Klask
« poullad »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 aze e oa ur pezh poullad dour
[... ˌpulaˈduˑꝛ]
là il y avait un grand bassin d'eau [à Taveag]
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, marteze se ya ! Poull ar Vilin ya, Poull Milin, posupl eo ya, ya, ya ! hag e oa ur poull dour ivez, ur poullad dour aze evel-se hag e oa...
[... - ... - ˌpul ˈviˑlin ja - ˌpul ˈmiˑlin - ... - ja ja - ... - ... - ...]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Poull ar C'hrilh ha Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh, Poull ar Skrilh, abalamour 'meus aon e oa ur poull ha neuze ur bern skrilhed o c'hoari en-dro, peogwir e oa sec'h an douar, Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh ya, met... ur poullad a c'hrilh pe ur poullad deus ar re-se marteze, 'oaran ket, mais enfin, 'meus ket anavezet 'met ar mod-se kwa, ya, ur stumm da lâret kwa, Poull ar C'hrilh a vije lâret, Poull ar C'hrilh
[pulˈɹij a pulˈskɹij - pulˈɹij - pulˈskɹij - blɑ̃m møˈzo̞wən wa ˈpul a ˌnœhe bɛɹn ˈskɹijət ˌhwɑj ˈndɹoˑ - pəˈguːɹ wa ˈzex ən ˈduˑaɹ - pulˈskɹij - ˌpul ə ˈɹij ja - mɛ - ˌpuləd ˈhɹij pe ə ˌpuləd dez ˈɹehe maˌteˑe waˌɹɑ̃ kət - ... ˌmøs kə hɑ̃nˌveˑə mɛ ˈmodse kwa - ja ˈstym də ˈlɑːɹ kwa - ˌpul ə ˈhɹij viʒe ˈlɑːɹət - pulˈhɹij]
Poull ar C'hrilh et Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh, Poull ar Skrilh, parce que je crois qu'il y avait une mare et aussi plein de grillons faisant le tour, puisque la terre était sèche, Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh oui, mais... une mare de grillons ou une mare de ceux-là peut-être, je ne sais pas, mais enfin, je n'ai connu que cette façon-là quoi, oui, une façon de dire oui, Poull ar C'hrilh qu'on disait, Poull ar C'hrilh
Louergad
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel « ar c'hanigoù eu... saovaj » a vez lâret dioute aze, aze a-wechoù pa dapont kaout un tamm... tamm... tamm poullad-dour bennaket pe un tamm...
[wɛl ə hɑ̃’ne:ɟo ə ’ʒo:vaʃ ve ’lɑ:ɹət tɔ̃ntɛ ’ɑ:he ’ɑ:he ’we:ʒo pə ’dɑpɛɲ kɑ:t tɑ̃m tɑ̃m tɑ̃m pula’du:ɹ bə’nɑkət pe tɑ̃m]
comme « les canards euh... sauvages » qu'on les appelle là, là parfois quand ils arrivent à avoir une petite... petite... petite mare d'eau quelconque ou une petite...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 poullad dour
pouleut dour
[pulət duʁ]
flaque d'eau
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 ur poullad dour-hañvouez
[’puləd du:r ’hɑwe]
une mare de purin
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur poullad mailh
['puləd mɑʎ]
une mare de boue
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ken e veze ur poullad dindan an daol
[ken viʒe 'puləd di'nɑ̃:n do:l]
tellement qu'il y avait une flaque [de crachats] sous la table
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi