Klask
« penn-kentañ »
Frazennoù kavet : 15
-
👂 🔗 ni 'mamp div ! met Frañsoa ar Ri, pa oa... er penn-kentañ pa oa o terc'hen menaj eno, a'neo teir peder buoc'h, hag ur gazeg
[...]
nous nous en avions deux [vaches] ! mais François Le Ry, quand il était... au début quand il tenait la ferme là-bas, il avait trois quatre vaches, et un cheval
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 Ha... ha... hag a-benn e oan arriet 'ba an arrivée, a-raok arriet 'ba an arrivée, e oan e penn-kentañ. Ha me o welet, tri c'hant metr duzh an arrivée, daou reder a-raok din. Ha me... ha me o soñjal « met... met penaos eo bet... on-me er penn-kentañ, emezon-me. Hag eu... me 'ma ma amzer c'hoazh, emezon-me, da redet, ha zo daou a-raok din c'hoazh ? ». Met me 'ma kemeret ur wenojenn... ar c'hontrefed, hag ar reoù all 'na kemeret unan all, ha 'ma graet-me xxx ( ?), tremen kant hanter-kant metr 'ma graet muioc'h evit ar reoù all.
[...]
Et... et... lorsque j'étais arrivé à l'arrivée, avant d'arriver à l'arrivée, j'étais en tête. Et moi de voir, à trois cent mètres de l'arrivée, deux coureurs devant moi. Et moi... et moi de penser « mais... mais comment ça s'est... je suis en tête, dis-je. Et eu... j'avais encore du temps, dis-je, pour courir, et il y en a deux devant moi encore ? ». Mais moi j'avais pris un sentier... à l'opposé, et les autres avaient pris un autre, et moi j'avais fait xxx ( ?), plus de cent cinquante mètres de plus que les autres que j'avais fait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh non ! 'meus ket kan... (T. : se zo evit kaout soñj goude) evit kaout soñj diouzhin ? (T. : deus an ton ivez) a ya ! kan te anezhi ! te zo kat d'ober (T. : 'ma ket an ton, n'eo ket ar memes ton 'meus kanet bremañ-souden) 'teus ket kanet bremañ-souden (T. : geo, er penn-kentañ 'meus graet met 'oa ket memes ton evel da hini) met peogwir 'teus ket memes vouezh evel ma hini !
[o nɔ̃ møs kə 'kɑ̃: - wit kɑ:d ʒɔ̃:s di'wĩ - a ja kɑ̃:n te nɛj - te zo kɑd do̞:ʁ - tøs kə 'kɑ̃:nə bə'zɔ̃m - mɛ pə'gu:ʁ tøs kə 'mɔ̃məz vwez wɛl mə 'i:ni]
oh non ! je n'ai pas chant... (T. : c'est pour se souvenir après) pour se souvenir de moi ? (T. : de l'air aussi) ah oui ! chante-la toi ! tu es capable de faire (T. : je n'avais pas l'air, ce n'est pas le même air) tu n'as pas chanté tout à l'heure ! (T. : si au début j'ai fait, mais ce n'était pas le même air que le tien) mais puisque tu n'as pas la même voix que la mienne !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me 'ma lâret er penn-kentañ hañ...
[a me ma ’lɑ:ʁət pɛn’kentɑ̃ ɑ̃]
et moi j'avais dit au début hein...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 honnezh zo bet ordin er penn-kentañ
[hɔ̃:s so bed ɔɹ’di:n pɛn ’kentɑ̃]
celle-là a toujours été en tête
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma... pa... ma 'h arriont war ar park goude asambles, ne vo ket ar mal james er penn-kentañ, ar feumeulenn a vo er penn-kentañ ordinal, eñ a vo 'ba kreiz ar bagad, oh daonet !
[ma pe ma 'hɑjɛɲ waɹ pɑɹk 'gu:de 'sɑ̃məs vo kə mɑ:l 'ʒɑ̃məs pɛn'kentɑ̃ fœ'mœ:lən vo pɛn'kentɑ̃ ɔɹ'di:nal hẽ̞: vo ba hɹɛjz 'bɑ:gat ho 'dɑ̃wnət]
si... quand... si ils [chevreuils] arrivent dans un champ après ensembles, le mâle ne sera jamais en tête, la femelle sera toujours en tête, lui il sera au milieu du groupe, oh damné !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Macron zo 'ba ar penn-kentañ hañ, kazi tregont dre gant
[ma’kʁɔ̃ zo bah pɛn ’kentɑ̃ ɑ̃ ’kɑ:he ’tʁe:gɔ̃n dʁe gɑ̃n]
Macron est en tête hein, presque trente pour cent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ar penn-kentañ eo.
Penn kentan è.
[pɛn kɛntã ɛ]
C'est le début.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 met an deiz-se e vezent er penn-kentañ 'vat paotr
[mɛ ’ndese viʒɛɲ pɛn ’kentɑ̃ ha pɔt]
mais ce jour-là ils étaient sur le devant mon gars [cérémonie militaire]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 e penn-kentañ ar miz
[pɛn ’kentɑ̃ mi:s]
au début du mois
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pell zo emaint er penn-kentañ
[pɛl zo mɛɲ pɛn ’kentɑ̃ ije]
ça fait longtemps qu'ils sont en tête
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tri er penn-kentañ
[tri: bɛn ’kentɑ̃]
trois [coureurs] en tête
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar penn-kentañ
[pɛn 'kentɑ̃]
la tête de la course
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar re-se a veze er penn-kentañ hag an of... an ofiserien a veze a-drek
[mɛ ’reze viʒe pɛn’kentɑ̃ a no ˌnofi’sɛ:rjɛn viʒe drek]
mais ceux-là étaient au front et les of... les officiers étaient derrière
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ a oa er penn-kentañ, hemañ a oa bet bleset en ur arriet
['hemɑ̃ wa pɛn'kentɑ̃ 'hemɑ̃ wa be 'blɛsəd nɔ̃n 'ɑjət]
celui-ci était au front, celui-ci avait été blessé en arrivant
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi