Klask
« polis »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 Eizhtez goude, e oa lâret d'am zad-kozh... 'nea gouvezet. Unan... hennezh, a oa marvet. Ma vije bremañ e vije bet un istoar abominapl hañ ! Aze e vije bet ar polis ha bet tout kwa ! Memes eo ma zad-kozh an hini 'nije tapet. Daon ya ! Preuvenn ebet da lâret evit petra 'nea graet se. Ha feiz 'da, « ah ! goût a ouien, emezañ, 'ma ket loupet anezhañ ! » Sell aze petra 'nea lâret ! « Goût a ouien, emezañ, 'ma ket loupet anezhañ, emezañ ».
[...]
Huit jours plus tard, on avait annoncé à mon grand-père... il avait su. Un... celui-là, était mort. Si ça avait été maintenant, ça aurait été une histoire terrible hein ! Là il y aurait eu la police et tout quoi ! C'est même mon grand-père qui aurait pris. Dame oui ! [Il n'avait] aucune preuve à donner pour dire la raison de son acte. Et ma foi, « ah ! je savais, disait-il, que je ne l'avais pas loupé ! » Voilà ce qu'il disait ! « Je savais, disait-il, que je ne l'avais pas loupé, disait-il ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 me 'meus... an hini diwezhañ zo 'ba ar polis, hag a-greiz-tout, da noz, a-greiz-tout e vez... e arri merc'hed, mezv-dall kwa ! da lâret... feiz, e oa bet... ben ya met ma vezont mezv n'eo ket drol e vezont... ma Doue !
[...]
moi j'ai... le dernier [fils] est dans la police, et soudainement, la nuit, subitement il y a... des filles qui arrivent, complètement ivres quoi ! pour dire... ma foi, qu'il y avait eu [viol]... ben oui mais si elles sont ivres ce n'est pas étonnant qu'elles soient... mon Dieu !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ernestina an Amour, ganet e 1932 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, evit klask jeu kwa ! evit klask jeu, hag a-benn ar fin eo... hag ar polis 'na bet ur bazhad ivez, ya, ya, ar po... polis 'na bet ur bazhad ivez
[ˌjɑ - wi ˌklɑ ˈʃœː kwa - wi ˌklɑ ˈʃœː - a be̞n ˈfiˑn he̞ - a ˈnpoːliz na be ˈbɑhəd ˌiˑe - ˌjɑ ˌjɑ - ˈpo poːliz na be ˈbɑhəd ˌiˑe]
oui, pour chercher la bagarre quoi ! pour chercher la bagarre, et pour finir c'est... et la police avait été attaquée aussi, oui, oui, la po... police avait été attaquée aussi
Gant : Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. nann met gwechall memestra 'te... 'tea aon, pa weles e bleges da benn, hañ ? pa weles ar polis eu... e-fas dit, e-kichen bremañ ac'hanta int kemeret evit... des moins que rien 2. bremañ e vezont kontinuellamant eu... 1. ah nann, ataket int hañ ! 2. tu-pe-du zo un dra bennaket (oc'h ober ?) 1. ataket int hañ !
1. [nɑ̃ mɛ gweˈʒɑl mo̞sˌtɾɑ te tea ˈo̞wən - pe ˈwe̞ˑles ˈbleːges tə ˈbe̞n - ɑ̃ - pe ˈwe̞ˑlez ə ˈpoːliz ə ˌvɑs ˈtit - ˌkiʃən ˈbɾo̞mɑ̃ ˌhɑ̃nta hiɲ ko̞ˈme̞ːɹəd wit - ...] 2. [ˈbɹœmɑ̃ ve̞ɲ ˌkɔ̃tinyɛˈlɑ̃mɑ̃n ə] 1. [a ˌnɑ̃ - aˈtɑkəd ˈiɲ ɑ̃] 2. [ˌty pe ˈdy zo dɾɑ məˈnɑkət ˈhoˑɹ] 1. [aˈtɑkəd ˈiɲ ɑ̃]
1. non mais autrefois quand même tu av... tu avais peur, quand tu [les] vois tu baisses la tête, hein ? quand tu vois la police euh... en face de toi, alors que maintenant eh bien ils sont pris pour... des moins que rien 2. maintenant ils sont continuellement euh... 1. ah non, ils sont attaqués hein ! 2. d'un côté ou d'un autre il y a quelque chose (qui se passe ?) 1. ils sont attaqués
Gant :
– Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ e vez skoet warne hañ, an dud a sko war ar jañdarmed ha war ar polis, tout ha dao ! pennbouzellat anezhe
[’bomɑ̃ ve ’sko:ə waʁnɛ ɑ̃ ndyt sko waʁ ʒɑ̃’dɑʁmət a waʁ po’lis tut a do̞w pim’bwɛlə nɛ:]
maintenant on les frappe hein, les gens tapent sur les gendarmes et la police, tous et bing ! les culbuter
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa arri motared deus ar polis da dremen
[wa ɑj mo’tɑ:ʁəd dəs po’lis də ’dʁemən]
des motards de la police étaient venus passer
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi