Klask
« plastik »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 Hag eu... e rez... un toull 'ba ar beg. Hag e brenez eu... un hameçon... er vent-se. Ya. Hag a 'nije ur beg evel-se. Hag e lakeez ar beg 'ba an toull. 'Ba toull ar machin koad. Hag e rez un toull all dindan. Ha... ha gant ur fil, ur fil elektrik, dinudet ar plastik diwarnañ, e bakez anezhañ... ervat... (ervat ?). Ha... ha 'vouje ket an hameçon-se, warnañ.
[...]
Et euh... tu faisais... un trou dans le bout. Et tu achetais euh... un hameçon... de cette taille-là. Oui. Qui avait un bout comme ça. Et tu mettais le bout dans le trou. Dans le trou du machin en bois. Et tu faisais un autre trou en dessous. Et... et avec un fil, un fil électrique, dont le plastique est dénudé, tu l'enroulais... parfaitement... (parfaitement ?). Et... et cet hameçon-là ne bougeait pas, dessus.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
🔗 1. me a nae... me a naeta hañ ! me a oa bet e-barzh pa oa adgraet aze, met n'in ket ken, lâret 'ma dezhe, bremañ 'h on an hini... kazi re gozh, me n'in ket ken e-barzh, a-benn ar fin eu... e oa leun a draoù e-barzh, e oa bet... ugent vloaz eo bet... (en em okupiñ e oa ?), seier plastik betek... mortier ha traoù e-barzh, ha traoù darc'het e-barzh 2. ah ya ! forzh petra neuze c'hoazh 1. Emil a oa ganin sell ! Emil Andre aze, ha neuze e wreg
1. [me ˈne - me ˈneta ɑ̃ - ˈme wa be baɹs pe wa ˈhadgɛd ˈɑhe - mɛ ˌnĩŋkə ken - ˈlɑːɹ ma de̞ - ˈbo̞mɑ̃ hɔ̃ nːi ˈkɑhe ˈɹe goz - me ˌnĩŋkə ken baɹs - bɛnˈfiːn ə - wa ˌlœˑn ˈdɾɛw baɹs - wa bet - yˈgɛnla he̞ bet nɔ̃n oˈkypĩ wa - ˈzɛjɛɹ plasˈtik betɛk - ˈmɔɹtje a tɾɛw baɹs - a tɾɛw ˈdɑhə baɹs] 2. [a ja - fɔɹs pɹa ˈnœhe hwas] 1. [eˈmil wa gəˈnĩ sɛl - emil ˈɑ̃dre ˈɑe - a ˈnœːhe i ˈwɹek]
1. moi je net... moi je nettoie hein [la fontaine] ! moi j'avais été dedans quand elle avait été refaite là, mais je n'irai plus, je leur avais dit, maintenant je suis celui... presque trop vieux, moi je n'irai plus dedans, finalement euh... c'était rempli de choses dedans, il y avait eu... ça a été vingt ans... (s'était occupé de ?), des sacs plastiques jusqu'à... du mortier et tout, des choses balancées dedans 2. ah oui ! n'importe quoi alors aussi 1. Émile était avec moi tiens ! Émile André là, et aussi sa femme
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ! Herve 'na komañset ober, ma 'mije ket komañset sellet, nompas en em okupiñ deus eu... rekuperiñ anezhe, 'ma bet hini ebet ken dija hañ ! (T. : reoù goad pe reoù blastik ?) reoù goad ha reoù plastik
[ja - ˈhɛʁve na ˈko̞mɑ̃səd o̞ːʁ - ma miˈʃe kə ˈko̞mɑ̃sə sɛl ˈnɔ̃mpaz nɔ̃n oˈkypĩ dəz ə - ʁekyˈpeːʁĩ ne̞ - ma be ˈhiːni be ken deˈʒa ɑ̃ - ʁew ˈgwɑt a ʁew plasˈtik]
oui ! Hervé avait commencé à faire, si je n'avais pas commencé à regarder, ne pas m'occuper de euh... les récupérer [cageots], je n'en aurais plus un seul déjà hein ! (T. : en bois ou en plastique ?) en bois et en plastique
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar guvetenn plastik a oa aet gwak deus an dommder
[ə gy'vɛtən plas'tik wa ɛd gwɑk dez ən 'do̞mdəʁ]
la cuvette plastique était devenue molle à cause de la chaleur
Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 plastik ha hennezh, hennezh a droñs
[plastik a hẽ̞:s hẽ̞:z dʁɔ̃:s]
du plastique [sur le bouchon] et celui-là, celui-là se retroussé [quand on l'enfonce]
Gant : Roje ar Falc'her, ganet e 1927 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet a rez ar plastik o stroñsañ
[gwɛ:l ə ʁɛs plas’tik ’stʁɔ̃sɑ̃]
tu vois le plastique du bouchon qui se retrousse
Gant : Roje ar Falc'her, ganet e 1927 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 houarn a ra trouz, eñ n'eo ket plastik
['huarn ra tru:s hẽ: nɛ kə pla'stik]
le fer fait du bruit, ce n'est pas du plastique
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e renk pakañ anezhe gant ur sac'h plastik
[rɛŋk 'parkã nɛ: gãn zɑh plas'tik]
... doit les emballer avec un sac plastique
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan hag unan ya, ha bezañ laket... goloet anezhe mat hein goude ! a-hend-all e deuont kraz, diouzhtu e deuont kraz, ha me a lak film warne hañ ! ya, plastik, ya, me a lak film da gentañ hag un torchouer goude, eu... eu... plastik ac'hanta, ar film-se a derc'h anezhe muioc'h eu... souples, souples, ordin e lakean hañ !
[yn a yn ja - a ˈbeːɑ̃ ˈlɑkət go̞ˈlo̞ːə ne̞ mɑːd ɛ̃ ˈguːde - hɛnˈdɑl dɛɲ kʁaːz - dyˈsty dɛɲ kʁaːs - a me lɑk film waʁne̞ ɑ̃ - ja plastik - ja me lɑk film də ˈgentɑ̃ a tɔʁˈʃuːəʁ ˈguːde - ə ə plastik ˈhɑ̃nta ˈfilmze dɛʁh ne̞ ˈmyːɔχ ə - supl - supl - ɔʁˈdin laˈkeːɑ̃ ɑ̃]
une par une oui [crêpes], et ayant mis... les ayant bien couvertes hein après ! sinon elles deviennent desséchées, tout de suite elles se dessèchent, et moi je mets un film dessus hein ! oui, du plastique, oui, je mets du film d'abord et un torchon après, euh... euh... le plastique eh bien, ce film-là les maintient euh... souples, souples, j'en mets toujours
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tout an traoù zo graet bremañ en plastik, tout, met ar re-se zo traoù fall-tout, ar re-se a vano e-pad... e-pad milieroù a bloavezhioù, pe kant vloaz
[tut trɛw zo gwɛd ’bomɑ̃ pla’stik tut mɛ ’reze zo trɛw vɑl’tut ’ree ’vɑ̃:no pɑd pɑd mi’lje:ro bla’we:ʒo pe ˈkãnla]
toutes les choses sont faites en plastique maintenant, toutes, mais ceux-là sont des produits très mauvais, ceux-là resteront pendant... pendant des milliers d'années, ou cent ans [plastique]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi