Klask
« robenn »
Frazennoù kavet : 10
-
👂 🔗 hag unan all, 'ma klevet, fin, se zo etrezomp hañ ivez ! e oan 'ba... 'ba eu... 'ba ur stal dilhad 'ba en Gwengamp, hag e oa unan arri oadet hag e oa he merc'h ganti, arri c'hwezek pe seitek vloaz, ha fidedoulle e oa oc'h esa ur robenn ivez hag e oa deut da... da welet ac'hanon da... da c'houll ganin ivez « petra a lârez deu... deus ma merc'h ? » hag-eñ e oa chik, « gant he robenn, emezi, kar... ya, met fort eo un tamm deu... deus ar pelochonoù ! » petra a oa ar pelochonoù ? les seins ! gwelet a rez, ya ! pelochonoù a rae
[a ə ˈnɑl - ma ˈklɛwət - fin ze zo ˌtɾeˑɔ̃m ɑ̃ ˌiˑə - wɑ̃n bah bah ə - bah ˌstɑˑl ˈdijad ban ˈgwɛjɔ̃m - a wa ˈyˑn ˌɑj ˈnwɑːʒət a wa i ˈmɛɹx kɑ̃ti - ˌɑj ˈhweːzɛk pe ze̞jˈtegla - a fidəˈdule̞ wa ˈhɛsa ˈɹoːbən ˌiˑə a wa ˈdœd də də ˌwe̞ld ˈɑ̃ːnɔ̃ də - də ˈhul gɑ̃ˌnĩ iˑe - pɹɑ ˌlɑːɹez dœ dœz mə ˈmɛɹx - eˈgẽ wa ˈʃik - gɑ̃n i ˈɹoːbən me̞j - kaɹ ˌja - mɛt ˌfɔɹd e̞ tɑ̃m dœ dœs pølo̞ˈʃɔ̃no - ˌpɾɑ wa pølo̞ˈʃɔ̃no - ... - ˌgwe̞ˑl ə ɹez ja - pølo̞ˈʃɔ̃no ɹe]
et une autre, que j'avais entendue, enfin, ça c'est entre-nous hein aussi ! j'étais à... dans euh... dans un magasin de vêtements à Gwengamp, et il y avait une personne âgée qui était avec sa fille, ayant dans les seize ou dix-sept ans, et nom d'un chien elle était en train d'essayer une robe aussi et elle était venue... me voir pour... pour me demander aussi « que dis-tu d... de ma fille ? » alors qu'elle était élégante, « avec sa robe, dit-elle, car... oui, mais elle est forte un peu... des « seins » ! » c'était quoi les « seins » ? les seins ! tu vois, oui ! elle disait les « seins »
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa ar gwener, e soñjen mont da... 'ma graet ur robenn eured, ha 'ma d'ober mont da sikour d'an eured ar sadorn
[ˈzeˑ wa ˈgweːnəɹ - ˌʒɔ̃ːʒɛn ˌmɔ̃n də - ma gwɛ ˌɹoˑbən ˈœːɹət - a ma ˌdo̞ˑɹ mɔ̃n də ˈʒicuɹ də ˈnœːɹəd ˈzɑːn]
ça c'était le vendredi, je pensais aller à... j'avais fait une robe de mariage, et je devais aller aider au mariage le samedi
Gant : Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 difrezañ ar robenn
[diˈvʁɛːzɑ̃ ˈʁoːbən]
découdre la robe
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lem-lakat da robenn
[le̞mˈlɑkət tə ˈʁoːbən]
enlever et remettre ta robe
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ne vo ket laosket he robenn da ruzañ an douar bepred.
On ne laissera pas sa robe traîner sur le sol en tout cas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ret eo din stummañ d'ober ar robenn
[ʁɛd ɛ dĩ 'stymɑ̃ do̞:ʁ 'ʁo̞:bən]
il faut que je me mette à faire la robe
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 robenn
robeun
[ʁobən]
robe
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 arri eo faegegek ganin gwelet ar c'hozh robenn-se
[aj e̞ fɛgɛ’gɛk kə’nĩ gwe̞l ə hoz 'ʁo:bən ze]
je ne supporte plus de voir cette fichue robe-là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un danvez d'ober saro, un danvez d'ober ur robenn
[ən 'dɑ̃nve 'do̞:bəʁ 'sɑ:ʁo - 'dɑ̃nve 'do̞:bəʁ 'ʁo̞:bən]
un tissu pour faire un sarrau, un tissu pour faire une robe
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ur robenn wenn hag ur voile, pechoñj, war ma fenn. Ya. Botoù gwenn ha tout.
Robenn wènn ha e voile, pé soñj, war me vènn. Ya. Boto gwènn a tout.
Ur robe blanche et un voile, s'il vous plaît (= quand même, tu te rends compte!), sur ma tête. Oui. Des chaussures blanches et tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal