Klask
« plantenn »
Frazennoù kavet : 12
-
🔗 Plantenn-mañ zo bihan.
Planteun man zo bieun.
[plãtən duʁ mã zo biən]
Cette plante est petite.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 sell ! sell honnezh, pegement a bouturennoù 'deus sell ! met-eeun... e renkez... n'out ket kap da lakat anezhi 'ba... 'ba... 'ba ur pod, 'ba ur pod bihan evel-se ! peogwir... peogwir eo re hir he zroad, eo re hir he zroad, hoñ 'neus... hoñ 'neus ur xxx ( ?) evel-se, met sell ! an hini a breno anezhi, ma 'nez c'hoant d'ober... d'ober... d'ober podoù all, sell pegement eo kap d'ober ! unan, div, teir, peder, pemp, c'hwec'h, seizh, eizh, nav, dek, unnek, daouzek pe drizek ! daouzek pe drizek podad eo kap d'ober du... duzh... duzh ar memes plantenn, soñj dit !
[...]
tiens ! regarde celle-là, combien de boutures elle a tiens ! si ce n'est que... tu dois... tu ne peux pas la mettre dans... dans... dans un pot, dans un petit pot comme ça ! parce que... parce que son pied est trop long, son pied est trop long, elle a... elle a un xxx ( ?) comme ça, mais regarde ! celui qui l'achètera, s'il veut faire... faire... faire d'autres pots, regarde combien il peut faire ! un, deux, trois, quatre, cinq, six, sept, huit, neuf, dix, onze, douze ou treize ! on peut faire douze ou treize potée de... de... du même plant, imagine !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 hag e soñje gantañ 'na... e oa graet ar chapel evit... evit Sant Maodez, peogwir Sant Vaodez, aze zo un ti e-kichen, hag emañ ar Gador Sant Vaodez, 'ba en ... e-kichen an ti, ha zo... bepred ar gador, aze zo ur blantenn, 'meus ket soñj petore plantenn, ha... hag e soñje gantañ e oa graet ar chapel evit... evit Sant Vaodez kwa goude, ha 'na lâret eo evit... justamant pa oa bet ar Sao... pa oa aet ar Saozon kuit, 'na xxx ( ?), e oa ur c'helou mat kwa ! o welet anezhe o vont kuit, hag e oa graet ar chapel [Kelou Mat] evit se
[... - ... - ... zɑ̃n ˈmo̞ˑde - ... zɑ̃n ˈvo̞ˑde - ... - ... zɑ̃n ˈvo̞ˑde - ... - ... - ... - aː - ... - ... zɑ̃n ˈvo̞ˑde ... - ... - ... - ... - ...]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
🔗 ar plantenn 'neus d'ober adkregiñ
[’blɑ̃ntən nøz do̞:ʁ hat’kʁi:gĩ]
le plant a du mal à redémarrer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kement... kement plantenn zo kazi
['kemən 'kemən 'plɑ̃ntən zo 'kɑ:he]
tant... il y a tant de plantes presque
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ zo ur machin hag a zo tamm plantenn vihan pa... met... barrek d'ober unan vat ivez, ha bern brankoù c'hoazh, ne blij ket din gwelet anezhe oc'h ober had
[hẽ̞: so əɹ ’mɑʃin a zo tɑ̃m ’plɑ̃ntən ’vi:ən pe mɛt ’bɑɹɛg do̞:ɹ yn vɑd ie a bɛɹn ’bɾɑ̃ŋko hwɑs bliʃ kə tĩ gwe̞:l nɛ: ho̞:ɹ hɑ:t]
ça c'est un machin qui est une petite plante quand... mais... capable de faire une grande aussi, et plein de branches encore, je n'aime pas les voir faire des graines [fumeterre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plantenn bazh sant Norgant
blanteun bazoheun
[blãtən bazohən]
chénopode
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 'ma grefet tregont, tregont plantenn dezhi
[ma 'gɾɛfət 'tɾe:gɔ̃n 'tɾe:gɔ̃n 'blɑ̃ntən dɛj]
je lui avais greffé trente, trente plants
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep tra, pep plantenn
[pop tɾɑ: pop 'plɑ̃ntən]
tout, chaque plante
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 petore plantenn eo honnezh ?
[pe'tɛje 'plãntən ɛ hõ:s]
c'est quoi cette plante ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep tra, pep plantenn
[pop tɾɑ: pop 'plɑ̃ntən]
tout, chaque plante
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, 'meus gwelet anezhe plantenn
[ja møz 'gwɛ:ləd nɛ: 'plɑ̃ntən]
oui, je les ai vu jeunes plants [arbres]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi