Klask
« skoulmet »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 Ha feiz, ma... ma... ma zad-kozh an Daofin, a'neva kaset gantañ... un n'onn petra, 'oa ket hiroc'h evit-se a-hervez. Un tamm koad met eu... tev a-walc'h kwa, tev a-walc'h. Un n'onn petra hag a... skoulmet e penn. 'Oa ket ur fiselenn evel-just, machinet mat kwa. Evel ur gordenn, une cordelette, ma kerez lâret. Hag e penn ar gordeletenn-se e oa ur plomb, 'nea laket un tamm plom. Ha honnezh a oa aet gantañ, evel-se. Aze evel-se, a-dribilh, an tamm koad amañ. Ha f... n'onn petra, a-dreñv gant un tamm plom.
[...]
Et ma foi, mon... mon... mon grand-père Le Dauphin, avait emporté... un je ne sais quoi [espèce de fléau], ce n'était pas plus long que ça à ce qu'il parait. Un morceau de bois mais euh... assez épais quoi, assez épais. Un je ne sais quoi noué au bout. Ce n'était pas une ficelle bien sûr, bien machinée quoi. Comme une corde, une cordelette, si tu veux. Et au bout de cette cordelette il y avait un plomb, il avait mis un morceau de plomb. Et il l'avait emporté, comme ça. Là comme ça, suspendu, le morceau de bois ici. Et ma f... je ne sais quoi, derrière avec le morceau de plomb.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ur wech all 'ma gwelet ur boch, o tremen, e dorn gantañ skoulmet evel-se, dre ar c'hoad du-hont
[ˌweʒˈɑl ma ˈgwe̞ˑlə ˈbɔʃ - ˈtɾe̞me̞n - i ˈdɔꝛn ˌgɑ̃tɑ̃ ˈskuꝛməd ve̞ˌse̞ - dɾe ˈhwɑt ˌtyˑən]
une autre fois j'avais vu un boche, passant, ses mains nouées [attachées] comme ça, par le bois là-bas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
🔗 skoulmet blev da revr
['skurməd blɛw də rɛ:r]
les poils de ton cul noués [stressé]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh eo skoulmet blev e revr
[hẽ:z ɛ 'skurməd blɛw i rɛ:r]
il a les poils du cul noués [il est mou, lent]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi