Klask
« rost »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 amañ e oa un tamm rost leue da greistez
[ˌɑ̃mɑ̃ wa tɑ̃m ɣɔst ˈluˑe də gɣesˈteˑ]
ici il y avait un morceau de rôti de veau à midi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an deizioù all aze e oa mergl, 'ta ket roet fed ? xxx ( ?) tout, ha pa oan ti Iv ar Mo du-hont, e santan ur c'hwezh rost amañ, me a soñje din e oa krog an tan 'ba an dechetri, met goût a ran n'eo ket
[a ˌdejo ˈɑl ˌɑhe wa ˈmɛˑlk - ˌtɑ kə ɣo ˈfeˑt - ? ˈtut - a pə wɑ̃n ˌti iv ə ˈmoˑ ˌdyˑɔ̃n - ˌzɑ̃ntɑ̃ ˌhwez ˈɣɔst ˌɑ̃mɑ̃ - ˌme ˈʒɔ̃ˑʒe̞ ˈdĩ wa ˈkɣɔˑg ən ˈtɑ̃ˑn ma deʃeˈtɾi - mɛ ˌguˑd ə ɣɑ̃ ˌne̞ kət]
et les jours derniers il y avait de la rouille [sable du Sahara], tu n'as pas prêté attention ? xxx ( ?) tout, et quand j'étais chez Yves Le Meaux là-bas, je sens une odeur de brûlé, moi je croyais que le feu avait pris dans la déchetterie, mais je sais que non
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 person Rospez, met eno bepred pa oamp arri emezañ, ti berson Rospez, 'rae ket nemet rost, ha fidedoue 'vat ! ingal zo ! goude neuze e oamp... tremenet ar bar deus... Katig aze, e oamp bet da Sant... e oamp bet da Sant-Telar, person Sant-Telar 'rae ket nemet... 'rae ket nemet teil, 'na kaset ur (c'horvad ?) teil d'Armand Lamper, ken 'rae ket nemet lampat dreist ar girjer, dreist ar c'hleuzioù, (o tegas ?)... loustoni dezhañ, hag e oa... ma oa gwir ! ha goude, person Plûned 'rae ket nemet butunat, hag eu... person Kawan 'rae ket nemet kac'hat neuze
[ˌpɛꝛsɔ̃n ˈɣɔspəs - mɛd ˌeˑno ˈbopə pə wɑ̃m ˌɑj ˈmeˑɑ̃ - ti ˌbɛꝛsɔ̃n ˈɣɔspəs ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈɣɔst - a fidəˈduˑe ha - ˈiŋgal zo - ˌguˑde ˌnœhe wɑ̃m - tɣeˈmeˑnə ˈbɑˑꝛ des - ˈkɑtiɟ ˌɑhe - wɑ̃m ˌbed də zɑ̃ - wɑ̃m ˌbed də zɑ̃ˈteˑləꝛ - ˌpɛꝛsɔ̃n zɑ̃ˈteˑləꝛ ˌɣɛ kə ˌmɛ - ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈte̞ʎ - na ˈkɑsə ˈhɔꝛvə ˈte̞ʎ daꝛmɑ̃ ˈlɑ̃mpəɣ - ken ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈlɑ̃mpəd ˌdɣɛjst ə ˈgɣiˑʒəꝛ - ˌdɣɛjst ə ˈhlœ̃jo - ˈhɛsət - lu’sɔ̃ˑni ˈdeˑɑ̃ - a wa - ma wa ˈgwiˑꝛ - a ˌguˑde - ˌpɛꝛsɔ̃n ˈplyˑnəd ˌɣɛ kə ˌmɛ byˈtyˑnət - ag ə - ˌpɛꝛsɔ̃n ˈkɑwən ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈkɑhə ˌnœhe]
le curé de Rospez, mais là-bas toujours quand nous y étions arrivés, chez le curé de Rospez, il ne fait que du brûlé, et mais bon sang ! peu importe ! après alors nous avions... passé le bar de... Katig là, nous avions été à Sant... nous avions été à Sant-Telar, le curé de Sant-Telar ne faisait que... ne faisait que du fumier, il avait amené une (ventrée ?) de fumier à Armand Lamper, tellement qu'il ne faisait que sauter par-dessus les talus, par-dessus les talus, lui (amenant ?)... de la saleté, et il y avait... si c'était vrai ! et après, le curé de Plûned ne faisait que fumer, et euh... le curé de Kawan ne faisait que chier alors
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 c'hwezh ar rost a oa arri ganti a-benn e oan arri
[hwez ʁɔst a ɑj gɑ̃ti bɛn wɑ̃n ɑj]
elle sentait le brûlé lorsque j'étais arrivé [voiture en surpoids]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen un tamm rost pa droc'hez anezhañ n'eus ket kalz elvaj e-barzh, n'eus ket nemet ar c'hoteletennoù ha... oh ! geo, 'ba... 'ba ar chaousis ivez, aze... aze e vez malet (?) kre... krec'hen (?) ivez
[’kiʃən tɑ̃m ɾɔst pa ’dɾohɛz neɑ̃ nøs kə kalz ’ɛwleʒ bɑrs nøs kə mɛ ˌhɔtəle’teno a o gɛw ma ma ’ʃɔwsiz ije ’ɑe ’ɑe ve ’vɑ:lə krɛ ’krɛhɛn ije]
alors qu'un morceau de rôti, quand tu le coupes, il n'y a pas beaucoup de nerfs dedans, il n'y a que les côtelettes et... oh si, dans... dans les saucisses aussi, là... là on broie (?) les pe... les peaux (?)
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a lâre da Pa « pelec'h e vo kaset ar saout ? – hañ feiz, war ar rost (?) »
[me 'lɑ:re də pɑ: ple̞h vo 'kɑsə zɔwd ɑe hɑ̃ fe war ɾɔs]
moi je disais à mon père « où va-t-on envoyer les vaches ? – eh bien ma foi sur le rôti (?) » [herbes desséchées par la sécheresse ?]
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ emezi zo c'hwezh ar rost
['ɑ̃mɑ̃ mɛj zo hwe:z ə rɔst]
ici dit-elle il y a une odeur de brûlé
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi