˌviˑʒe ˈvɛsa ˈne̞n aˈliˑe̞z ɑ̃ - ˈzew wa ˈpo̞wɹ ˌiˑe - ˈzew wa ˈpo̞wɹɔx ˈwitɔ̃m ˌhwɑs]
les Le Roux faisaient souvent paître sur la route hein ! ceux-là étaient pauvres aussi, ceux-là étaient plus pauvres que nous encore
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 si ! si ! dam, ne vin ket na paouroc'h na pinvidikoc'h !
[si si dɑ̃m vĩŋ kə 'pɔwʁɔx na pin'vicɔx]
si ! si ! dame, je ne serai ni plus pauvre ni plus riche [pour inviter quelqu'un à prendre un verre] !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne vin ket paouroc'h na pinvidikoc'h
[viŋ kə 'pɔwrɔh na pin'vicɔh]
je ne serai pas plus pauvre ni plus riche [quand on offre des biscuits]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi