Klask
« pok »
Frazennoù kavet : 13
-
🔗 pezh pok
péz pok
[pes pok]
un gros bisous
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 pok
pok
[pok]
bisous
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 troad pok
twat pok
[twat pok]
pied bot
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ha ken ar wezh all hag ur pezh pok hag ale 'ta !
[a ken we'ʒal a pe:s pok a 'ɑle ta]
et à la prochaine et un gros bisou et allez donc ! [soldat quittant sa femme]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze graet bernioù foenn 'ba 'r park, 'ma ur gorveenn, an avel-dro e-barzh pe korc'hwezh, 'h ae tout da krec'h ha goude e gouezhe, « pok »
[viʒe gwɛd ’bɛrɲo vwɛn ba pɑrk ma gɔr’veən ˌnɑwəl’dɾo bɑrs pe ’kɔrhwes hɛ tut tə kweh a ’gu:de ’gweɛ pok]
on faisait des tas de foin dans le champ, j'avais une corvée, le vent tourbillonnant dedans ou le tourbillon, tout s'élevait et après ça retombait, ploc
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 chouchoniñ ? feiz, feiz pac'h arri ur plac'h da... dont d'az taouarn 'ba... fidadoue, e cherisez anezhi hag e rez ur pok dezhi ha neuze... ha mat an traoù, ha neuze... neuze... neu... neuze... neuze daou den en em glev, ya, ya, ya, n'eus ket nemet se ha goude, kez da welet, e vez graet un tamm ruilh, « boudadoum »
[ʃu'ʃɔ̃nĩ fe: fe: pa hɑj plɑh də dɔ̃n des 'tɑwən ba ˌfidə'due ʃe'riʃɛz nɛj a rɛz ə pok dɛj a 'nœhe ha mɑ: ntɾɛw a 'nœhe 'nœhe nœ 'nœhe 'nœhe dɔw de:n nɔ̃n glɛw ja ja ja nøs kə mɛ ze a 'gu:de mɛ'tee kɛs tə wɛld ve gwɛt tɑ̃m ɾyʎ ˌbudə'dum]
câliner ? ma foi, ma foi, quand une fille arrive à... dans tes mains à... bon dieu, tu la câlines et tu lui fais un bisou et alors... ça baigne, et alors... alo... alors... alors... alors deux personnes sont en harmonie quoi, oui oui oui, il n'y a que ça et après, va savoir, on fait une partie de jambes en l'air, « badaboum »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne ri ket ur pok din ?
[ri kə pok tĩ]
tu ne me feras pas un bisou ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te a rey ur pok din ?
[te rɛj pok tĩ]
tu me feras un bisou ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a ra pok da ma bugel a-raok lazhañ ar gouloù
[me ʁa pok - də mə 'vy:gəl - ʁo:k ə - 'lɑhɑ̃ 'go̞:lo̞]
je fais un bisou à mon enfant avant d'éteindre la lumière
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze graet bernioù foenn 'ba 'r park, 'ma ur gorveenn, an avel-dro e-barzh pe korc'hwezh, 'h ae tout da krec'h ha goude e gouezhe, pok
[viʒe gwɛd ’bɛrɲo vwɛn ba pɑrk ma gɔr’veən ˌnɑwəl’dɾo bɑrs pe ’kɔrhwes hɛ tut tə kweh a ’gu:de ’gweɛ pok]
on faisait des tas de foin dans le champ, j'avais une corvée, le vent tourbillonnant dedans ou le tourbillon, tout s'élevait et après ça retombait, plof
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 pok kistin
[pɔk 'kistin]
bogue de châtaignes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pok-ha-pok
[ˌpoka'pok]
bouche-à-bouche
???
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 pok
[pɔk]
un tir direct
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi