Klask
« skornañ »
Frazennoù kavet : 4
-
🔗 1. ya, tapet 'nea un toufad, xxx ( ?) e vije an amzer, ha skorn, skorn 'na graet an noz-se, met mezv, e oa kouezhet bah ar poull-dour, gant e visikled ! ha xxx ( ?) ur pezh moustach, ha skornañ a rae en noz-se, ha pa oa dihunet 'oa ket kat da vont a-raok, e oa... 2. e oa skornet tro-a-zro dezhañ ? 2. feiz, e voustach a oa bah ar skorn ba ar blakenn ! 'oa ket kat da fiñval, ret eo bezañ kal... eñ a oa kalet ! 'oa ket barvet, 'oa ket barvet
[...]
1. oui, il avait pris une cuite, xxx ( ?) était le temps, et du gel, il avait gelé cette nuit-là, mais ivre, il était tombé dans une flaque d'eau, avec son vélo ! et xxx ( ?) une grosse moustache, et il gelait cette nuit-là, et quand il s'était réveillé il ne pouvait pas partir, il était... 2. c'était gelé autour de lui ? 2. ma foi, sa moustache était dans la glace dans la plaque ! il ne pouvait pas bouger, il faut être du... il était dur [au mal] ! il n'était pas barbu, il n'était pas barbu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 evel ar rogasionoù a vije graet d'ar c'houlz-se e-pad... pa vije arri... ampich ar rev da dont war an traoù, n'eo ket se ac'h ampiche an traoù da skornañ
[wɛl ˌʁoga'sjɔ̃:no viʒe gwɛd də 'huls:e pad pe viʒe ɑj 'hɑ̃mpiʃ ʁɛw dɔ̃n waʁn tʁɛw nɛ kə ze hɑ̃m'piʃe tʁɛw də 'skɔʁnɑ̃]
comme les rogations qu'ont faisait autrefois pendant... quand c'était... pour empêcher le gel de venir sur les récoltes, ce n'est pas ça qui empêchait les récoltes de geler
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'meus bet gwelet devezhioù, deus talek ar beure betek an noz euh... ne diskorne ket war an deiz, e terc'he da skornañ, e terc'he da skornañ
[me møz be 'gwɛ:ləd de'we:ʒo des talɛg 'bœ:re 'bekə nɔ̃:s ə: di'skɔrne kə warn de: 'dɛrhe də 'skɔrnɑ̃ 'dɛrhe də 'skɔrnɑ̃]
moi j'ai vu certains jours, du matin jusqu'au soir euh... ça ne dégelait pas en journée, ça continuait de geler, ça continuait de geler
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 skornañ a ra
['skɔrnə ra]
ça gèle
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi