Klask
« skofen »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 te, mallozh ma doue fri lous, e skofen a-walc'h ur grampouezhenn ganit-te, hag ar gazeg-se n'eio ket ganac'h, sur !
[te ’mɑləz ma ’du:e vʁi’lu:s ’sko̞fɛn ə’wɑh ə gʁɑ̃m’pwɛn gɑ̃'nit:e a ’gɑ:zɛk se nɛ’jo kət gɑ̃nah zy:ʁ]
toi, malédiction de dieu, morveux, je te collerai bien une beigne, et vous n'emporterez certainement pas ce cheval !
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met a-raok mont war ar wezenn e lâren « gwelloc'h eo din divarrañ nebeutoc'h evit a skofen an hach 'ba ma fenn ma glin »
[mɛ ɾog mɔ̃n waɾ 'we:ɾən 'lɑ:ɾɛn 'wɛlɔh ɛ dĩ di'vɑrɑ̃ ə 'weən nœ'bœtɔh wit 'skɛjfɛn nɑʃ ba mə bɛn mə hli:n]
mais avant d'aller dans l'arbre je disais « je préfère élaguer moins un arbre que de donner un coup de hache dans le genou »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Eben emezañ n'onn ket petra emezañ a rafe ma skofen warni abalamour d'ober dezhi kerzhet emezañ, marteze e fachfe ha e bartife evel un tenn. Ne oa ket ken sur deus honnezh.
[i'beːn meã nõŋkə 'pʁaː meã 'ʁafe ma 'skofɛn 'waʁni bãw tɔʁ 'dɛj 'kɛʁzəd meã – ma'tee 'vaʃfe a baʁ'tife vɛl 'tɛn – wa kə 'kenzyʁ døs 'hõːs]
L'autre, dit-il, je ne sais pas ce qu'elle ferait si je la tapais pour la faire avancer, elle se fâcherait peut-être et elle partirait comme une flèche. Il n'était pas aussi sûr de celle-là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal