Klask
« relegoù »
Frazennoù kavet : 9
-
👂 🔗 « Oh ! eme an eskob, oh ! xxx ( ?) hag eu... relegoù amañ ! amañ zo relegoù ! ». Hag e oa o komz douzh boutailhoù kwa. « Oh ! eme an eskob, 'rit ket gwad fall ! N'int ket marvet hep bezañ gwelet ar person... »
[...]
« Oh ! dit l'évêque, oh ! xxx ( ?) et euh... que de cadavres ici ! ici il y a des cadavres ! ». Et il parlait des bouteilles [vides] quoi. « Oh ! dit l'évêque, ne vous inquiétez pas ! Elles ne sont pas mortes sans voir le curé... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ya, ar relegoù, n'eus ket... n'eus ket... an ti n'emañ ket ken, n'eus ket nemet ar relegoù
[ja - ɣeˈleˑgo - ... - ... - ... - ... ɣeˈleˑgo]
oui, les ruines, il n'y a... il n'y a... la maison n'est plus là, il n'y a plus que des ruines
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, ya ! kavet 'meus an anv ar garreg lec'h... lec'h e oa... lec'h emañ « an tog Napoleon » aze, Roc'h ar Relegoù, eu... ar Re... ar Relegoù eo lec'h... lec'h e oa... 'na roet an anv... an anv... an dud... an dud... 'h ae da... 'h ae da... da rigadella... d'an Enez Maodez, lec'h e oa kavet reoù... reoù beuzet, gant ar vedettenn, a oa aet d'ar foñs aze, neuze 'ba... 'ba... 'ba... 'ba an Aod Vras aze, e oa... e oa... e oa deut aze, gant... gant ar mare
[ˌʁɔhʁeˈlœˑgo - ʁeˈlœˑgo - ˌʁɔhʁeˈlœˑgo - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - ˌno̞dˈvʁɑˑs]
ah, oui ! j'ai trouvé le nom du rocher là où... là où était... là où est le « chapeau de Napoléon » là, Roc'h ar Relegoù, euh... ar Re... ar Relegoù c'est là... là où était... on avait donné le nom... le nom... des gens... des gens... qui allaient... allaient... ramasser des praires... à an Enez Maodez, là où on avait trouvé des... des noyés, avec la vedette, qui avait coulé là, alors à... à... à... à an Aod Vras là, qui était... était... était venue là, avec... avec la marée
Lanvaodez - toponymes nautique
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Milin Keriaz n'egzista ket ken ivez, relegoù zo c'hoazh kwa
[ˌmiˑlin kɛˈɹiˑəs negzisˌtɑ kə ˈken ˌiˑe - ɹeˈleːgu zo ˌhwɑs kwa]
Milin Keriaz n'existe plus non plus, il y a encore des ruines quoi
Mousteruz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel ar C'halvez, ganet e 1933 e Treglañviz, o chom e Mousteruz, tud bet ganet e Pederneg / Koadout.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ya, se zo evel 'ba Kerello aze ivez e oa Milin... Milin Gerello 2. Milin Gerello ya, ha n'eus... n'eus ket nemet ar relegoù ken gwelet a rez
1. [ja - ze zo we̞l ba ke̞ˈɹe̞lo ˌɑhe ˌiˑe wa ˌmiˑlin - ˌmiˑlin ge̞ˈɹe̞lo] 2. [ˌmiˑlin ge̞ˈɹe̞lo ja - a ˌnøs ˌnøs kə ˌmɛ ɹeˈleːgo ken ˌgwe̞ˑs]
1. oui, ça c'est comme à Kerello là aussi il y avait Milin... Milin Gerello 2. Milin Gerello oui, et il n'y a... il n'y a plus que les ruines vois-tu
Louergad
Gant :
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa laket da dougen, ha fidedoue ! bon ! da dougen relegoù Santez Jenovefa, ha honnezh zo un espes chapel war... bet oc'h ober ar prosesion, hag en ur diskenn 'ba ar chapel, fidedoue ! me a oa... me a oa bras hag an hini a oa... an hini a oa a-raok... me a oa a-dreñv, hag an hini a oa a-raok a oa bihan, ha tour ar chapel 'na skoet 'ba ur min ha torret ar chapel, goude ma oa lâret, 'mamp ket graet espres-kaer
[me wa ’lɑkət tə ’du:gən a fidə’du:e bɔ̃ də ’du:gən ʁe’le:go ’zɑ̃ntəz ˌʒeneˈvefa a hɔ̃:s so ’nespəs ’ʃɑpəl waʁ a bet ho̞:ʁ ˌpʁoseˈsi:ɔ̃n a nɔ̃n ’diskɛn bah ’ʃɑpəl fidə’du:e me wa me wa bʁɑ:z a n:i wa n:i ʁo:k me wa dʁẽ̞: a n:i wa ʁo:g wa ’bi:ən a tu:ʁ ’ʃɑpəl na ’sko:ə bah mi:n a ’to̞ʁə ’ʃɑpəl ’gu:de wa ’lɑ:ʁət mɑ̃m kə gwɛd ˌespəs’kɛ:ʁ]
j'avais été mis à porter, et nom de dieu ! bon ! à porter les reliques de Sainte Geneviève, et celle-là a une espèce de chapelle sur... [nous avions] été faire la procession et en descendant à la chapelle, nom de dieu ! j'étais... j'étais grand et celui qui était... celui qui était devant... j'étais derrière et celui qui était devant était petit, et la tour de la chapelle avait heurté une pierre et la chapelle s'était cassée, bien que ça ait été dit, nous n'avions pas fait exprès
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar relegoù a vez sañset 'ba un tamm boest ha neuze e vije... hag e vije ar reoù gozh o tougen neuze
[ɹe'le:go ve 'sɑ̃səd ba tɑ̃m gwest a 'nœ:he viʒe a viʒe ɾew'go:s 'tu:gən 'nœ:e]
les reliques sont en principe dans une petite boite et alors c'est... ce sont les anciens qui les portent alors
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar relegoù ya
[ʁe'le:go ja]
les reliques oui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me o tapout ur pezh hini paotr, lakat anezhi 'ba... e-mesk ar me... 'ba tom... 'ba euh... ar c'horadenn merien aze, a-benn an noz ne oa ket nemet relegoù xxx (?), tout ya, tout 'da... 'da... 'da debret anezhi, ne oa ket manet nemet euh... re... an eskern... n'eo ket, n'eo ket... me a oar petra int
[a me ’tɑpə pe’si:ni po̞t ’lɑkə nɛj bah mesk ə mɛ ban tom bah ə hoʁɑn mɛ’ʁjɛn ’ɑe bɛn nɔ̃:z wa kə mɛ ʁe’le:go ? tut ja tud da da da ’dɛ:bə nɛj wa kə ’mɑ̃:nəd mɛd ə ʁe ’ne̞skɛʁn nɛ kə nɛ kə me wɑ:ʁ pɹɑ hiɲ]
et moi de prendre une grosse [couleuvre], la mettre dans... au milieu des four... dans euh... la fourmilière là, pour le soir il n'était resté que les restes, tout oui, elles l'avaient... avaient... avaient mangée entièrement, il n'était resté que euh... les res... les os... ce n'est pas, ce n'est pas... je ne sais pas ce que c'est
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi