Klask
« poulloù »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 ar Poullo ya, ar Poullo, abalamour da betra ar Poullo ? ar Poullo peogwir eo gleb, ar poulloù dour, aze emañ ti Li... an I... an Impalaer, o chom aze, ya ! Pierre, ar Poullo ya
[ˈpulo ja - ˈpulo - ... ˈpulo - ˈpulo ... - ... - nimˈpɑˑləꝛ - ... - ja - ... - ˈpulo ja]
Prad
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gweleoù raned a oa en em gavet 'ba ar poulloù dour, goude e vije gwelet raned o tiflukañ
[gwe'le:o 'ʁɑ̃:nəd wa nɔ̃n gɑ:d bah 'pulo du:ʁ 'gu:de viʒe 'gwe̞:ləd 'ʁɑ:nət ti'flykɑ̃]
des oeufs de grenouille étaient apparus dans les flaques d'eau, après on voyait des têtards éclore
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel an hini gozh pa lâre... e oa goulennet ganti pegeit e oa deus ar bourk « daou gilometr emezi e-kerzh an hañv emezi, hag ul lev e-kerzh goañv », hag e oa goulennet ganti « peogwir emezi 'mez d'ober c'hoari en-dro d'ar poulloù »
[wɛl n:i go:s pe 'lɑ:ʁe wa 'gulə gɑ̃ti pe'gɛjd wa dəz buʁk do̞w ilo'mɛd mɛj kɛʁz nɑ̃: mɛj a lɛw kɛʁz 'gu:ɑ̃ a wa 'gulə kɑ̃ti py'gy:ʁ mɛj me do̞:ʁ hwɑj dʁo də 'pulo]
comme la vieille quand elle disait... on lui avait demandé à combien elle était du bourg « deux kilomètres dit-elle pendant l'été dit-elle, et une lieue pendant l'hiver » et on lui avait demandée « parce que dit-elle je dois faire le tour des flaques »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e veze tev ar skorn hañ hag amañ e oa ur stasion hag a oa leun poulloù-dour ha ni ac'h ae da ruzikañ warne, evit torriñ momp (?), oh paotr-kaezh, me 'mije kastennadoù gant ar botoù-koad ha tachoù e-barzh, ken e vez tan dioute paotr
[də ’huls:e viʒe tew skɔrn ɑ̃ ag ’ɑ̃mɑ̃ wa sta’siɔ̃n a wa lœ:n ˌpulo’du:r a nim hɛ də ɹy’ʒicɑ̃ warnɛ wid ’dɔrĩ mɔ̃m ho pot’kɛ:z me miʒe ˌkaste’nɑ:do gɑ̃n ˌpoto’kwɑt a ’tɑʃo bɑrz ken ve tɑ̃:n djɔ̃tɛ pot]
à cette époque-là la glace était épaisse hein et ici il y avait une station qui était pleine de flaques d'eau et nous allions glisser dessus, pour casser xxx (?), oh mon gars, je me prenais des bûches avec les sabots et des clous dedans, tellement que du feu en jaillis mon gars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa poulloù-dour partout aze
[wa ˌpulo'du:r par'tud 'ɑe]
il y avait des flaques partout là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi